Eos : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Eos''' (Έως pe Αύως e [[gregach]]) a oa un [[Titaned|Ditanez]], doueez ''tarzh an deiz'' ha mamm an [[Anemoi]], an [[avel]]ioù, e [[mojenn]]où kozh [[Hellaz]]. Klotañ a ra gant [[[ Aurora]] gant ar [[Roma]]ned.
'''Eos''' (Έως pe Αύως e [[gregach]]) a oa un [[Titaned|Ditanez]], doueez ''tarzh an deiz'' ha mamm an [[Anemoi]], an [[avel]]ioù, e [[mojenn]]où kozh [[Hellaz]]. Klotañ a ra gant [[Aurora]] gant ar [[Roma]]ned.


[[Skeudenn:Tithonos Eos Louvre G438.jpg|thumb|220px|right|Eos o redek war-lerc'h [[Titon]], [[œnochoe]] [[atek]] gant al livour [[Akiles]], v. [[-470|470]]–[[-460|460 kent JK]], [[mirdi al Louvre]]]]
[[Skeudenn:Tithonos Eos Louvre G438.jpg|thumb|220px|right|Eos o redek war-lerc'h [[Titon]], [[œnochoe]] [[atek]] gant al livour [[Akiles]], v. [[-470|470]]–[[-460|460 kent JK]], [[mirdi al Louvre]]]]

Stumm eus an 8 Eos 2014 da 18:33

Eos (Έως pe Αύως e gregach) a oa un Ditanez, doueez tarzh an deiz ha mamm an Anemoi, an avelioù, e mojennoù kozh Hellaz. Klotañ a ra gant Aurora gant ar Romaned.

Eos o redek war-lerc'h Titon, œnochoe atek gant al livour Akiles, v. 470460 kent JK, mirdi al Louvre
Eos, gant Evelyn De Morgan.

Mojenn

Merc'h eo da Hiperion ha Teia, ha c'hoar eo da Helios (an Heol) ha da Selene (al Loar).

Dimezet eo da d-Titon, ha gantañ e krou Memnon hag Emation. Karet he deus Ares, ha gant-se he deus sachet warni kasoni Afrodite. Kondaonet eo bet gant an doueez da vezañ atav e karantez, gwashat planedenn.

He c'harantezioù

E-touez ar re a garas:

Emañ o chom e-tal Okean, a zalc'h bed an dud. Bemdez, pa vez ar c'houlz d'an noz da echuiñ, e kuita gwele Titon, hag en he c'harr e red war-zu an Oabl da gemenn d'an doueed donedigezh he breur Helios. Hervez Homeros e vez Eos gantañ a-hed e zevezh. Da noz e tiskenn eus an Olimp da vont d'ar gêr, ha ganti e vez an Eurioù. En trajediennoù e klot gant Hemera, an deiz.

Alies e vez graet ῥοδοδάκτυλος / rhododáktylos (bizied ar roz) anezhi, pe κροκόπεπλος / krokópeplos (sae safranek) pe c'hoazh ἠριγένεια}} / êrigéneia (bugel ar beure).

War al listri pri e vez divaskell peurvuiañ. A-wechoù ivez he gweler gwisket gant ur ouel hag azezet en ur c'harr sachet gant pevar a gezeg.