Midnight Cowboy : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26: Linenn 26:


==An danvez==
==An danvez==
Emañ Joe Buck o chom en ur gêr vihan eus Teksas ha n'en deus ket kavet gwelloc'h labour eget skaotañ listri lous ar c'hafedi lec'hel. Poazh-mat eo gant ar vuhez dister-mañ hag ober a ra ar paotr yaouank e vennozh sachañ e skasoù da glask kaout aesañ tonkadur e lec'h all : ha dao en hent betek New York 'ta ! Ar paotr a zo kaer e neuz ha kendrec'het-mat eo e paeo maouezed ar gêr vras evit ober gant e gorf ''cowboy''. Eno e kej gant Ratso, ur c'hwiblaer a orin italian. Ur c'houblad souezhus, an eil hegredik hag egile ouzhpenn gwidreüs, e teuont da vezañ, mignoniezh o sevel kenetreze tamm-ha-tamm.
Emañ Joe Buck o chom en ur gêr vihan eus Teksas ha n'en deus ket kavet gwelloc'h labour eget skaotañ listri lous ar c'hafedi lec'hel. Poazh-mat eo gant ar vuhez dister-mañ hag ober a ra ar paotr yaouank e vennozh sachañ e skasoù da glask kaout aesañ tonkadur e lec'h all : ha dao en hent betek New York 'ta ! Ar paotr a zo kaer e neuz ha kendrec'het-mat eo e paeo maouezed ar gêr vras evit ober gant e gorf ''cowboy''. Eno e kej gant Ratso, ur c'hwiblaer a orin italian. Ur c'houblad souezhus, an eil hegredik hag egile ouzhpenn gwidreüs, e teuont da vezañ, mignoniezh o sevel kenetreze tamm-ha-tamm. A-gevret e tiskennont gant diri an dienez. Tremen a ra Ratso etre divrec'h Joe er c'harr-boutin a gas anezhe war-du Florida...


==Roll ar gomedianed==
==Roll ar gomedianed==

Stumm eus an 11 Eos 2014 da 08:40

Midnight Cowboy zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozour saoz John Schlesinger e 1968.

Pa zeuas ar film er-maez e voe renket er rummad X en abeg d'e zarvoudoù erotek. Berzet e voe d'ar yaouankizoù dindan seitek vloaz e 1971.

Fichenn deknikel

An danvez

Emañ Joe Buck o chom en ur gêr vihan eus Teksas ha n'en deus ket kavet gwelloc'h labour eget skaotañ listri lous ar c'hafedi lec'hel. Poazh-mat eo gant ar vuhez dister-mañ hag ober a ra ar paotr yaouank e vennozh sachañ e skasoù da glask kaout aesañ tonkadur e lec'h all : ha dao en hent betek New York 'ta ! Ar paotr a zo kaer e neuz ha kendrec'het-mat eo e paeo maouezed ar gêr vras evit ober gant e gorf cowboy. Eno e kej gant Ratso, ur c'hwiblaer a orin italian. Ur c'houblad souezhus, an eil hegredik hag egile ouzhpenn gwidreüs, e teuont da vezañ, mignoniezh o sevel kenetreze tamm-ha-tamm. A-gevret e tiskennont gant diri an dienez. Tremen a ra Ratso etre divrec'h Joe er c'harr-boutin a gas anezhe war-du Florida...

Roll ar gomedianed