Tintin : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34: Linenn 34:
* Kevrin an Unkorneg (Le Secret de la Licorne), brezhoneg gant [[Divi Kervella]] / [[An Here]] 1993
* Kevrin an Unkorneg (Le Secret de la Licorne), brezhoneg gant [[Divi Kervella]] / [[An Here]] 1993
* Teñzor Rac'ham ar Ruz
* Teñzor Rac'ham ar Ruz
* Tintin e Bro an Aour du (Tinti au Pays de l'Or noir) , brezhoneg gant [[Divi Kervella]] / [[An Here]] 1994
* Tintin e Bro an Aour du (Tintin au Pays de l'Or noir) , brezhoneg gant [[Divi Kervella]] / [[An Here]] 1994
* Tintin e Tibed
* Tintin e Tibed
* War-zu al Loar (Objectif Lune),brezhoneg gant [[Divi Kervella]] / [[An Here]] 1996
* War-zu al Loar (Objectif Lune),brezhoneg gant [[Divi Kervella]] / [[An Here]] 1996

Stumm eus an 17 Her 2014 da 16:52

Tintin hag e gi Milou

Tintin eo penn-tudenn "Troioù-kaer Tintin", skrivet ha treset gant Hergé.

Diskouezet e oa bet Tintin, hag e gi Milou, d’an 10 a viz Genver 1929 er "Petit Vingtième", stagadenn evit ar re yaouank d'ar gazetenn velgiat "Le Vingtième Siècle".

Ur c'hazetenner yaouank, o veajiñ er bed a-bezh, eo Tintin.

N'eo ket aes diskrivañ Tintin dre arouezennoù dibar. Evel just, speredek, korfigellet, brokus ha kalonek eo, met un dudenn iskis e chom Tintin.

E oad n'eo ket sklaer : gallout a rafe bezañ ur c'hrennard pe un den deuet. N'eus na familh, na gwreg dezhañ. E anv eo Tintin, ha netra ken : n'eus ket moaien da c'houzout hag-eñ eo un anv familh, un anv bihan pe ul lesanv. Daoust dezhañ bezañ kazetenner, ne weler ket anezhañ war e vicher nemet en albom kentañ. Simpl-tre eo e benn : un dremm ront, gant pikoù evit an daoulagad hag ar genou.

Mignon ar re wan eo Tintin, ha stourm a ra a-enep an droug. Feal-tre eo ouzh e vignoned, ha n'eo ket un den a c'hall bezañ prenet e onestiz. Tintin n'eo ket paotr ar fulor : gwelloc'h eo gantañ soñjal ha dielfennañ an traoù a-raok ober.

Barrek eo Tintin war ar sportoù, ha daoust ma'z eo fallegan, e vez gounezet pep emgann gantañ. Ouzhpenn, gouzout a ra bleniañ kirri, motoioù, stlejerezed, kirri brezel, kirri-nij, bigi, hag all ...

Emañ Tintin o chom er 26, straed al Labrador - en ur gêr a c'hellfe bezañ Brusel - hag e Kastell Kervilin goude "Tintin e bro an aour du".

Albomoù Tintin a gaver e brezhoneg

  • Segalennoù ar Faraon (Les Cigares du Pharaon), brezhoneg gant Divi Kervella : An Here 1989
  • Al Lotus Glas
  • Ar Skouarn dorr (L'Oreille cassée), brezhoneg gant Martial Menard : An Here 1991
  • An Enez du
  • Bazh-roue Ottokar (Le Sceptre d'Ottokar) , brezhoneg gant Divi Kervella / An Here 1989
  • Krank e veudoù aour
  • Ar steredenn gevrinus
  • Ar seizh boulenn strink
  • Prizonidi an Heol
  • Kevrin an Unkorneg (Le Secret de la Licorne), brezhoneg gant Divi Kervella / An Here 1993
  • Teñzor Rac'ham ar Ruz
  • Tintin e Bro an Aour du (Tintin au Pays de l'Or noir) , brezhoneg gant Divi Kervella / An Here 1994
  • Tintin e Tibed
  • War-zu al Loar (Objectif Lune),brezhoneg gant Divi Kervella / An Here 1996
  • Kammedoù kentañ war al Loar (On a marché sur la Lune), brezhoneg gant Divi Kervella / An Here 1996
  • Afer Klaskato (L'affaire Tournesol), brezhoneg gant Divi Kervella / An Here 1997
  • Rinkined ar Mor Ruz (Coke en stock), brezhoneg gant Divi Kervella / An Here 1998
  • Bravigoù ar Gastafiorenn (Les bijoux de la Castafiore), brezhoneg gant Divi Kervella / An Here 2001
  • Nij 714 da Sydney (Vol 714 pour Sydney)/ An Here 2003

Liammoù