Diforc'hioù etre adstummoù "Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49, bloaz 2014"

Sauter à la navigation Sauter à la recherche
:Galloudek e ve an den? Ret e ve 'vat, a-benn lakaat unan all da ober en e lec'h pezh zo difennet d'an holl er wikipedia! Rak difennet eo "gourdrouzoù lezennel" ([[sic]]), ha skrivet eo amañ, evel ma oar ar verourien : https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Tagadennoù_personel. Hervez ar reolenn a lennan e c'hallfe da gont-te bezañ serret ivez neuze. Met bremañ, peogwir e c'haller ober "loen lous" (https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeadenn_Implijer%3ATrec%27hlid_mitonet&diff=1603779&oldid=1603778) eus an dud amañ a-hed hag a-dreuz, moarvat n'eus riskl ebet ken. Me, ma vefe graet loen lous ac'hanon, pe faskour evel an dro diwezhañ gant da gamarad, a dorrfe ivez ar reolenn. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] ([[Kaozeadenn Implijer:Bianchi-Bihan|kaozeal]]) 6 Kzu 2014 da 08:34 (UTC)
::N'eus ket a "gourdrouzoù lezennel" : pep hini a zo atebek war e gomzoù, an heuliadoù lezennel ma 'z eus anezho, ne vint ken disoc'hoù eus ar c'homzoù-se. N'haller hadañ gwallvrud hep daskor kont, deiz pe zeiz, eus ar gaou bet graet.[[Implijer:Jañ-mai|Jañ-Mai]] ([[Kaozeadenn Implijer:Jañ-mai|kaozeal]]) 6 Kzu 2014 da 12:18 (UTC)
:Demat deoc'h, Emaon o paouez lenn penn-da-benn ar pennad "Kemennadenn" an titl anezhañ. Ez an da anzav deoc'h ne gomprenan takenn ennañ. Ur gourdrouz fetis ho peus-c'hwi skrivet amañ, met '''ouzh piv resis''' 'ta ? Bremañ p'eo krog an traoù ez eo ret deoc'h mont pelloc'h gante. '''Piv zo tamallet da vezañ kaset ul lizher dizanv da biv ?''' Bezit sklaer, mar plij ganeoc'h, rak, evel m'ho peus skrivet uheloc'hik, n'haller ket chom ar seurt gourdrouz "en damveneg". Da c'hortoz ho respont.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 6 Kzu 2014 da 12:41 (UTC)
 
== Campaign Box ==
46 039

modifications

Lañser merdeiñ