Implijer:Kemper911 : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14: Linenn 14:
Rouez al loadoù frouezhus o danvez :
Rouez al loadoù frouezhus o danvez :


*[http://lann-anna-2.overblog.com/ Lann Anna], load ar gevredigezh [[Tiegezh Santez Anna]], ar raktres yaelañ e Breizh da 'm meno pa labour evit enstuziañ ar Feiz e sevenadur Breizh en un doare pleustrek-kenañ : en ur sevel ur gumuniezh lec'hel, en ur imbourc'hiñ war speredelezh Breizh, en ur bediñ bemdez e brezhoneg, en ur adlakaat an dilhad breizhek war-wel ;
*[http://lann-anna-2.overblog.com/ Lann Anna], load ar gevredigezh [[Tiegezh Santez Anna]], ar raktres yaelañ e Breizh da 'm meno pa labour evit enstuziañ ar Feiz e sevenadur Breizh en un doare pleustrek-kenañ : en ur sevel ur gumuniezh lec'hel, en ur imbourc'hiñ war speredelezh Breizh, en ur bediñ bemdez e brezhoneg, en ur adlakaat an dilhad breizhek war-wel, en ur ratreañ ur chapel e Roudoualleg ;
*[http://alennebrezhoneg.wordpress.com/ A ! Lenn], burutelladennoù lennegel a-feson, daoust dezho da vout hiniennel kentoc'h eget skiantel hervez reolennoù ar burutellat lennegel klasel. Puilh ha troet kaer pluenn ar plac'h a ra war-dro al loadig-se. Ha traoù nevez da lenn alies a-walc'h ;
*[http://alennebrezhoneg.wordpress.com/ A ! Lenn], burutelladennoù lennegel a-feson, daoust dezho da vout hiniennel kentoc'h eget skiantel hervez reolennoù ar burutellat lennegel klasel. Puilh ha troet kaer pluenn ar plac'h a ra war-dro al loadig-se. Ha traoù nevez da lenn alies a-walc'h ;
*[http://yabzh.com/ Ar gelaouenn Ya] e-men e kaver a bep seurt pennadoù skrivet mat pe welloc'h. Bourrus stumm al load. Dedennus pennadoù [[Job an Irien]] a-hend-all ;
*[http://yabzh.com/ Ar gelaouenn Ya] e-men e kaver a bep seurt pennadoù skrivet mat pe welloc'h. Bourrus stumm al load. Dedennus pennadoù [[Job an Irien]] a-hend-all ;

Stumm eus an 8 Gen 2015 da 14:21

Gwener
19
a viz Ebrel
2024

"Fabris", "Fabriz" pe "Fabrig" ?

Hervez geriadur Roparz Hemon e vefe Maoris stumm brezhonek an anv gall Maurice. Ha neuze e vefe Fabris ar stumm brezhonek evit Gl.Fabrice diouzh ar skouer-se. Se zo un treuzskrivadur eus un anv gall ha tra ken, avat.

Hiziv an deiz ez eo ar reolenn lakaat ur gensonenn "vlot" e diwezh an anvioù-tud evel Aziliz pe Gweltaz (ha neket Azilis pe Gweltas) ha neuze reishoc'h e ve Fabriz eget Fabris. Ar re a soñj dezho ez eo pal hon yezh treuzskrivañ ha kevyezhañ ar galleg a gavo mat ha dereat an doare-mañ.

En abeg ma labour an emsaverion evit adkavout hon yezh vroadel evel ma oa e barr he brud ha he buhez, ne c'hallont ket chom gant disoc'hoù ken gwan ha dipitus. Ha teurel evezh war ar ar gerdarzhadurezh a rankomp ober ; bout e teu an anv Fabrice eus al latin Fabricius ha kalz reishoc'h e ve skrivañ Fabrig evel ma teu Padrig eus Patricius.

Neuze, war ar Wikipedia e vo sinet va c'hemennadennoù Fabrig ha neket Fabriz eo. "A ya, Fabriz Coupechoux ?" Siwazh ned eus ket tu da gemm pajenn an arverer a-fet titl hag anv ur wezh lakaet war wel hag enrollet hag, diwar-neuze, e chomo ar stumm Fabriz — a 'm boa dibabet d'ur mare ma oan nebeutoc'h desket war hon yezh — e penn ar bajenn-mañ...

Loadoù brezhonek talvoudus

Rouez al loadoù frouezhus o danvez :

  • Lann Anna, load ar gevredigezh Tiegezh Santez Anna, ar raktres yaelañ e Breizh da 'm meno pa labour evit enstuziañ ar Feiz e sevenadur Breizh en un doare pleustrek-kenañ : en ur sevel ur gumuniezh lec'hel, en ur imbourc'hiñ war speredelezh Breizh, en ur bediñ bemdez e brezhoneg, en ur adlakaat an dilhad breizhek war-wel, en ur ratreañ ur chapel e Roudoualleg ;
  • A ! Lenn, burutelladennoù lennegel a-feson, daoust dezho da vout hiniennel kentoc'h eget skiantel hervez reolennoù ar burutellat lennegel klasel. Puilh ha troet kaer pluenn ar plac'h a ra war-dro al loadig-se. Ha traoù nevez da lenn alies a-walc'h ;
  • Ar gelaouenn Ya e-men e kaver a bep seurt pennadoù skrivet mat pe welloc'h. Bourrus stumm al load. Dedennus pennadoù Job an Irien a-hend-all ;
  • Ar gevarzhe Emglev an Tiegezhioù ; ul load e brezhoneg penn-da-benn ha kristen war un dro.
  • Unan a-zivout Ronan Huon, unan eus tud veur an trede Emsav.

Paneve ul load pe zaou n'anavezan ket c'hoazh marteze, ar peurrest zo fall a-walc'h da 'm meno.