Pêr Bourdellez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9: Linenn 9:
Skrivet en deus pennadoù diwar-benn an istor hag an ekonomiezh e brezhoneg, ha troet skridoù italianek.
Skrivet en deus pennadoù diwar-benn an istor hag an ekonomiezh e brezhoneg, ha troet skridoù italianek.


==Adaozadurioù, Troidigezhioù ==
==Adaozadurioù, troidigezhioù ==
-e brezhoneg
-e brezhoneg



Stumm eus an 24 Eos 2014 da 19:03

Pêr Bourdellez, ganet d'ar 17 a viz Du 1907 e Belleger (Servel), ha marvet e Gwareg d'ar 24 a viz Gouhere 1989, a oa beleg, kelenner italianeg, skrivagner hag emsaver.

Studiet en deus e Skolaj Sant-Jozef Lannuon.

Kelenner eo bet war an italianeg e Skolaj Sant-Jozef Lannuon ha war ar brezhoneg er skol intron-Varia Gampostal e Rostrenenn. E fin e vuhez e oa aluzener e kouent Gwareg.

Gant Edouard Ollivro, eus Louaneg, ha kelenner istor er skolioù-stad a-raok bezañ politiker, en doa krouet ar GEES, bodadoù-studi an ekonomiezh er skolioù.

Skrivet en deus pennadoù diwar-benn an istor hag an ekonomiezh e brezhoneg, ha troet skridoù italianek.

Adaozadurioù, troidigezhioù

-e brezhoneg

Renket pe adaozet eo bet e brezhoneg a-vremañ hag e peurunvan gant Pêr Bourdellez, skeudennet gant Erwan Kervella gantañ an anv a "Ar Pevar Mab Emon lesanvet Ar Pevar Marc'h Limon" hag embannet gant ar gelaouenn Skol, niverenn 36,37, 38, e 1967.

-diwar an italianeg

-diwar ar saozneg:

  • Kêr al loened (lodenn gentañ), gant George Orwell, embannet er gazetenn Al Liamm, niv. 152, Mae-Mezheven 1972.
  • Ar c'hleier (The Bells), ur varzhoneg gant Edgar Allan Poe, embannet en dastumad Edgar Poe troet gant Per Denez, Hor Yezh, 1995.