Job Lec'hvien : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:
| anv =
| anv =
| skeudenn = Job_Lec'hvien.jpg
| skeudenn = Job_Lec'hvien.jpg
| ment = 10px
| ment =
| alc'hwez =
| alc'hwez =
| anv mat = Joseph Lec'hvien
| anv mat = Joseph Lec'hvien

Stumm eus an 3 C'hwe 2015 da 16:32

Job Lec'hvien
Job Lec'hvien
Anv ofisiel Joseph Lec'hvien
Anv pluenn Job Lec'hvien
Job Kergrist
Obererezh Beleg
Troer
Ganedigezh e 1919
e Plaeraneg, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Enorioù Priz Langleiz (1988)
Urzh an Erminig (1996)
Oberennoù pennañ
Diverradur katekiz an Iliz Katolik (Troidigezh)
Kanennoù Santel
Testamant kozh (Troidigezh)


Job Lec'hvien, ganet e Plaeraneg (Goueloù) e 1919, a zo ur beleg katolik ha skrivagner breizhat.

Buhez

Ganet eo en ur familh a beizanted katolik ez eo Job Lec'hvien niz an tad Per-Mari Lec'hvien a voe drouklazhet e-pad an eil brezel-bed [1]. Mont a reas er skol kentañ-derez e Landreger e ti ar frered, hag e Lannuon e Skolaj Sant-Jozef war-lerc'h ha kenderc'hel a reas e studioù doueoniezh e kloerdi Sant-Brieg.

Rener skol Sant-Pêr (skolaj Diwan hiziv an deiz) e Plijidi eus 1945 da 1970. Sikour a roe da Skol an Emsav evit sevel stajoù Plijidi. Kemeret en doa perzh en FLB er bloavezhioù-se. Bet e voe en toull-bac'h evit an FLB.

E-pad pell eo bet person Kergrist-Moeloù ha Tremargad, ha bet unan eus diazezoù an Union Sportive Kergristoise. Alies eo bet tredeog war tachenn mell-droad Kermablouz.

Resevet en deus Priz Langleiz e 1988 evit e droidigezh eus ar Bibl. E 1996, evit e droidigezh eus ar Bibl (Testamant Kozh) ivez, e voe roet dezhañ Kolier an Erminig a-gevret gant André Lavanant, Pierre Le Treut ha Rita Morgan Williams.

War e leve emañ hiziv an deiz, met chom a ra oberiant, e Landreger (Oaled Gwazh Mikael).

Oberennoù

Diverradur katekiz an Iliz Katolik, troet gant Job Lec'hvien hag embannet gant Imbourc'h e 2014.

Labouret en deus gant meur a veleg, Pêr ar Gall da skouer, evit troidigezh hag embannadur ar Bibl (Testamant Kozh) e brezhoneg adalek an destenn orin en hebraeg. Luskañ a reas ivez gant Pêr ar Gall Embannadurioù an Tour Tan[2], arbennikaet war embann testennoù relijiel. Embannet en doa kanaouennoù relijiel e 1988 en e levr Kanennoù Santel.

Troet en deus katekiz an Iliz katolik (1992) a-bezh, kemeret en deus perzh e aozadur ar Misal etre-eskoptiek e brezhoneg, troet en deus buhez sent Breizh, ha Propr eskopti Sant-Brieg ha Treger e 2007, ha kalz a draoù all (buhezioù sent...).

E 2014 e voe embannet e droidigezh eus "Diverradur Katekiz an Iliz katolik" gant Imbourc'h (255 p.)

Notennoù ha daveoù

  1. Gw.Lennegezh ar brezhoneg en ugentvet kantved, Frañsez Favereau, trede levrenn, pajenn 220
  2. An Tour Tan




Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
Porched al Lennegezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn al lennegezhioù.