Sándor Kocsis : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 9: | Linenn 9: | ||
Kemer perzh a reas e [[Kib vell-droad ar bed 1954]] a voe dalc'het e [[Suis]]. Eno e voe gwellañ paler ar genstrivadeg a-drugarez d'an unnek pal a blantas : en abeg d'ar seizh anezhe bet merket e-barzh gant un taol penn e voe graet "Penn Aour" anezhañ diwar neuze. |
Kemer perzh a reas e [[Kib vell-droad ar bed 1954]] a voe dalc'het e [[Suis]]. Eno e voe gwellañ paler ar genstrivadeg a-drugarez d'an unnek pal a blantas : en abeg d'ar seizh anezhe bet merket e-barzh gant un taol penn e voe graet "Penn Aour" anezhañ diwar neuze. |
||
{{DEFAULTSORT:Kocsis, |
{{DEFAULTSORT:Kocsis, Sandor}} |
||
[[Rummad:Ganedigezhioù 1929]] |
[[Rummad:Ganedigezhioù 1929]] |
||
[[Rummad:Marvioù 1979]] |
[[Rummad:Marvioù 1979]] |
Stumm eus an 18 Mez 2014 da 20:27
Sándor Péter Kocsis, bet ganet e Budapest (Hungaria) d'an 21 a viz Gwengolo 1929 hag aet da Anaon e Barcelona (Spagn) d'an 22 a viz Gouere 1979, a oa ur melldroadour etrebroadel hungarian.
E Ferencvárosi Torna Club
E skipailhoù re yaouank Ferencvárosi Torna Club, unan e-touez kleuboù kêr-benn Hungaria, en devoa kroget da c'hoari adalek 1942 a-raok mont da velldroader a vicher e 1945 er memes kleub. Ennañ e kemeras perzh e nav c'hrogad ha hanter-kant, o verkañ daou-ugent pal evel argader. Kampionad Hungaria a voe gounezet gantañ e 1949.
Eizh gwech ha tri-ugent e voe douget krez e skipailh broadel gantañ, etre 1948 ha 1956, o lakaat pemzek pal ha tri-ugent e kaouedoù ar skipailhoù enep.
Kemer perzh a reas e Kib vell-droad ar bed 1954 a voe dalc'het e Suis. Eno e voe gwellañ paler ar genstrivadeg a-drugarez d'an unnek pal a blantas : en abeg d'ar seizh anezhe bet merket e-barzh gant un taol penn e voe graet "Penn Aour" anezhañ diwar neuze.