Meven Mordiern : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dizober kemmoù 1607326 a-berzh 86.212.10.7 (kaozeal) -Danvez ©
Linenn 12: Linenn 12:


Reiñ a reas Meven Mordiern e levraoueg da c’houarnamant SUA, hag emañ e levraoueg ar C’hendalc’h e Washington.
Reiñ a reas Meven Mordiern e levraoueg da c’houarnamant SUA, hag emañ e levraoueg ar C’hendalc’h e Washington.


René LE ROUX, – Meven MORDIERN diouzh e anv a emsaver, – a voe ganet e Bordeaux e 1873, eus un tiegezh gall a veajourion hag a ergerzhourion. Bevañ a reas e bro e dud, e-kichen Vendôme, hag e Paris betek 1920. Eus 1920 betek e varv e 1949 e vevas e Sant-Helori, e kichen Pordig (Goueloù). Mervel a reas en ospital Kintin en dienez.
Peadra e diegezh a roas dezhañ an tu da dremen hep kemer labour-bevañs ebet ha da reiñ e holl amzer d’ar studi. Heñchet gant e vamm war-du ar geltiegouriezh, e teuas buan da studi ar brezhoneg, peogwir e teskas ar yezh etre e 13t hag e 17t bloaz. Betek an oad a 42 vloaz e heulias e Paris kentelioù ar Skolioù-Meur war gement skiant an natur hag an den a veze kelennet eno. « Biskoazh n’en deus klasket dont da vestr war nikun eus an tachennoù pleustret gantañ. Ned eo ket aet kennebeut d’ur beajour bras, d’un dizoloadenner-broioù, evel ma hete dezhañ e vamm. Staget gantañ da zeskiñ ar brezhoneg, n’en deus bet diwar neuze ken pal en e vuhez nemet labourat evit ur yezh a seblantas dezhañ bezañ ken gwerc’h ha ken difraost ha n’eus forzh pe vro nevez-dizoloet. Ober eus ur yezh-pobl o vont e bruzhun rannyezhoù ur yezh sevenadurel, setu da betra e ouestlas e vuhez hag e strivadennoù » .
Meven MORDIERN hag ar brezhoneg
Deuet eo Meven MORDIERN d’an Emsav dre studiañ ar Gelted kozh. Displegañ a ra e-unan an hent espar e voe e hini : « Dre gas va buhez o lenn levrioù skrivet gant gouizieion, em eus tapet begadoù uhelzeskadurezh {8}a zo bet din eus an talvoudusañ, rak i eo o deus va lakaet da chom peget-start ouzh ar rezhoneg a-hed hanterkant vloaz hag ouzhpenn, daoust d’an holl ziaesterioù a oa war va hent, me galleger ganet () » . ##ent bezañ ur yezh eus hon amzer e voe evitañ ar Brezhoneg yezh « Brezhoned ar 1ñ – 10t kent H.S., () brientinion, uhelidi, pennoù-pobl ha pennoù-kredenn, brezelourion, disaouzan, trec’hourion ha faezhourion () » . Ar brezhoneg zo ennañ muioc’h a zanvez eget en darn vuiañ eus yezhoù all Europa ; ur yezh veur a sevenadurezh e tle bezañ en-dro. Hag e gwir, pa gomze Meven MORDIERN eus stad truezus ar yezh hag eus an digasted vezhus a ziskouez outi bourc’hizion ha renkadoù pinvidik Breizh, ez a en egar : « Ar Brezhoneg ? Eñ eo e gwirionez Tavanteg meur ar Vro. Ha koulskoude eñ eo an Dra Veur er vro-mañ, dreist an Iliz, koshoc’h egeti, klodveurekoc’h egeti dre vraster e amzer-dremenet. Rak eñ eo ar Ramz trimilvloaziek, stumm bremañ ar yezh veur komzet gant ar vrenined o deus kabestret dre nerzh o armoù Europa hogos en he fezh e-pad ar c’hentañ milved kent H.S. Eñ eo an Dra Hirbad, dreist d’an dud en komz pe a dlefe en komz, ne dint en e gichen nemet kornandoned berrbad. N’eo ket evidon, evel m’emañ evit “aotrounez” ar vro-mañ, ur yezh trefoet komzet gant ur bern kramenneion dizesk diwar ar ploue » .
Obererenn vMeven MORDIERN
« E 1891-1895 eo am eus desket ar Brezhoneg, hag eus 1891 da 1920 ne’m eus ket lezet un devezh da dremen hep lenn hag adlenn pajennoù brezhonek e-pad un eurvezh da vihanañ » . Petore brezhoneg a lenne avat ? « Brezhonegoù a bep seurt, aliesoc’h fall eget mat, brezhonegoù distreset, koueriadekaet, gwerinekaet, {9}gallekaet, h.a. Er yezhoù-se, ne gaven nag ar gerioù, nag an doareoù-lavar am boa ezhomm evit brezhonekaat va c’holpennad deskadurezh hag eñvorennoù. Ne vern pehini eus yezhoù bras Europa, galleg, saozneg, h.a., a c’haller deskiñ dre lenn hepken al lennegezh anezho dre ma’z eo pinvidik-dreist hag a lies seurt al lennegezh-se, graet diouzh ezhommoù ar spered, ar galon hag ar vuhez. () El lennegezh vrezhonek n’eus nemet kaozioù skuizh, kozh ravoderezh nemetken, traoù dister bet lavaret hag adlavaret mil ha mil gwezh » .
