Alan Heusaff : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
'''Alan Heusaff''', pe '''Alan Heussaff''' (23 a viz Gouere 1921, [[Sant-Ivi]], Kernev – 3 a viz Du 1999, [[An Spidéal]], [[Kontelezh Gaillimh]]) a oa ur yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat. Stourm a rae evit ar c'hengred etre ar Gelted. Gantañ e voe kensavet ar C'hevre Keltiek [[Kevre Keltiek]] e 1961, ha sekretour meur an aozadur e voe betek 1984.
'''Alan Heusaff''', pe '''Alan Heussaff''' (23 a viz Gouere 1921, [[Sant-Ivi]], [[Kernev]] – 3 a viz Du 1999, [[An Spidéal]], [[Kontelezh Gaillimh]]) a oa ur yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat. Stourm a rae evit ar c'hengred etre ar Gelted. Gantañ e voe kensavet ar C'hevre Keltiek [[Kevre Keltiek]] e 1961, ha sekretour meur an aozadur e voe betek 1984.


Brezhoneger a-vihanik e oa. En e yaouankiz e kemeras perzh e [[Bezen Perrot]]. Abalamour da se e vo kondaonet d'ar marv goude an [[Eil Brezel Bed]], met graet e voe un distaoler dezhañ e 1967. Goude bezañ studiet ar jedoniezh hag ar fizik e skol-veur [[Marburg]] en [[Alamagn]] ez eas da Iwerzhon da chom e 1950. Kenderc'hel a reas da studiañ e Skolaj ar Skol-Veur e Gaillimh, ha, tapet e ziplom gantañ, e stagas da labourat e Servij Hinouriezh Iwerzhon. Dont a reas da vezañ keodedour iwerzhonat e 1955.
Brezhoneger a-vihanik e oa. En e yaouankiz e kemeras perzh e [[Bezen Perrot]]. Abalamour da se e vo kondaonet d'ar marv goude an [[Eil Brezel Bed]], met graet e voe un distaoler dezhañ e 1967. Goude bezañ studiet ar jedoniezh hag ar fizik e skol-veur [[Marburg]] en [[Alamagn]] ez eas da Iwerzhon da chom e 1950. Kenderc'hel a reas da studiañ e Skolaj ar Skol-Veur e Gaillimh, ha, tapet e ziplom gantañ, e stagas da labourat e Servij Hinouriezh Iwerzhon. Dont a reas da vezañ keodedour iwerzhonat e 1955.

Stumm eus an 18 Mez 2014 da 20:55

Alan Heusaff, pe Alan Heussaff (23 a viz Gouere 1921, Sant-Ivi, Kernev – 3 a viz Du 1999, An Spidéal, Kontelezh Gaillimh) a oa ur yezhoniour, geriadurour, kazetenner hag emsaver breizhat. Stourm a rae evit ar c'hengred etre ar Gelted. Gantañ e voe kensavet ar C'hevre Keltiek Kevre Keltiek e 1961, ha sekretour meur an aozadur e voe betek 1984.

Brezhoneger a-vihanik e oa. En e yaouankiz e kemeras perzh e Bezen Perrot. Abalamour da se e vo kondaonet d'ar marv goude an Eil Brezel Bed, met graet e voe un distaoler dezhañ e 1967. Goude bezañ studiet ar jedoniezh hag ar fizik e skol-veur Marburg en Alamagn ez eas da Iwerzhon da chom e 1950. Kenderc'hel a reas da studiañ e Skolaj ar Skol-Veur e Gaillimh, ha, tapet e ziplom gantañ, e stagas da labourat e Servij Hinouriezh Iwerzhon. Dont a reas da vezañ keodedour iwerzhonat e 1955.

E-pad e amzer vak ha war e leve e labouras evit ar yezhoù hag ar sevenadurioù keltiek, hag evit emrenerezh politikel ar broioù keltiek. Enoret e voe e 1986 gant priz an Phiarsaigh (Gradam an Phiarsaigh), roet dezhañ gant ar prezidant iwerzhonat Patrick Hillery. Er memes bloavezh e voe dilennet da varzh Goursez Kembre en Eisteddfod. Gouest e oa da gomz ar c'hwec'h yezh keltiek a-vremañ, koulz hag ar saozneg, ar galleg hag an alamaneg.

Ar C'hevre Keltiek

Sellet e vez krouidigezh ar C'hevre Keltiek evel unan eus oberoù meur Alan Heussaff. Diwan a reas spered an hollgeltiegezh arnevez, hini ar c'henlabour etre ar c'hwec'h broad kelt a-vremañ (Iwerzhon, Manav, Skos, Kembre, Kernev-Veur ha Breizh) diwar soñjoù ar barzh Charlez a Vro-C'hall (1837–1880) da gentañ, anezhañ ur barzh brezhoneger en doa embannet e vennozhioù el levr Les Celtes au XIXe siécle (Ar Gelted en XIXvet kantved) e 1864. Krouet e voe ar C'hevre da geñver un emvod eus an Eisteddfod e Rhos, nepell eus Llangollen, e hanternoz Kembre e 1961.

Palioù pennañ an aozadur a oa: broudañ ar c'henlabour etre emsavioù broadel ar broioù keltiek, dreist-holl en o strivoù da vezañ anavezet er bed a-bezh, ha lakaat anezho da lodañ o skiant-prenet diwar-benn ar stourm ha mennozhioù talvoudus all.

Dilennet e voe Heusaff da sekretour meur, ha derc'hel a reas e garg etre 1984 ha 1985, tra ma voe dilennet Gwynfor Evans, prezidant Plaid Cymru, hag a oa da vezañ kannad kentañ Plaid Cymru e Parlamant Breizh-Veur, da brezidant. Da deñzorer e voe dilennet an Dr Noelle Davis. Skignet e oa mennozhioù ar C'hevre en ur gelaouenn anvet Celtic Voice. Da vare an eil emvod, d'an 30 a viz Gwengolo 1962, e oa ur skourr eus ar C'hevre e pep bro geltiek, koulz hag e Londrez.