Gwilherm Dubourg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Kendeuziñ 2 bennad diwar-benn ar memes tra
+rummad, +astennig
Linenn 2: Linenn 2:


==Buhez==
==Buhez==
Studiañ a reas e [[Skolaj Sant-Jozef Lannuon]] a-raok mont d'ar c'hloerdi bras. Beleget e oa bet d'an [[3 a viz Ebrel]] [[1954]]. Skolaer eo bet e skol brevez katolik [[ar C'houerc'had]] e-pad ar bloavezhioù tri-ugent el lec'h m'en doe tro d'ober anaoudegezh gant [[Anjela Duval]]. Kelennet en deus e meur a skol e Bro-Dreger a-raok ren hini [[Kallag]]. Kure eo bet e Gwengamp e 1965 ha person [[Plufur]] ha [[Tremael]] etre 1972 ha 1984. Pa'z eas an aotrou [[Marsel Klerg|Klerg]] da Anaon e voe anvet da berson [[Bulien]], [[Kaouenneg]] ha [[Lanvezeeg]] e 1984. Mervel a reas trumm e 1988 e Roazhon goude un oberatadenn.
Studiañ a reas e [[Skolaj Sant-Jozef Lannuon]] a-raok mont d'ar c'hloerdi bras. Beleget e oa bet d'an [[3 a viz Ebrel]] [[1954]]. Skolaer eo bet e skol brevez katolik [[ar C'houerc'had]] e-pad ar bloavezhioù tri-ugent el lec'h m'en doe tro d'ober anaoudegezh gant [[Anjela Duval]]. Kelennet en deus e meur a skol e Bro-Dreger a-raok ren hini [[Kallag]]. Kure eo bet e Gwengamp e 1965 ha person [[Plufur]] ha [[Tremael]] etre 1972 ha 1984. Pa'z eas an aotrou [[Marsel Klerg|Klerg]] da Anaon e voe anvet da berson [[Bulien]], [[Kaouenneg]] ha [[Lanvezeeg]] e 1984. Mervel a reas trumm e 1988 e Roazhon goude un oberatadenn. Interet eo e [[Rospezh]].


==Brezhoneg==
==Brezhoneg==
Linenn 14: Linenn 14:
{{DEFAULTSORT:Dubourg, Gwilherm}}
{{DEFAULTSORT:Dubourg, Gwilherm}}
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Skrivagnerien vrezhonek]]
[[Rummad:Emsaverien Breizh]]
[[Rummad:Beleien Breizh]]
[[Rummad:Beleien Breizh]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1928]]
[[Rummad:Ganedigezhioù 1928]]

Stumm eus an 27 Eos 2014 da 14:56

Gwilherm Dubourg (Guillaume Dubourg e marilh an ti-kêr), bet ganet e Tregrom d'an 13 a viz Mae 1928 ha marvet e Roazhon d'an 31 a viz Meurzh 1988, a oa ur beleg hag ur skrivagner brezhonek.

Buhez

Studiañ a reas e Skolaj Sant-Jozef Lannuon a-raok mont d'ar c'hloerdi bras. Beleget e oa bet d'an 3 a viz Ebrel 1954. Skolaer eo bet e skol brevez katolik ar C'houerc'had e-pad ar bloavezhioù tri-ugent el lec'h m'en doe tro d'ober anaoudegezh gant Anjela Duval. Kelennet en deus e meur a skol e Bro-Dreger a-raok ren hini Kallag. Kure eo bet e Gwengamp e 1965 ha person Plufur ha Tremael etre 1972 ha 1984. Pa'z eas an aotrou Klerg da Anaon e voe anvet da berson Bulien, Kaouenneg ha Lanvezeeg e 1984. Mervel a reas trumm e 1988 e Roazhon goude un oberatadenn. Interet eo e Rospezh.

Brezhoneg

Savet ez eus bet gantañ meur a droidigezh e brezhoneg eus testennoù an Avieloù e gregach. Kenlabouret en deus ivez gant Maodez Glanndour war destennoù orin ar Bibl en hebraeg, Dornskridoù ar Mor Marv (pe "Dornskridoù Qumrân") peurgetket. Skrivet en deus pennadoù er c'helaouennoù Preder, Imbourc'h, Barr-Heol hag Al Liamm, ha sinañ a rae a-wechoù gant an anv-pluenn "Bodvael". Un danevell gantañ, An teir rozenn ruz, a zo bet embannet e-barzh niv. 128 Al Liamm.

Legadiad madoù an Aotrou Klerg eo bet. Ezel eo bet eus Stourm ar Brezhoneg.

Mammennoù

Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran Embanner, 2013.