Armañs ar C'halvez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:

Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e [[Ploueg-ar-Mor]], e [[Goueloù]], ''[[Skol Sant Erwan]]'', eus [[1958]] da [[1961]].
Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e [[Ploueg-ar-Mor]], e [[Goueloù]], ''[[Skol Sant Erwan]]'', eus [[1958]] da [[1961]].
[[Restr:Armañs ar C'halvez.jpg|thumbnail|dehou|Rener kelaouennoù pedagogiezh kentañ e brezhoneg e penn-kentañ ar bloavezhioù '60.]]
[[Restr:Armañs ar C'halvez.jpg|400px|thumbnail|kleiz|Armañ ar C'halvez, rener kelaouennoù pedagogiezh kentañ e brezhoneg e penn-kentañ ar bloavezhioù '60.]]

Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel [[Kembre]], ar [[Friz]] pe ar [[Schleswig-Holstein]]. Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor (gwelout "un cas de bilinguisme").

Stumm eus an 5 Gen 2015 da 09:40

Armañs ar C'halvez (bet ganet e Kemper-Gwezhenneg d'an 29 a viz Eost 1921 ha marvet e Lannuon d'ar 4 a viz C'hwevrer 1972) (Armand Le Calvez hervez marilhoù an ti-kêr), a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.

Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e Ploueg-ar-Mor, e Goueloù, Skol Sant Erwan, eus 1958 da 1961.

Armañ ar C'halvez, rener kelaouennoù pedagogiezh kentañ e brezhoneg e penn-kentañ ar bloavezhioù '60.

Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel Kembre, ar Friz pe ar Schleswig-Holstein. Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor (gwelout "un cas de bilinguisme").

Krouiñ a reas Wanig ha Wenig, ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel Skol, ar gevredigezh Breuriezh Sant Erwan hag an hentenn-deskiñ Herve ha Nora.

Kamarad e oa da Glerg, hag eveltañ en devoa desket kembraeg. Anvet e oa bet da aluzener e skolaj Bossuet e Lannuon.

Beziet eo e Kemper-Gwezhenneg e-lec'h ma oa bet ganet ha bet kure.

Oberennoù