Kerberos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "'''Kerberos''' a oa ur c'hi euzhus a ziwalle toull-dor an ifernioù e mojennoù Hellaz kozh. Tri fenn en devoa, ha naered ouzh e dri gouzoug. ==Herakles== Eurysthée,..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 9 Gwe 2014 da 18:22

Kerberos a oa ur c'hi euzhus a ziwalle toull-dor an ifernioù e mojennoù Hellaz kozh. Tri fenn en devoa, ha naered ouzh e dri gouzoug.

Herakles

Eurysthée, roue Argolis, a roas urzh da Herakles tapout kerberos en bev. Hag an haroz neuze da Eleusis, da vezañ kelennet a-zivout kevrinoù Eleusis, evit gallout mont e-barzh an ifernioù, ar bed dindan an douar, hag er-maez ac'hano, ha war un dro bout gwalc'het eus an torfed en devoa graet o lazhañ an dud-kezeg.

An toull da vont er bed-se a gavas neuze e Taenarum, ha skoazell en doe digant Atena da vont e-barzhda gentañ, digant Hermes da vont er-maez goude. Gant skoazell Hestia ez eas hebiou da C'haron