Ar pal a gemeras neuze Meven MORDIERN e voe ober eus ar brezhoneg ur yezh par da yezhoù bras Europa.
Kregiñ a reas, ken abred ha derou ar c’hantved, da sevel levrioù gouiziek e brezhoneg. Goulenn a reas skoazell F. VALLEE hag e 1911 e teuas er-maez kentañ levrenn an Notennoù diwar-benn ar Gelted kozh ; an daouzekvet ha diwezhañ levrenn a zeuas e goulou e 1924. Al levr-se a ouezoniezh arnevez, an hini kentañ savet e brezhoneg, zo bepred talvoudus bras da neb a grog gant studi ar geltiegouriezh. Da heul al levr-se e teuas ingal diwar bluenn vMeven MORDIERN un niver a oberennoù a-bouez : Sketla Segobrani (1923-1925), savet e kenlabour gant VALLEE hag ERNAULT, romant doueedoniel keltiek ma paota an daveou da holl levrioù ar mare gouestlet d’an henistor. Istor ar Bed, rummad levrioù embannet gant Gwalarn etre 1929 ha 1938, brastresadur istor an denelezh hag an holl bobloù anezhi. Prederiadennoù diwar-benn ar yezhoù hag ar brezhoneg, Gwalarn 1935-1936, a studi istor ar yezhoù, hag a venn bezañ un diazez d’an doare da ren an emgann evit ar brezhoneg. Oberennoù all Meven MORDIERN a gavor meneget {10}en Istor al Lennegezh Vrezhonek1. An hini diwezhañ, embannadur dalif, zo Talar an Hoc’h, Preder 1964, ma laka ar skrivagner un diverrañ eus e vennozioù war al labour sevenadurel.
Mennozioù Meven MORDIERN hag e levezon
Pa c’houlenn ur vro ul labour ramzel n’eo ket hepken war un dachenn met war an holl dachennoù, e rank al labourerion gentañ ober un dibab, kemer un dachenn strizh a-walc’h ha dilezel ar re all, – evit ur mare da nebeutañ. E-se, Meven MORDIERN a zilennas tachenn ar yezh : ne dremenas ket un devezh eus e vuhez gour hep degas dezhi ur binvidigezh nevez ; bennozh dezhañ eo mar gellomp bremañ ren hol labour en e bezh e brezhoneg. Ar Sketla Segobrani zo sellet outo evel diazez ar yezh a-vremañ. Ha kement aozadur a ra hiziv gant ar brezhoneg war dachennoù an deskadurezh, ar politikerezh, ar ouezoniezh a gav e wrizioù e labour Meven MORDIERN.
Evitañ da blediñ gant ar yezh hepken e fellas da vMeven MORDIERN embann e vennozioù war an tachennoù all. Evit gwir, en e vare ne oa den evit pleustriñ war an tachennoù all, war ar politikerezh, an armerzh, ar gevredigezh, ken don ha ma pleustre-eñ war ar sevenadur. An Emsav politikel a oa c’hoazh en e vugeliezh, ha rediet gant isdiorreadur ar brezhoneg da labourat e galleg. Den e-unan dre ret, hag ivez dre anien, ez embannas Meven MORDIERN mennozioù politikel ha kevredigezhel un den e-unan. Hag ar mennozioù-se a oa ken eeun ha ma oant nac’hel : fall eo ar politikerezh, pa n’o devez ar bolitikerion nepred kresket pinvidigezh sevenadurel mab-den. Evitañ e oa ar gevredigezh-skouer savet evel ur geoded a ouizieion prederiet hepken gant dizoloadennoù nevez an Natur, an henistor hag istor ar sevenadurioù. {11}Ha padal, e veulgan Meven MORDIERN ar broioù alouber gouest da ledañ o yezh hag o sevenadur d’ur rannved a-bezh. Tro hor bo da zistreiñ meur a wezh war ar c’hudennoù-se, ha ne vurutellimp ket amañ an tu-se eus oberenn ar skrivagner.
Pezh a chom war-lerc’h Meven MORDIERN, n’eo ket e vennozioù war ar politikerezh, pe zoken e vennozioù war ar yezh, ar sevenadur pe ar ouezoniezh, ar pezh a chom ez eo ar gevredigezh vrezhon arnevez o tiwanañ a-benn an diwezh evel frouezh d’e vloavezhiadoù labour dizenan, ha krog da ren e vuhez a gevredigezh, da lavarout eo he folitikerezh.


