Vélodrome d'Hiver : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Tamm adwel
Linenn 17: Linenn 17:
== Mammennoù==
== Mammennoù==
{{Références}}
{{Références}}
* [http://www.archi.fr/DOCOMOMO-FR/sport-paris.htm Savouriezh ha sport e Frañs, 1918-1945 : un istor bolitikel ha sevenadurel].
* [http://www.archi.fr/DOCOMOMO-FR/sport-paris.htm Savouriezh ha sport e Frañs, 1918-1945 : un istor politikel ha sevenadurel].


{{DEFAULTSORT:Velodrome d'hiver}}
{{DEFAULTSORT:Velodrome d'hiver}}

Stumm eus an 23 Eos 2014 da 16:17

Plakenn-gounaat skrapadeg 1942

Ar Vélodrome d'Hiver' eo anv ur velodrom bet savet e Pariz e 1909 ha diskaret e 1959. Anvet e vez ar Vel' d'Hiv e galleg ar pemdez. E straed Nélaton, er XVvet arondisamant, e oa.

Aozet e veze ennañ un toullad a abadennoù-sport, evel ar « C'hwec'h-devezh-Pariz », krouet e 1913. 17 000 a dud a c'helle azezañ ennañ, war diri, a-benn sellet ouzh ar sportourien war velo, o kerzhet war ur roudenn 250 m e koad-sapin. Krogadoù boks a veze dalc'het ennañ ivez. E 1931 e voe kempennet evit reiñ bod da grogadoù tennis, basket-ball, hockey hag abadennoù-ruzikat war skorn.

Goude an Eil Brezel-bed e vez dalc'het tournamantoù boks brudet-tre eno (gant Marcel Cerdan pe Sugar Ray Robinson da skouer), kenstrivadegoù war varc'h ha dibunadegoù-kinnig dilhadoù nevez zoken.

Daoust da se eo anavezet ar velodrom-se da gentañ evit Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver, pa oa bet bac'het, adal ar 16 hag ar 17 a viz Gouere 1942, un 13 000 bennak a Yuzevien a-raok kas anezho da gampoù-bac'h gall, hag alese da Gampoù ar marv.

Kaset e o bet ar velodrom d'an traoñ e 1959.

Gwelet ivez

Mammennoù