C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
Ninog, Gérard, Mark, Gurvan, Levenez, ?

Ar '''[[yuzeviezh]] c'hasidek''' pe '''c'hasidegezh''' (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn חסד a dalv « brokusted », [[yiddish]] : 'Hassidiche חסידיש ) a zo un emsav a nevezadur relijiel krouet er XVIIIvet kantved e Reter Europa.
Ar '''[[yuzeviezh]] c'hasidek''' pe '''c'hasidegezh''' (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn חסד a dalv « brokusted », [[yiddish]] : 'Hassidiche חסידיש ) a zo un emsav a nevezadur relijiel krouet er XVIIIvet kantved e Reter Europa.



Stumm eus an 18 Gen 2015 da 15:01

Ninog, Gérard, Mark, Gurvan, Levenez, ?

Ar yuzeviezh c'hasidek pe c'hasidegezh (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn חסד a dalv « brokusted », yiddish : 'Hassidiche חסידיש ) a zo un emsav a nevezadur relijiel krouet er XVIIIvet kantved e Reter Europa.

E ziazezoù ideologel hag istorel a vez liammet peurliesañ ouzh Israel ben Eliezer, anvet Ba'al Shem Tov (« Mestr an Anv Mat » ; berrradur « Besht »), ha d'e gelennadurezh.

Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhi da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet mitnagdegezh, e Lituania dreist-holl hag e Vilnius (Vilna gwechall) peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ mat chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasedigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.

Ma keñverier gant C'hareded (Haredim, "ar re a gren dirak Doue", yuzevien ortodoks) all e pouez ar C'hasided war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus  : ar "rebbe" (kelenner) a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).

Unan eus daou skourr kreñvañ ha pennañ an ortodoksiezh yuzev eo ar c'hasidegezh hirie an deiz (gant ar mitnagdegezh).


Krouidigezh

Krouet e voe an emsav gant ar Rav Israel ben Eliezer (1700-1760), anvet ar Ba'al Shem Tov pe ar « Besht ». Un enebadenn e voe ouzh ar yuzeviezh re "lennek" e vare.

Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" Sabbataï Tsevi ha Jacob Franck, ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.

Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Rester Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar Gozaked renet gant Bohdan Khmelnytsky etre 1648 ha 1660 en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o dao an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag dud simpl.

En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.

Klask a reas Ba'al Shem Tov, den gouiziek, gantañ sekredoù bras a-zivout an Torah (hervez an hengoun c'hasidek) kavout un diskoulm o lakaat ar pouez war al lid, an dañs, ar c'han (niggoun), al levenez, an trivliadoù (c'hasidout), ar birvilh hag ar gred (hitlac'havout), karout Doue(ac'hava) ha karout an nesañ hep dilezel ar studi evit kement-se.

Ur c'hasid a zo un den deol eta, un den a c'hred a glask treuzneuziañ e vuhez dre ar bedenn, meiz gourc'hemennoù Doue , un denn a fell dezhañ bezañ "adc'hanet" drezañ e-unan en diavaez eus beli ar vistri ofisiel. N'eus bet netra skrivet gant ar Besht. Embannet eo bet e gomzoù gant e ziskibled. E vab-kuñv, Nahman a Vratslav en Ukraina, aet da Anaon e 1810 n'en deus skrivet netra kennebeut.

War an holl dachennoù-se en deus pep skourr C'hasidek e zoareoù dezhañ.

Enebiezhoù

Ne blijas ket ar sell nevez d'ar re a oa an aotroniezh relijiel ganto, ar re a gemero an anv a vitnagded ( mitnagdim : an eneberien) diwezhatoc'h dindan renerezh ar rabin brudet Elyahou Kramer, Gaon Vilna. Aon o doa gwelout ar c'hasided o vont war-du an disivoud, war-du doareoù goursavet ha mesianek.

Un toullad admored, evel an trede admor Loubavitch (an Tséma'h Tsédéq) a anzavas levezon yael an enebiezhoù evit mirout ar c'hasidegourein da vont re bell ganti, en o emzalc'h e-keñver al lezenn peurgetket.

Mont a reas an enebiezh betek diskuilhañ ar c'hentañ c'hasided d'ar galloud stad (rusian peurliesañ) evit stourm ouzh o obererezh "disivoudel".

War wellaat da vat ez eas an darempredoù e-kerzh eil lodenn an XIXvet kantved.

