Alamaneg ar Vennonited : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
vioù-koukoug
D Po'low en deus kaset ar bajenn Alamaneg ar Venonited da Alamaneg ar Vennonited
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 21 Gou 2014 da 20:11

Ur yezh c'hermanek eus skourr ar germanek izel eo alamaneg ar Vennonited (Plautdietsch) komzet gant ar Vennonited.

Hiziv e vez komzet ar yezh e Paraguay, Mec'hiko, Ukraina, Alamagn, Kanada (dreist-holl e Manitoba ha Saskatchewan), Brazil, Belize hag ar Stadoù Unanet.

A orin izelvroad eo ar Vennonited daoust ha ma'z eo alamanek ar yezh komzet gante, bet desket gante pa vezent o klask repu er XVIvet kantved, o vont kuit en XVIIIvet kantved betek en em staliañ en Ukraina hag e Rusia dreist-holl. Meur a Vennonit a veajas betek Norzhamerika ivez, oc'h en em staliañ dreist-holl e Kanada hag ar Stadoù Unanet ha lod all a arruas ivez e Su Amerika, dreist-holl e Paraguay ha Mec'hiko hag eno e oa bet levezonet o alamaneg gant ar spagnoleg.

Daou vloc'had rannyezhel pennañ ez eus:

  • Rannyezh an drevadennerion nevez
  • Rannyezh an drevadennerion gozh

O vont da get emañ ar yezh e-touez ar re yaouank a orin rusek o chom e Norzhamerika dreist-holl .

Gwelet ivez

Liammoù diavaez