L'Heure Bretonne : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 11: Linenn 11:


== Doare skridoù l'Heure bretonne ==
== Doare skridoù l'Heure bretonne ==

Linenn bolitikel ar gazetenn a oa kenderc'hel obererezh ar gazetenn [[Breiz Atao]]. Selloù l'Heure bretonne a oa neuze:

* Broadelour breton o stourm evit dieubidigezh Breizh
* Enep c'hall a-grenn
* Enep Jakobinour
* Evit modernaat Breizh war an holl tachennoù (Brezhoneg, labour-douar, ekonomiezh...)

Ar c'hentañ niverenn embannet d'ar 14 a viz Gouere 1940 a ziskler gant an titl " Breizh a vez ofisiel bremañ" ouzhpennet e vez en destenn ez eo « Anavezet dindan ur stumm ofisiel gant pennadurezhioù Alamagn ar vro dre ma z'eus bet krouet ganto ur post a gouarnour da Vreizh...».


Meur a bennad-skrid gouennelour hag a-enep ar [[Yuzevien]] a oa bet embannet enni.
Meur a bennad-skrid gouennelour hag a-enep ar [[Yuzevien]] a oa bet embannet enni.

Stumm eus an 7 C'hwe 2015 da 18:07

Restr:L'Heure bretonne, journal hebdomadaire nationaliste breton.jpg
L'Heure bretonne, kazetenn an 31 a viz here 1942

L'Heure Bretonne a oa ur gazetenn sizhuniek broadelour breton, kazetenn Strollad Broadel Breizh e vezo adal miz Even 1940 betek miz Even 1944 mare dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted.

Bet e voe ur gendalc'hadenn d'ar gazetenn Breiz Atao.

Istor l'Heure bretonne

L'Heure bretonne a zo bet krouet gant Frañsez Debauvais hag Olier Mordrel, da-heul ar c'hendalc'h a oa bet dalc'het e Pondi d'an 3 a viz Gouere 1940 : kannad Strollad Broadel Breizh a oa.

Gant aotre an Ac'huber alaman o klask seveniñ ur bolitikerezh evit minorelezhioù bro C'hall a-benn gwanaat ar Stad C'hall e oa bet moullet he niverenn gentañ. War-bouez gwaskerelloù-tro ar gazetenn L’Ouest-Éclair e vezo graet, e Roazhon, d'ar 14 a viz Gouere 1940 hag ingalet digoust e Breizh a-bezh.

Doare skridoù l'Heure bretonne

Linenn bolitikel ar gazetenn a oa kenderc'hel obererezh ar gazetenn Breiz Atao. Selloù l'Heure bretonne a oa neuze:

  • Broadelour breton o stourm evit dieubidigezh Breizh
  • Enep c'hall a-grenn
  • Enep Jakobinour
  • Evit modernaat Breizh war an holl tachennoù (Brezhoneg, labour-douar, ekonomiezh...)

Ar c'hentañ niverenn embannet d'ar 14 a viz Gouere 1940 a ziskler gant an titl " Breizh a vez ofisiel bremañ" ouzhpennet e vez en destenn ez eo « Anavezet dindan ur stumm ofisiel gant pennadurezhioù Alamagn ar vro dre ma z'eus bet krouet ganto ur post a gouarnour da Vreizh...».

Meur a bennad-skrid gouennelour hag a-enep ar Yuzevien a oa bet embannet enni.

Dibenn l'Heure bretonne

Daou c'hant teir niverenn a voe renablet betek an hini ziwezhañ, d'an 2 a viz Gouere 1944.

Pennskriverien