Aozadur

Meur a rann a gaver er c'hasidegezh. An emsav Loubavitch a zo unan eus ar re vrudetañ. N'int ket skourroù teologel met strolladoù relijiel savet en-dro d'ur rabin karismatek istorel. An aozadurioù c'hasidek a-vremañ a zo bet krouet e fin an XVIIIvet kantved pe e-kerzh an XIXvet.

Anvet e vez ar rabin a zo e penn pep rann admor (Adoneinou, Moreinou Verabbeinou : « hon Aotrou, Mestr ha Rabin ») pe rebbe (kelenner). Diharz eo e c'halloud, ne rent kont nemet da Zoue. Fealded e a-duerien a vez dibleg peurliesañ. Ken dibleg ken ez eus emgannoù taer etre rannoù a-wechoù.

Remziadoù a zo eus an admored(admorim). Pepadmor a anv e warlerc'hiad, unan eus e vibien peurliesañ pe un ezel all eus e diegezh.

E-touez ar vitnagded, er c'hontrol, emañ ar galloud relijiel gant renerien ar brasañ lec'hioù studi (yechivot). Anvet e vez ar vitnagded "lituaniz" peogwir e oa o brasañ skolioù er vro-se a-raok an eil brezel bed.

Harlu ha lazhadegoù

Kalz rummadoù a veze kavet e-rouez ar c'hasided. Alies e teue anv ar rummad eus ar gêr pe ar gêriadenn eus Reter Europa ma oant bet krouet. E touez re all e c'heller menegiñ :

  • Re Loubavitch, oberiant-kaer en holl kumuniezhioù yuzev; gouezet o deus kreskiñ o levezon.
  • Re C'hour (pe Ger), o deus kemeret perzh e krouidigezh ar strollad Agoudat Israel e 1912 e Polonia. Miret o deus ul levezon bras ennañ.
  • Re Satmar, anavezet evit o enebiezh garv e-keñver ar sionouriezh a zo evito ur pec'hed spontus.
  • Re Vobor.
  • Re Amchinov .
  • Re Vreslav, oberiant-kenañ e meur a gumuniezh ivez.
  • Hag ouzhpenn : re Aleksander, Apta-Koupichnitz, Ashlag, Belz, Berditchev, Bitchikev, Chernobyl-Dkever, Dinov-Bluzhov, Dinov-Mounkatch, Hanipol, Houst, Kaliv, Karline-Stoline, Kossov-Viznitz, Kotsk, Krechniff, Liadi, Mézéritch, Modzhitz, Nadvorna, Nechiz-Novominsk, Premychlane-Nadverna, Radomsk, Ropchitz, Salenter, Sanz, Slonim, Spinke, Vilna, Worki-Amchinov.

Etre 1880 ha 1930 e voe 4 milion a Yuzevien o kuitaat Reter Europa etrezek ar Stadoù-Unanet, Kornôg Europa ha [[Palestina]) zoken. Tec'hout a raen dirak an enepyuzevegezh ha diaesterioù ar vuhez pemdeziek. Ar c'humuniezhioù C'haredek o vezañ mirouroc'h a guitaas nebeutoc'h Reter Europa. Un toullad a zeas kuit koulskoude ha gwelet e voe strolladoù bihan oc'h ober o annez er broioù bet meneget.

Etre an daou vrezel e kreskas niver an harluidi abalamour d'ur saviad politikel distabil (dispac'h ar Volcheviked, dizalc'hidigezh Polonia, Hungaria,Tchekoslovakia...) hag emled an enepyuzevegezh (e Polonia, en Alamagn...). Klask a reas an dec'hidi repu er Stadoù-Unanet hag e Palestina dreist-holl.

Tizhet spontus e voe Yuzevien Reter Europa gant ar Shoah hag en o-zouez ar C'hasided. Bodet niverus e lec'hioù zo, troc'het diouzh ar bed a oa en-dro dezho e vezent aes da gavout hag abalamour da se skoet muioc'h eget re all gant ar ouennlazh. Kalz strolladoù a voe distrujet mik. Re all, kreñv gwechall, a zeus da vezañ bihan-tre. Peur zistrujet e voe ar c'humuniezhioù-se gant ar renadur komunour abalamour d'e bolitikerezh enep relijion.


Mammennoù

  • Wikipedia gallek
  • Wikipedia saoznek


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