Giovanni Boccaccio : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 49: Linenn 49:
-->
-->


==Priz==
Ur priz lennegel gallek zo anvet [[Prix Boccace]], ha hennezh a vez roet d'un dastumad danevelloù.


== E oberennoù ==
== E oberennoù ==
Linenn 70: Linenn 68:
===E brezhoneg===
===E brezhoneg===
*''Ar Marvailher italiat, Pemp eus Kontadennou Boccaccio tennet eus “An Dekamerone”'' Lakaet e brezhoneg gant Alan Brenn (Roparz Hemon), Embannaduriou Gwalarn, 1931.
*''Ar Marvailher italiat, Pemp eus Kontadennou Boccaccio tennet eus “An Dekamerone”'' Lakaet e brezhoneg gant Alan Brenn (Roparz Hemon), Embannaduriou Gwalarn, 1931.


==Priz==
Ur priz lennegel gallek , anvet [[Prix Boccace]], a vez roet d'un dastumad danevelloù.


== Lennadurezh ==
== Lennadurezh ==

Stumm eus an 5 Eos 2014 da 06:53

Delwenn Boccacio en Uffizi, Firenze
Maen-eñvor da v-Boccacio e Certaldo Alto

Giovanni Boccaccio zo ur skrivagner italian, ganet en 1313, e Certaldo pe e Firenze, ha marvet d'an 21 a viz Kerzu 1375 e Certaldo.

Buhez

Mab bastard e oa d'ur marc'hadour hag a soñje e lakaat d'ober kenwerzh eveltañ, ha d'ur C'hallez. Studiañ a reas gwir an Iliz e Naplez, ma veze degemeret e lez ar roue Roberto Iañ Naplez. Orgediñ a eure ouzh un itron a zo bet anvet Fiammetta gantañ. E dibenn ar bloavezh 1340 e tistroas da Firenze, hag eno e tegouezhas gant Petrarca.

En yaouank e stagas da skrivañ barzhoniezh. Sot e oa gant Dante hag abalamour da se e kave dezhañ n'hallje ket bezañ ar barzh gwellañ, met sur e oa da vezañ an eil. Pa anavezas labour Petrarca avat e kollas pep goanag hag e skoas en tan an darn vrasañ eus e varzhonegoù


E oberennoù

E latin

  • Genealogia deorum gentilium (genealogiezh an doueeoù pagan) a zo un antologiezh mojennoù db an doueoù hellazat kozh, skrivet entre 1363 ha 1366.
  • De casibus virorum illustrium (diwar-benn tud illur)
  • De claris mulieribus, zo un oberenn diwar-benn buhez ar maouezed brudet. Savet eo war batrom De viris illustribus Petrarca, ha graet entre 1361 ha 1362. Dediet eo da Andrea Acciaiuoli, kontez Altavilla. Awenet ez eus bet meur a skrivagner gant an oberenn, evel Geoffrey Chaucer, oberour Canterbury Tales. Eus al latin e voe troet en italianeg gant ar "Signeur Luc-Antonio Ridolfi", ha goude eus an italianeg d'ar galleg gant Guillaume Rouville, mouler e Lyon, e 1551 hag anvet "Des Dames de Renom".

Oberennoù all en latin

E doare Genealogia deorum gentilium

En italianeg

  • Il Decameron, romant en komz-plaen, skrivet entre 1349 et 1353. E gwirionez eo un dastumad 100 danevell, kontet tro ha tro e-pad 10 deiz (ha setu a belec'h e teu anv al levr) gant 7 maouez ha 3 gwaz yaouank a zo o tec'hel rak ar vosenn zo oc'h ober he reuz e kêr Firenze en 1348. gant an oberenn-se e voe awenet kalz a skrivagnerien, evel La Fontaine ha Geoffrey Chaucer.

E brezhoneg

  • Ar Marvailher italiat, Pemp eus Kontadennou Boccaccio tennet eus “An Dekamerone” Lakaet e brezhoneg gant Alan Brenn (Roparz Hemon), Embannaduriou Gwalarn, 1931.


Priz

Ur priz lennegel gallek , anvet Prix Boccace, a vez roet d'un dastumad danevelloù.

Lennadurezh

  • Boccace, Fiammetta, Arléa, 2003.

Liammoù diavaez



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Patrom:Liamm PuB