Kerberos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
+ rummad
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8: Linenn 8:
Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel [[Medusa]], hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.
Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel [[Medusa]], hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.

Lavaret e veze e c'halle an tri fenn gwelout en tremened, en am-zer-vremañ, hag en da-zont. E skridoù zo koulskoude e lavarer ec'h aroueziont ar c'handigezh, ar yaouankiz hag ar gozhni. Pep penn ne zebr nemet kig bev, setu perak e laoskont speredoù ar re varv da zont en ifernioù met ne lezont hini ebet da vont kuit. Kerberos eo ki-diwall feal Hades, chadennet ouzh toull-dor ar bed dindan-zouar. Euzhién a rae ar re varv hag a glaske e sioulaat o reiñ ur gouign mel a veze lakaet en o bez war un dro gant ar skodig da C'haron lakaet en o genou.
Lavaret e veze e c'halle an tri fenn gwelout en tremened, en amzer-vremañ, hag en da-zont. E skridoù zo koulskoude e lavarer ec'h aroueziont ar c'handigezh, ar yaouankiz hag ar gozhni. Pep penn ne zebr nemet kig bev, setu perak e laoskont speredoù ar re varv da zont en ifernioù met ne lezont hini ebet da vont kuit. Kerberos eo ki-diwall feal Hades, chadennet ouzh toull-dor ar bed dindan-zouar. Euzhiñ a rae ar re varv hag a glaske e sioulaat o reiñ ur gouign mel a veze lakaet en o bez war un dro gant ar skodig da C'haron lakaet en o genou.
<!--Mais Cerbère était aussi terrible pour les vivants qui essayaient de forcer la porte des Enfers comme Pirithoos et Thésée, qui cherchaient à enlever Perséphone. Psyché qui était venue chercher la boîte à cosmétique de Perséphone sur l'ordre d'Aphrodite l'endormit avec un gâteau trempé dans du vin drogué. Énée fit de même avec un gâteau soporifique préparé par la Sibylle7.

Stumm eus an 13 Gwe 2014 da 07:51

Kerberos, hervez Philippe Semeria.

Kerberos a oa ur c'hi euzhus a ziwalle toull-dor an ifernioù e mojennoù Hellaz kozh. Tri fenn a oa ouzh e gorf, ha naered ouzh e dri gouzoug.

Ar vojenn

Mab e oa da Ec'hidna, dezhi dremm ur vaouez ha korf un naer, ha da dTifon, un euzhvil all hag a dufe tan hag a rae aon d'an doueed zoken. Un toullad breudeur ha c'hoarezed en devoa, ken euzhus all, evel Ortos, ki daoubennek an Ifernioù, naer-zour Lerna, Leon Nemea ha C'himera.

Peurvuiañ e vez lavaret en deus tri fenn, ez eus naered e-lec'h blev war e benn pe en-dro d'e c'houzoug, un tamm evel Medusa, hag ul lost aerouant ouzh e benn a-dreñv.

Lavaret e veze e c'halle an tri fenn gwelout en tremened, en amzer-vremañ, hag en da-zont. E skridoù zo koulskoude e lavarer ec'h aroueziont ar c'handigezh, ar yaouankiz hag ar gozhni. Pep penn ne zebr nemet kig bev, setu perak e laoskont speredoù ar re varv da zont en ifernioù met ne lezont hini ebet da vont kuit. Kerberos eo ki-diwall feal Hades, chadennet ouzh toull-dor ar bed dindan-zouar. Euzhiñ a rae ar re varv hag a glaske e sioulaat o reiñ ur gouign mel a veze lakaet en o bez war un dro gant ar skodig da C'haron lakaet en o genou.

Herakles

Euristeüs, roue Argolis, a roas urzh da Herakles tapout Kerberos en e vev. Hag an haroz neuze da Eleusis, da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an dud-kezeg.

An toull da vont er bed-se a gavas neuze e Taenarum, ha skoazell en doe digant Atena da vont e-barzh da gentañ, digant Hermes da vont er-maez goude. Gant skoazell Hestia ez eas hebiou da C'haron. Dieubiñ a reas Teseüs, met ne deuas ket a-benn da dennañ Pirithoos ac'hano. An daou-se a oa bet tapet gant Hades, ha dre un taol-hud bennak e oant bet staget ouzh ur bank evel pinijenn penegwir o devoa klasket skrapañ Persefone : ken kreñv e oa an huderezh-se, pa voe distaget gant Herakles, ma chomas peget ouzh ar bank tammoù zo eus divvorzhed Teseüs, ha se zo kaoz ec'h anavezer e ziskennidi diouzh o divvorzhed treut.

En em gavout a reas Herakles gant Hades ha goulenn digantañ aotre da gas Kerberos gantañ war an douar, ha Hades da reiñ e asant gant ma teuje an haroz a-benn da vestroniañ ar c'hi hep kemer arm ebet. Hag a-benn e teuas. Gwaskañ a reas al loen ken e teuas da vezañ ki bihan, e zougen war e chouk, e sachañ e-maez an ifernioù, dre gev ar Pelopponez. E gas a reas da Euristeüs, ha ken spontet e voe ar roue ma c'houlennas ouzh Herakles e gas en-dro dindan an douar.

Pa dremenjont dre vMikenai e kouezhas takennoù eus e halv pistrius war un toullad plantennoù, ma servijont hiriv d'ar sorserezed da ober huderezh du.