==Pouez oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg skrivet da vare [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]==
==Pouez oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg skrivet da vare [[Gwalarn (kelaouenn)|Gwalarn]]==

Stumm eus an 25 Kzu 2014 da 16:54

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Reun ar Rouz (René Le Roux), anavezetoc'h dindan e anv-pluenn Meven Mordiern, zo ur skrivagner brezhonek hag ur yezhour gouiziek war ar brezhoneg hag an hengeltieg. Ganet e voe d'an 29 a viz Here 1878 e Bourdel ha mervel a reas d'ar 4 a viz C'hwevrer 1949 e Kintin. Bet e oa eus krouerien ar brezhoneg unvanet hag arnevez, a-gevret gant Frañsez Vallée.

Yaouankiz

Mab d'ur mezeg eus an arme e oa Meven Mordiern. Mont a reas e dad war e leve en e vro c'henidik, tost da Vendôme, pa oa babig c'hoazh. Ne oa ket liammet Meven Mordiern gant Breizh tamm ebet. Pa oa 13 vloaz ez eas d'ober e studioù e rannvro Pariz. Goude bezañ bet el lise Condorcet ez eas da Londrez e-pad ur bloavezh. Betek marv e vamm e chomas e rannvro Pariz hag enrollet e oa, e-pad ar Brezel bed kentañ, evit leuniañ ar bagonioù a veze kaset d'an talbenn.

Emgav gant ar Gelted hag ar brezhoneg

E 1920, pa gollas e vamm, e tivizas mont da chom da Borzhig pa oa dija 42 vloaz hag en doa kalz a arc'hant war-lerc'h e dud. Entanet e oa bet gant istor ar Gelted kozh hag e kave dispar bezañ gouest da zeskiñ unan eus ar yezhoù keltiek a oa bev c'hoazh. Studiañ a reas ar brezhoneg muioc'h evel un danvez-studi eget evit e gomz gant tud ar vro. Dont a reas da vezañ un arbennigour war sevenadur ar Gelted hag ur c'heltiegour gouiziek-meurbet. Seblantout a rae dezhañ e oa e gefridi adsevel ar brezhoneg betek ober anezhañ ur yezh a live uhel evit ur vro arnevez. Kregiñ a reas da genlabourat gant Frañsez Vallée a droas e brezhoneg 12 levrig savet e galleg gant Mordiern hag embannet etre 1914 ha 1924 dindan an talbenn "Notennou diwar-benn ar Gelted koz". Pa zivizas mont da Vreizh e tibabas chom e kêriadenn Sant-Elouri e-barzh parrez Porzhig, pa oa nepell diouzh annez Frañsez Vallée hag hini ar c'heltiegour Emil Ernod.

