Bécassine : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
→‎Enebadur da Becassine: Reizhañ un anv divoutin...
Linenn 39: Linenn 39:
Kaset e ti an archerien e chomint un devezh hag un nozvezh pad hep rannañ grik e galleg, an deiz war-lec'h e tiskleriont e oa bet sevenet an taol-dreist a-benn emsevel a-enep ar film Becassine a oa da vezañ skignet hag a roe ur skeudenn mezhus eus Breizh hag ar merc'hed brezhon anezhi.
Kaset e ti an archerien e chomint un devezh hag un nozvezh pad hep rannañ grik e galleg, an deiz war-lec'h e tiskleriont e oa bet sevenet an taol-dreist a-benn emsevel a-enep ar film Becassine a oa da vezañ skignet hag a roe ur skeudenn mezhus eus Breizh hag ar merc'hed brezhon anezhi.


Kement-mañ a vezo embannet gant aozerien an taol-dreist er gazetenn [[Breiz Atao]], an tri kañfard a oa Patrick Guerin, Jadé ha Mahé <ref> https://books.google.fr/books?id=42-</ref>. Dre ma oa avel an [[Eil Brezel-bed]] o c'hwezhañ, prezidant ar c'huzul ha ministr ar brezel [[Dalladier]], a roas urzhioù evit "chom hep kaout kudennoù gant ar Vretoned", aozerien an taol a vo kondaonet da baeñ un tailh-kastiz izel. Lizhiri gourc'hemennoù a vezo kaset gant Bretoned, merc'hed yaouank dreist-holl betek klasadoù skolajioù a-bezh, da [[Breiz Atao]] a-benn diskleriañ e oa un taol a zoare a oa bet sevenet<ref> http://buan1.chez.com/buanbecassine.htm</ref>
Kement-mañ a vezo embannet gant aozerien an taol-dreist er gazetenn [[Breiz Atao]], an tri kañfard a oa Patrick Guerin, Jadé ha Mahé <ref> https://books.google.fr/books?id=42-</ref>. Dre ma oa avel an [[Eil Brezel-bed]] o c'hwezhañ, prezidant ar c'huzul ha ministr ar brezel [[Édouard Daladier|Daladier]], a roas urzhioù evit "chom hep kaout kudennoù gant ar Vretoned", aozerien an taol a vo kondaonet da baeñ un tailh-kastiz izel. Lizhiri gourc'hemennoù a vezo kaset gant Bretoned, merc'hed yaouank dreist-holl betek klasadoù skolajioù a-bezh, da [[Breiz Atao]] a-benn diskleriañ e oa un taol a zoare a oa bet sevenet<ref> http://buan1.chez.com/buanbecassine.htm</ref>


==Roll an albomoù==
==Roll an albomoù==

Stumm eus an 7 C'hwe 2015 da 12:24

Restr:2834829900 1.jpg
La Semaine de Suzette

Bécassine (gioc'h e brezhoneg) zo anv ur rummad bannoù-treset c'hall ha hini o harozez, a oa bet treset evit ar wezh kentañ d'an 2 a viz C'hwevrer 1905 er gelaouenn La Semaine de Suzette) gant Joseph Pinchon, da skeudenniñ istorioù savet gant Jacqueline Rivière.
Sellet e vez ouzh Bécassine, pe Annaig Labornez (La bornée, da lavaret eo "Annaig Verrsperedet"), evel ar benntudenn wregel gentañ en istor ar bandennoù-treset[1].

Ur vatezh eus Breizh eo Bécassine. Treset e vez peurliesañ gant dilhad a zrevez dilhad hengounel Breizh gant ur c'hoef ha botoù-koad. Dont a ra eus Penn-ar-Bed, war a lenner, al lodenn eus ar vro a oa ar muiañ stag ouzh sevenadur Breizh e spered an treser. Koulskoude, he dilhad a laka kentoc'h da soñjal e dilhad hengounel Pikardi. Dic'henoù e vez treset peurvuiañ.

Sellet e veze outi evel patrom ar plac'h deuet eus ar broviñs, ha hini ar vatezh a zo e servij pinvidien Pariz, a veze prenet gante ar gelaouenn evit ar merc'hed yaouank La Semaine de Suzette.
Gwelet eo Bécassine evel ar skouer eus hag an nemorant eus ar fae a raed war ar Vretoned e kêr-benn Bro-C'hall e-pad pell. A-vuzul ma tremene an amzer, ha da-heul ar berzh a rae, e oa taolennet en un doare gwelloc'h.
Ul lesanv eo "Bécassine", skeudenn ar sotoni eo ar gioc'h e galleg, evel al leue pe ar garz e brezhoneg. An anv-tiegezh lakaet dezhi a seblant pouezañ da ziskouez mat eo berr he spered.

