Daneg : diforc'h etre ar stummoù
D fixing dead links |
D fixing dead links |
||
Linenn 36: | Linenn 36: | ||
== Liammoù diavaez == |
== Liammoù diavaez == |
||
{{InterWiki|da}} |
{{InterWiki|da}} |
||
* [http://www.um.dk/Publikationer/UM/Francais/DocumentationDanoise/LaLangue/html/chapter01.htm Présentation du danois] (e galleg) (Ministrerezh an Aferioù Estren) |
* [http://web.archive.org/web/20041225105954/http://www.um.dk/Publikationer/UM/Francais/DocumentationDanoise/LaLangue/html/chapter01.htm Présentation du danois] (e galleg) (Ministrerezh an Aferioù Estren) |
||
* [http://www.eulanguages.net/ STELLA – deskiñ daneg] |
* [http://www.eulanguages.net/ STELLA – deskiñ daneg] |
||
* [http://language-directory.50webs.com/languages/danish.htm List of online Danish-language related resources] |
* [http://language-directory.50webs.com/languages/danish.htm List of online Danish-language related resources] |
Stumm eus an 26 Eos 2014 da 09:46
Daneg (Dansk) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Danmark, Inizi Faero, Greunland, Alamagn (Schleswig) |
Komzet gant : | 5 500 000 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Danmark, Inizi Faero, Greunland, Alamagn, Unaniezh Europa |
Akademiezh : | Dansk Sprognævn |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | da |
ISO 639-2 | dan |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | dan |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An daneg zo ur yezh germanek eus skourr ar yezhoù skandinavek. Kar eo d'an norvegeg ha d'ar svedeg. Ur statud yezh ofisiel en deus e Danmark hag en Inizi Faero hag e Greunland (a-gevret gant yezh vroadel pep hini eus an div vro-se). Ur statud ofisiel en deus ivez e rannvro Schleswig en Alamagn, ma vez komzet gant 50 000 den.
Skrivet e vez an daneg gant al lizherenneg latin gant teir lizherenn ispisial ouzhpenn : Æ, æ ; Ø, ø, Å, å. Pa ne c’heller ket skrivañ al lizherennoù-se e reer en o flas gant ae, oe hag aa.
An daneg eo ar yezh skandinavek zo pellaet ar muiañ diouzh an norseg kozh, dre m’eo bet eeunaet kalz e yezhadur ha dre m’eo emdroet kalzik e fonologiezh. Daoust m’eo bihan Danmark e oa diforc’hioù rannyezhel bras dre ar vro betek nevez zo (gant tri strollad rannyezhoù : østdansk, daneg ar reter, ømål pe ødansk, daneg an inizi, ha jysk, yezh Jutland). Hiziv an deiz koulskoude eo ledet yezh Kopenhagen dre ar vro a-bezh hag alies ne chom nemet arlivioù rannyezhel war ar parlantoù.
Un nebeud gerioù
- Danad: dansk
- Demat: godmorgen, godaften
- Kenavo: farvel
- Degemer mat: velkommen
- Trugarez: tak
- Ya: ja
- Nann: nej
Liammoù diavaez
- Présentation du danois (e galleg) (Ministrerezh an Aferioù Estren)
- STELLA – deskiñ daneg
- List of online Danish-language related resources
- Danish and Swedish with sound files