Maouez : diforc'h etre ar stummoù
D Bot: Migrating 132 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q467 (translate me) |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Restr: |
[[Restr:Nu_003.jpg|thumb|280px|Maouez]] |
||
Ar '''maouezed''' (pe '''merc'hed''') eo ar rann eus [[gouenn]] an dud a c'hall [[dougen]] [[bugale]], hag a zo brasoc'h o niver eget hini ar rann all, ar [[gwaz|wazed]] (pe ar [[paotr|baotred]]), war an douar. <br /> |
Ar '''maouezed''' (pe '''merc'hed''') eo ar rann eus [[gouenn]] an dud a c'hall [[dougen]] [[bugale]], hag a zo brasoc'h o niver eget hini ar rann all, ar [[gwaz|wazed]] (pe ar [[paotr|baotred]]), war an douar. <br /> |
||
Pa vez yaouankoc'h e vez graet [[plac'h]] pe [[merc'h]] eus ur vaouez peurvuiañ. Pa vez koshoc'h e vez lavaret [[gwrac'h]] a-wechoù. Pa gomzer outi e vo lavaret pe [[dimezell]] pe [[itron]]. |
Pa vez yaouankoc'h e vez graet [[plac'h]] pe [[merc'h]] eus ur vaouez peurvuiañ. Pa vez koshoc'h e vez lavaret [[gwrac'h]] a-wechoù. Pa gomzer outi e vo lavaret pe [[dimezell]] pe [[itron]]. |
Stumm eus an 13 Gen 2015 da 04:09
Ar maouezed (pe merc'hed) eo ar rann eus gouenn an dud a c'hall dougen bugale, hag a zo brasoc'h o niver eget hini ar rann all, ar wazed (pe ar baotred), war an douar.
Pa vez yaouankoc'h e vez graet plac'h pe merc'h eus ur vaouez peurvuiañ. Pa vez koshoc'h e vez lavaret gwrac'h a-wechoù. Pa gomzer outi e vo lavaret pe dimezell pe itron.
Ar benvegad engehentiñ
Er benvegad-engehentiñ emañ:
- ar forzh (ferzhier el liester), ennañ ar muzelloù (reizh)-traoñ, an ellig, hag ar c'han-troazhañ);
- ar gouhin, zo benveg ar parañ;
- ar mammog, zo un benvegad a ziwall ar grouell, ha war un dro ur gigenn a labour da vountañ ar bugel e-maez korf e vamm da vare ar gwilioud;
- ar vielloù, a daol hormonoù, ha gametoù (anvet vioù) a ya da veskañ gant gametoù ar baotred (sper) a-benn engehentañ...
Korfadurezh
Ar par eo ar paotr, pe ar gwaz, ar barez eo ar verc'h, pe ar vaouez.
- Bihanoc'h e vez ar merc'hed eget ar baotred peurvuiañ, ha n'eo ket ken kreñv o c'higennoù. Dre-se e vezont skañvoc'h.
- Nebeutoc'h a vlev zo war o dremm hag o c'horf.
- Uheloc'h eo mouezh ar merc'hed eget hini ar baotred.
- D'ar verc'h ez eus daou gromozom XX, d'ar paotr daou gromozom XY. Disheñvel eo hormonoù ar verc'h diouzh re ar paotr. Progesteronoù hag oestrogenoù eo hormonoù ar vaouez.
- Disheñvel eo benvegad engehentiñ ar verc'h diouzh hini ar paotr, evel evit ar bevien all.
- D'an oad kaezour e teu disheñvelderioù all: ment ar bronnoù, ledander an divlez.
Ar merc'hed er gevredigezh
Abaoe ar ragistor ez eo bet lakaet ar merc'hed, evel ar baotred, en ul lec'h resis er gevredigezh.
E kevredigezhioù chaseourien eo ar merc'hed a zastume al louzeier ha frouezh tra ma oa labour ar baotred degas kig, ma kred hiziv da lod eo gant ar merc'hed eo deuet al labour-douar.
Bruderezh
Gant tud ar bruderezh e vez implijet ar maouezed da vrudañ marc'hadourezh. Korf ar maouezed a vez implijet alies da werzhañ dilhad, met ivez kirri-tan d'ar wazed.
Gerioù all
A-wezhioù e vez implijet an termen dismegañsus "gwrac'h" evit komz eus maouezed kozh, dreist-holl evit ober goap gant paotred.
Ar ger gwrac'h n'eo ket dismegañsus dre natur, nemet e pennoù tud zo.
Da lenn
- (fr) Olympe de Gouges Déclaration des droits de la femme et de la citoyenne
- Jean-Jacques Rousseau, Émile, ou De l’éducation Sophie ou La Femme (levrenn 5)
- (fr) Voltaire, Femmes, soyez soumises à vos maris
- (fr) Diderot, Sur les femmes
- (fr) Goethe, Les Bonnes Femmes
- (fr) John Stuart Mill, De l'assujettissement des femmes
- Simone de Beauvoir, Le Deuxième Sexe
Skeudennoù
-
Div vaouez en Egipt