C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10: Linenn 10:


{{LabourAChom}}
{{LabourAChom}}

[[Rummad: Yuzevegezh]]
[[Rummad: Istor ar Yuzevien]]

Stumm eus an 12 Gen 2015 da 11:31

Ar yuzeviezh c'hasidek pe c'hasidegezh (hebraeg : 'Hassidout חסידות, « deoliezh » pe « eeunded », eus ar wrizienn חסד a dalv « brokusted », yiddish : 'Hassidiche חסידיש ) a zo un emsav a nevezadur relijiel krouet er XVIIIvet kantved e Reter Europa.

E ziazezoù ideologel hag istorel a vez liammet peurliesañ ouzh Isra'el ben Eli'ezer, anvet Ba'al Shem Tov (« Mestr an Anv Mat » ; berrradur « Besht »), ha d'e gelennadurezh.

Emled buan ar c'hasidegezh hag ar fed en em santfe stag-kenañ e izili outi o deus sikouret anezhi da stourm ouzh un enebiezh padus. Kreñv oa an enebiezh-se anvet mitnagdelezh, e Lituania dreist-holl hag e Vilnius (Vilna gwechall) peurgetket. Aet eo an enebiezh war goazhañ mat chom a ra c'hoazh. Deuet eo ar c'hasedigezh da vezañ unan eus c'hoarvoudennoù kreiz istor modern ar yuzevien, unan eus dezverkoù sokial ha relijiel yuzevien Reter Europa eo deuet da vezañ.

Ma keñverier gant C'haredegourien (Haredim, "ar re a gren dirak Doue", yuzevien ortodoks) all e pouez ar C'hasidegourien war ar genunvaniezh laouen gant Doue, dre ar c'han hag an dañs peurgetket. Ur perzh dibar all o deus  : ar "rebbe" a gaver e penn ur gumuniezh c'hasidek a vez dibabet dre hêrezh. Alies e roer dezhañ an anv a Admor אדמור (berrradur adoneinou, moreinou verabbeinou : « hon aotrou, mestr ha rabin »).

Unan eus daou skourr kreñvañ ha pennañ an ortodoksiezh yuzev eo ar c'hasidegezh hirie an deiz (gant ar mitnaglezh).

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