Lan Inizan : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 29: Linenn 29:
[[Skeudenn:Kergidu 1878.jpg|left|thumb|200px|Embannadur kentañ Emgann Kergidu e 1878]]
[[Skeudenn:Kergidu 1878.jpg|left|thumb|200px|Embannadur kentañ Emgann Kergidu e 1878]]
* ''[[Toull al Lakez]]'', un danevell varzhus embannet e 1874.
* ''[[Toull al Lakez]]'', un danevell varzhus embannet e 1874.
* ''[[Emgann Kergidu (romant)|Emgann Kergidu]]'', ur romant embannet e 1878, pennoberenn Lan Inizan, romant kentañ istor al lennegezh vrezhonek ha berzh a reas e-touesk ar boblañs. Skrivet eo en ur brezhoneg pinvidik-mor. Ennañ e kaver istor an emgannoù a enebas ar Chouaned ouzh ar Republikaned e-pad an Dispac'h Bras, e Gorre-Leon.
* ''[[Emgann Kergidu (romant)|Emgann Kergidu]]'', ur romant embannet e div levrenn e [[1877]] ha [[1878]], pennoberenn Lan Inizan, romant kentañ istor al lennegezh vrezhonek ha berzh a reas e-touesk ar boblañs. Skrivet eo en ur brezhoneg pinvidik-mor. Ennañ e kaver istor an emgannoù a enebas ar Chouaned ouzh ar Republikaned e-pad an Dispac'h Bras, e Gorre-Leon.
* ''Buhez Sant Frañsez Asiz'', un danevell eus buhez ar sant, embannet war-lerc'h marv Lan Inizan, e 1898. Levezoniñ a reas ''Buhez ar Sent'' [[Yann-Vari Perrot]]. Adembannet gant Ar Vuhez Kristen, Rosko, e 1942, reizhet ha kresket gant an Tad Eujen a Wengad.
* ''Buhez Sant Frañsez Asiz'', un danevell eus buhez ar sant, embannet war-lerc'h marv Lan Inizan, e 1898. Levezoniñ a reas ''Buhez ar Sent'' [[Yann-Vari Perrot]]. Adembannet gant Ar Vuhez Kristen, Rosko, e 1942, reizhet ha kresket gant an Tad Eujen a Wengad.



Stumm eus an 22 Du 2014 da 13:50

Lan Inizan
Lan Inizan
Anv ofisiel Alain Marie Inisan
Anv pluenn Lan Inizan
Obererezh Beleg, romantour
Ganedigezh e 1826
e Gwinevez, Breizh Breizh
Marv e 1891
e Gwinevez, Breizh Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg
Oberennoù pennañ
Buhez Sant Fransez Asiz
Emgann Kergidu
Toull al Lakez

Lan Inizan, pe Alain Marie Inisan (1826-1891) zo ur beleg ha skrivagner brezhonek brudet evel oberour ar c'hentañ romant brezhonek embannet.

E vuhez

Ganet e oa bet e Gwinevez d'an 23 a viz Du 1826. Beleget e voe e 1851. Mont a reas da berson e-pad 10 vloaz a-raok distreiñ da di e dud ma chomas 4 bloaz. E 1865 ez eas da Normandi da gelenner, ur vicher a reas 4 bloaz a-raok bezañ anvet da berson eno e 1869. E 1871 e welas ar Brusianed o tegouezhout. E 1874 e oa o kelenn e Gwengamp. E 1874 ez eas da berson da Winevez ma varvas e 1891. Butuner bras, teod-lemm hep aon gant sevel cheu d'an dud ha gant soñjoù roueelour don kement-mañ a harzas outañ da vont pelloc'h war ar vicher ha chomet e oa tri bloavezh, a 1871 da 1874, hep parrez ebet. D'ar c'houlz-hont eo e krogas e penn e bluenn evit skrivañ e-pad e amzer vak. Ar Brezhoneg a zeu gantañ en e skridoù a zo ur Brezhoneg bev buhezek met aes da lenn anezhañ. Nebeut a oberennoù a zo bet sevenet gant Lan Inizan met e bennoberenn Emgann Kergidu hag a oa bet gwerzhet mat pa oa bev an aozour c'hoazh a chom hiziv an deiz ur romant a bouezh el lennegezh Vrezhon.

Oberennoù

Embannadur kentañ Emgann Kergidu e 1878
  • Toull al Lakez, un danevell varzhus embannet e 1874.
  • Emgann Kergidu, ur romant embannet e div levrenn e 1877 ha 1878, pennoberenn Lan Inizan, romant kentañ istor al lennegezh vrezhonek ha berzh a reas e-touesk ar boblañs. Skrivet eo en ur brezhoneg pinvidik-mor. Ennañ e kaver istor an emgannoù a enebas ar Chouaned ouzh ar Republikaned e-pad an Dispac'h Bras, e Gorre-Leon.
  • Buhez Sant Frañsez Asiz, un danevell eus buhez ar sant, embannet war-lerc'h marv Lan Inizan, e 1898. Levezoniñ a reas Buhez ar Sent Yann-Vari Perrot. Adembannet gant Ar Vuhez Kristen, Rosko, e 1942, reizhet ha kresket gant an Tad Eujen a Wengad.

Ereoù diavaez

s:Degemer:Brezhoneg

Sellet er Wikimammenn : Lan Inizan.