Impalaeriezh alaman : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : eo:Germana Imperiestra Regno zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Bot : zh:德意志帝國 a zo ur pennad vat |
||
Linenn 31: | Linenn 31: | ||
{{Lien AdQ|de}} |
{{Lien AdQ|de}} |
||
{{Lien AdQ|he}} |
{{Lien AdQ|he}} |
||
{{Link GA|zh}} |
Stumm eus an 20 Gou 2014 da 00:40
An Impalaeriezh alaman (Deutsches Reich en alamaneg) a zo un impalaeriezh bet savet e 1871 ha divodet e 1918. Ar c'hentañ stad vroadel alaman eo. Graet e vez Eil Impalaeriezh anezhi a-wechoù abalamour d'an Impalaeriezh santel roman german a vije an hini gentañ.
Ur c'hengevredad e oa, savet diwar Kengevredad Alamagn an Hanternoz , enni 22 a rouantelezhioù, teir republik, un « douar impalaerel», Elsaß-Lothringen (Elzas-Loren), dindan un Impalaer alaman, Gwilherm Iañ, hag a oa roue Prus. Savet e voe d'an 18 a viz Genver 1871 pa voe embannet diskleriadur Gwilherm Iañ e kastell Versailhez e Bro-C'hall, goude faezhet an armeoù gall e-pad Brezel 1870-1871. Echuet e voe d'an 9 a viz Du 1918 pa zilezas Gwilherm II ar galloud war-lerc'h ar Brezel-bed kentañ, ha diskleriadur Republik Weimar.
Stadoù kengevredet
Roll ar Stadoù a yae d'ober an impalaeriezh alaman :
- Rouantelezhioù: Rouantelezh Prusia, Bavaria, Rouantelezh Württemberg ha Rouantelezh Saks.
- Dugelezhioù-meur : Baden, Hessen, Mecklemburg-Schwerin, Mecklenburg-Strelitz, Oldenburg ha Saks-Weimar-Eisenach
- Dugelezhioù : Anhalt, Braunschweig, Saks-Altenburg, Saks-Coburg-Gotha ha Saks-Meiningen-Hildburghausen
- Priñselezhioù : Lippe-Detmold, Reuß -Greiz, Reuß-Schleiz, Schaumburg-Lippe, Schwarzburg-Rudolstadt, Schwarzburg-Sondernshausen, Waldeck-Pyrmont
- Kêrioù dieub : Bremen, Hamburg, Lübeck.
- hag ivez Elzas-Loren hag Impalaeriezh trevadennel Alamagn.
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |
Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Lien AdQ Patrom:Lien AdQ Patrom:Link GA