Mont d’an endalc’had

Ronan Caerleon : diforc'h etre ar stummoù

277 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Bez' e voe embanner ha skrivagner. Tad da bemp bugel e voe. Kemer a reas perzh e strollad c'hoariva ar [[Bleun-Brug]] « ''goude gousperoù e brezhoneg'' ». Bet e voe tost ouzh [[Yann-Vari Perrot]]. E [[1938]] ez eas daou vizvezh en toull-bac'h e [[Sant-Brieg]] a-gevret gant [[Célestin Lainé]] evit bezañ livet luganoù broadelour war vogerioù.
 
E [[1939]] ez euredas Jorda Renault, ur glañvdiourez bet kejet e pardon Koat Kev e [[Skrigneg]]. Ober a reas war-dro ar gelaouenn gristen ''[[Olole]]'' evit ar yaouankiz, gant e vreur [[Herri Caouissin]]. Adarre e voe toullbac'het e [[1944]] e-pad eizh mizvezh. E-doug mizvezhioù e voe difennet outañ dont da chom e Breizh hag e rankas dilojañ en [[Enez-Frañs]].
 
War-lerc'h ar brezel e roas lañs da fiñvskeudennoù breizhek gant e vreur, dre ar gevredigezh [[Brittia-films]]. Skrivañ a reas meur a levr e galleg a-zivout an emsav, gant e-leizh a hanezennoù. Diwezhatoc'h e teuas da vout ur poder, d'an oad a 60 vloaz.
 
Mervel a reas ed'an 12 a viz Meurzh [[1986]]. Douaret e voe e bered [[An Dreneg]].
 
E vab-bihan [[Gwendal Piégais]] en deus kenkrouet ar gelaouenn [[Nidiad]].
1 252

kemm