Ur vatezh

Ur plac'h yaouank eus kichen Kemper eo, aet da Bariz da glask labour, ha matezh e ti tud pinvidik e Pariz, evel miliadoù a verc'hed eus Breizh betek ar bloavezhioù 1960. Ganet eo bet, sañset, e Clocher-les-Bécasses (« Kloc'hdi-ar-C'hefeleged »). Evel ur plac'h diwar ar maez, ganet e fin ar sizhun sañset, he devez poan o kompren buhez ar gêr vras.
Lakaet eo bet d'ober war-dro merc'h he mistri, anvet Loulotte.

Hep genoù e vez treset peurvuiañ, abalamour ma ne gomz ket galleg met brezhoneg marteze. Gallout a reer gwelet eno arouez ar vitizhien digomprenus o yezh a zeue eus Breizh[2]

Istor

Savet da gentañ da leuniañ pajennoù gwenn, an istor, skrivet gant Jacqueline Rivière ha treset gant Joseph Pinchon, a reas kement a verzh ma oa embannet pajennoù nevez en un doare reoliek, atav e stumm tresadennoù da leuniañ pajennoù gwenn.

E 1913, seizh vloaz goude an istor kentañ, e teuas Bécassine da vezañ penntudenn istorioù muioc'h frammet. Treset atav gant Pinchon e oa skrivet an istorioù hiviziken gant Caumery (lesanv Maurice Languereau), unan eus kevelerien Gautier-Languereau, embanner La Semaine de Suzette. D'ar mare-se e voe diskuliet anv "gwirion" an harozez, Annaig Labornez, ha displeget e oa e teue he lesanv eus he c'hêriadenn c'henidik anvet Clocher-les-Bécasses.

Etre 1913 ha 1950 e voe embannet 27 levrenn eus avanturioù Bécassine. Pinchon a dresas 25 anezhe, hag Edouard Zier an div all. A-hervez e vije bet savet ar 27 gant "Caumery", met goude marv Languereau e 1941 e voe implijet al lesanv gant reoù all.

Goude marv Pinchon, e 1953, e kendalc'has an heuliad gant arzourien all, gant Jean Trubert peurgetket, a grogas d'ober war-dro hec'h avanturioù e 1959.

Gant he c'hrouidigezh tri bloaz a-raok Les Pieds Nickelés, Bécassine a vez sellet outi evel ganedigezh bannoù-treset Belgia ha Bro-Chall a-vremañ. Merkañ a ra ar mare ma tremener eus an istorioù skeudennaouet d'ar bannoù-treset gwirion[1]. Awenañ a reas e stumm tresadennoù, gant linennoù bev, modern, ha rontaet, ar stumm "linenn sklaer" implijet gant Hergé 25 bloaz diwezhatoc'h en Avanturioù Tintin.

En XXIvet kantved

E 2005 e voe embannet gant ar Post gall ur rummad timbroù o lidañ krouidigezh Bécassine.
Kavet e vez levrioù Bécassine ha pompinelloù diouzh he skeudenn er stalioù da brofañ d'ar vugale. Gant ar c'hemm kevredigezhel a zo c'hoarvezet e Breizh ne vez ket santet an dismegañs-se ken kreñv evel ma oa bet mennet da vezañ betek-henn.

Enebadur da Becassine

D'an 18 a viz Even 1939, da deir eur hanter goude merenn, tri broadelour breton izili da skour Pariz ar strollad Breiz Atao ha da Strollad Broadel Breizh (PNB) a tistrujas delwenn Becassine er mirdi Grevin. Taolet e voe an delwenn war al leur ha gant ur morzhol e voe distrujet ar penn, an divhar hag an divrec'h[3]

An tri broadelour yaouank a glaskas terc'hout sioul met siwazh dre ma oa kamm unan anezho e voent tapet. An hini kamm gant un evezhier d'ar mirdi an daou all gant sekretourezh rener ar mirdi dres pa oant o tapout un taksi.

Kaset e ti an archerien e chomint un devezh hag un nozvezh pad hep rannañ grik e galleg, an deiz war-lec'h e tiskleriont e oa bet sevenet an taol-dreist a-benn emsevel a-enep ar film Becassine a oa da vezañ skignet hag a roe ur skeudenn mezhus eus Breizh hag ar merc'hed brezhon anezhi.

