Ronan Caerleon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26: Linenn 26:
* ''Landouzan au cœur des siècles bretons''. Le Drennec, emb. Mignoned - [[1979]]. (gant Jorda Caouissin).
* ''Landouzan au cœur des siècles bretons''. Le Drennec, emb. Mignoned - [[1979]]. (gant Jorda Caouissin).


== Levlennadurezh ==
== Levrlennadurezh ==
* Gwenaël Foucré, ''Les frères Caouissin, Bretons sans entrave. Sur la route au but lointain'', Skol-Veur Roazhon, 1990.
* Gwenaël Foucré, ''Les frères Caouissin, Bretons sans entrave. Sur la route au but lointain'', Skol-Veur Roazhon, 1990.



Stumm eus an 27 Gen 2015 da 15:35

Ronan Caerleon e 1938.

Ronan Caerleon eo lesanv Ronan Caouissin, ur broadelour kristen breizhat hag ur skrivagner gallek, bet ganet e 1914 e Pleiber-Krist ha marvet e 1986.

Buhez

Bez' e voe embanner ha skrivagner. Tad da bemp bugel e voe. Kemer a reas perzh e strollad c'hoariva ar Bleun-Brug « goude gousperoù e brezhoneg ». Bet e voe tost ouzh Yann-Vari Perrot. E 1938 ez eas daou vizvezh en toull-bac'h e Sant-Brieg a-gevret gant Célestin Lainé evit bezañ livet luganoù broadelour war vogerioù.

E 1939 ez euredas Jorda Renault, ur glañvdiourez bet kejet e pardon Koat Kev e Skrigneg. Ober a reas war-dro ar gelaouenn gristen Olole evit ar yaouankiz, gant e vreur Herri Caouissin.

War-lerc'h ar brezel e roas lañs da fiñvskeudennoù breizhek gant e vreur, dre ar gevredigezh Brittia-films. Skrivañ a reas meur a levr e galleg a-zivout an emsav, gant e-leizh a hanezennoù.

E vab-bihan Gwendal Piégais en deus kenkrouet ar gelaouenn Nidiad.

Levrioù

  • Bretons d'aujourd'hui, 1938.
  • Gwenn ha Du, emb. Ronan, Pleiber-Krist, 1938.
  • Les chevaliers de la Table Ronde, emb. Brittia, 1945.
  • Complots pour une République bretonne, Les dossiers secrets de l'autonomisme breton, La Table Ronde, 1967. "Daoust da berzhioù mat ez eo oberenn C. muioc'h hanezennel eget istorel ha ne vank ket a fazioù a fed pa a varn e-barzh, daoust d'an hegarat ma 'z eo." (Goulven Pennaod, keneil da R. Caouissin).
  • La Révolution bretonne permanente, emb. La Table Ronde, 1969.
  • Au village des condamnés à mort, emb. Brittia, 1970.
  • Breizh : visions d'histoire. Melezour Breizh - Fontenay-aux-Roses. (gant V. Ler). 1970
  • Les Bretons le dos au mur : le F.L.B. devant la Cour de sûreté de l'État, La Table Ronde, 1973, emb. Brittia, 2000. ISBN 2845600062.
  • Le rêve fou des soldats de Breiz Atao, emb. Nature et Bretagne, 1974.
  • Anne de Bretagne en bandes dessinées, Ti Labour Keltiek, Plabennec, 1977. (gant Jorda Caouissin, e wreg)
  • Landouzan au cœur des siècles bretons. Le Drennec, emb. Mignoned - 1979. (gant Jorda Caouissin).

Levrlennadurezh

  • Gwenaël Foucré, Les frères Caouissin, Bretons sans entrave. Sur la route au but lointain, Skol-Veur Roazhon, 1990.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.