Gant diskar talvoudegezh al lur-gall e voe rivinet Meven Mordiern hag e renas bloavezhioù diwezhañ e vuhez er baourentez vrasañ. Mervel a reas en ospital Kintin d'ar 4 a viz C'hwevrer 1949, ha douaret e voe e Sant-Brieg, e-kichen e vignon Francois Vallée, a-drugarez da vrokusted an itron Sant-Pêr, prenet ganti bez an Ao.David (breur an eskob) a oa vak.

Reiñ a reas Meven Mordiern e levraoueg da c’houarnamant SUA, hag emañ e levraoueg ar C’hendalc’h e Washington.

Pouez oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg skrivet da vare Gwalarn

Un pouez bras en deus bet oberenn Meven Mordiern war ar brezhoneg arnevez. Kemeret en doa ar boaz da weladenniñ Frañsez Vallée en ur ober (war droad a-wechoù) an hent etre Porzhig ha Sant-Brieg div wech ar sizhun. A-wechoù e teue Emil Ernod da labourat ganto ivez. Degaset en deus e ouiziegezh vras war ar yezhoù keltiek evit reiñ harp da Vallée da sevel e c’heriadur bras galleg-brezhoneg. Degaset en deus ivez d'ar Walarnerien, Roparz Hemon en o zouez, kinnigoù e-leizh evit krouiñ ar gerioù teknikel a vanke d'ar brezhoneg. Skrivañ a rae da veur a genskriver ne c'hellfe ket ar brezhoneg padout ma ne zeufe ket da vezañ ur yezh vodern a zispakfe kavadennoù nevesañ koulz hag ar prederiadennoù a zo bet e-doug an amzerioù kent. Ne felle ket dezhañ doujañ da sevenadur ar pobloù estreget ar Gelted, an Arabed, an Indeziz hag ar Sinaiz, an holl dostoc'h ouzh an Natur hervezañ.


Oberennoù

  • Sketla Segobrani. 3 levr moulet e ti René Prud'homme. Sant-Brieg, 1923, 3 levrenn (asambles gant Frañsez Vallée, Emil Ernod) skeudennoù gant James Bouillé, adembannet e 1946 gant Skridoù Breizh.
  • Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz : O Istor hag o Sevenadur Paris, Ed. de Bretagne - 1944 (a-gevred gant Frañsez Vallée)
  • Notennou diwar-Benn ar Gelted Koz o istor hag o sevenadur. Dastumet hag urziet gant Meven Mordiern ha lakaet e brezoneg gant Abherve. Paris : Edition de la Bretagne, 1946.
  • Talar an Hoc'h, Preder, 1964.
  • An dorrerion-vlokuz, In : Ar Gevnidenn, n°1, n°2 (1971), n°3, n°4., adembannet e 1992 gant An Here.
  • Istor eur c'halvedigez, Mouladurioù Hor Yezh, 1986.
  • Eñvoriou bugeliez. Mouladurioù Hor Yezh, 1983. (levrig 46 p. ennañ).
  • Envorennou bugeliez Lodenn 1, Mouladurioù Hor Yezh, 1986
  • Envorennou bugeliez Lodenn 2, Mouladurioù Hor Yezh, 1987
  • An ti e Gwiler : ar Vertelotierenn nepell diouz Gwenngen, Loer-ha-Cher (1882-1891). In : Hor Yezh, n°205, 1996.
  • Envorennoù bugeliezh. In : Hor Yezh, n° 205, 1996.
  • E fealded va c'houn hag e padelezh va c'harantez. Lesneven, Hor Yezh, 2001.