Kement-mañ a vezo embannet gant aozerien an taol-dreist er gazetenn Breiz Atao, an tri kañfard a oa Patrick Guerin, Jadé ha Mahé [4]. Dre ma oa avel an Eil Brezel-bed o c'hwezhañ, prezidant ar c'huzul ha ministr ar brezel Daladier, a roas urzhioù evit "chom hep kaout kudennoù gant ar Vretoned", aozerien an taol a vo kondaonet da baeñ un tailh-kastiz izel. Lizhiri gourc'hemennoù a vezo kaset gant Bretoned, merc'hed yaouank dreist-holl betek klasadoù skolajioù a-bezh, da Breiz Atao a-benn diskleriañ e oa un taol a zoare a oa bet sevenet[5]

Roll an albomoù

  • 1. L'Enfance de Bécassine (1913)
  • 2. Bécassine en apprentissage (1919, diwar La Semaine de Suzette 1914)
  • 3. Bécassine pendant la Guerre (1916 - Adanvet Bécassine pendant la Grande Guerre e 1968)
  • 4. Bécassine chez les Alliés (1917)
  • 5. Bécassine mobilisée (1918)
  • 6. Bécassine chez les Turcs (1919)
  • 7. Les Cent Métiers de Bécassine (1920)
  • 8. Bécassine voyage (1921)
  • E-maez rummad : L'Alphabet de Bécassine (1921, lizherenneg)
  • 9. Bécassine nourrice (1922)
  • 10. Bécassine alpiniste (1923)
  • 11. Les Bonnes idées de Bécassine (1924)
  • 12. Bécassine au Pays Basque (1925)
  • 13. Bécassine, son oncle et leurs amis (1926)
  • 14. L'automobile de Bécassine (1927)
  • E-maez rummad : Les Chansons de Bécassine (1927)
  • 15. Bécassine au pensionnat (1928)
  • E-maez rummad : Bécassine maîtresse d'école (1929, diwar L'Alphabet de Bécassine)
  • 16. Bécassine en aéroplane (1930)
  • 17. Bécassine fait du scoutisme (1931)
  • 18. Bécassine aux bains de mer (1932)
  • 19. Bécassine dans la neige (1933)
  • 20. Bécassine prend des pensionnaires (1934)
  • 21. Bécassine à Clocher-les-Bécasses (1935)
  • 22. Bécassine en croisière (1936)
  • 23. Bécassine cherche un emploi (1937)
  • 24. Les mésaventures de Bécassine (1938)
  • 25. Bécassine en roulotte (1939)
  • 26. Les Petits Ennuis de Bécassine (2005, diwar La Semaine de Suzette 1948)
  • 27. Bécassine au studio (1992, diwar La Semaine de Suzette 1950)
Albomoù n'eo ket anavezet deiziad o embann
  • Bécassine aux Amériques
  • Bécassine et la petite Loulotte
  • La Franchise de Bécassine
  • Le Noël de Bécassine
  • Les Aventures de Bécassine (a-raok 1913)
  • Les Exploits de Bécassine
  • Les Animaux de Bécassine
  • Les Plaisirs de Bécassine
  • Les Premiers Pas de Bécassine
  • Les Promenades de Bécassine
  • Les Quatre Saisons de Bécassine
  • Les Rencontres de Bécassine
  • Les Souvenirs de Bécassine (goude 1953)
  • Les Talents de Bécassine (goude 1953)
  • Sacrée Bécassine !
  • Les Trouvailles de Bécassine
  • Quelle star, cette Bécassine !
  • Plus vite, Bécassine !
  • Pas de panique, Bécassine ! (goude 1953)
  • Pas de chance, Bécassine !
  • Marie Quillouch et Bécassine
  • Loulotte et Bécassine
  • Les Vacances de Bécassine

Levrlennadur

  • Béra, Michel; Denni, Michel; and Mellot, Philippe (2002): "Trésors de la Bande Dessinée 2003-2004". Paris, Les éditions de l'amateur. ISBN 2-85917-357-9
  • Paris mystérieux et insolite Broché, gant Dominique Lesbros 6 a viz here 2005, embannadur De Borée, ISBN-10: 2844943403

Notennoù

  1. 1,0 ha1,1 Bécassine a cent ans, Le Nouvel Observateur, 02/02/2005
  2. https://books.google.fr/books?id=lIdlzWpm7tQC&pg=PA29&lpg=PA29&dq=becassine+breiz+atao&source=bl&ots=R4wHfaesnT&sig=nnZSniIQLz-OshrLHJ9R8N0fyws&hl=fr&sa=X&ei=nPvVVKzaOcb7aqS1gqgM&ved=0CFUQ6AEwCA#v=onepage&q=becassine%20breiz%20atao&f=false
  3. Dalc'homp Soñj Niverenn 4 bloavezh 1983
  4. https://books.google.fr/books?id=42-
  5. http://buan1.chez.com/buanbecassine.htm