Storlok : diforc'h etre ar stummoù
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 17: | Linenn 17: | ||
*[[Kristian Desbordes]], lapous koad, piano (hiviv rener ''Ensemble Choral du Bout du Monde'') |
*[[Kristian Desbordes]], lapous koad, piano (hiviv rener ''Ensemble Choral du Bout du Monde'') |
||
*Moris Ivin : ograou |
*Moris Ivin : ograou |
||
*Yvon Gouez : gitar dre dan, kan |
|||
==Pladennoù== |
==Pladennoù== |
Stumm eus an 17 Mez 2014 da 12:52
Storlok a zo bet ur strollad sonerezh eus Breizh hag a gane da gentañ penn kanaouennoù doare rock, hag ivez blues, e brezhoneg. Blaz ar folk a oa ivez gant o fladenn vras. Ne badas ket pell ar strollad-se. Daoust da se e tapas ur vrud “mitik” pa oa bet degaset un doare nevez da ganañ brezhoneg ganto ha pozioù stag eus darvoudoù o amzer.
Darn eus o c’hanaouennoù a zo anavezet mat c’hoazh evel Gwerz ar vezhinaerien, Keleier Plogoff pe Boutoù koat dre dan. Etre keleier ar stourmoù er vro (Keleier Plogo ha Kastell Rock) hag ar stourmoù etrebroadel (Gwerz Marv Jorj Jackson) un nebeut sonerien ha kanerien yaouank o deus divizet er bloavezh 1976 Lavar ar bed e brezhoneg o heuliañ froud sonerezh ar mare. Ar strollad ne bado ket muioc'h evit pevar bloaz met roudoù hag heklev a chom c'hoazh war e lerc'h.
Sonerien
Saverien ar pozioù o deus graet o zammig hent abaoe :
- Denez Abernot, graet en deus bet ur bladenn solo abaoe.
- Bernez Tangi, barzh, kaner ivez er strollad Penthotal, hag ur bladenn solo.
O kanañ gant ar strollad e oa ivez :
- Mona Jaouen, kanerez solo bremañ.
- Bob Simon, aktour e Strollad ar Vro Bagan.
Paotr e vinvioù :
- Gildas Beauvir, gitar, gitar dre dan
- Abalip, taboulinoù, fleüt
- Bertrand Floc’h, gitar, gitar boud
- Kristian Desbordes, lapous koad, piano (hiviv rener Ensemble Choral du Bout du Monde)
- Moris Ivin : ograou
- Yvon Gouez : gitar dre dan, kan
Pladennoù
- Gwerz maro Jorj Jackson/Gwerz ar vezhinaerien 45T
- Stok ha stok (1979) NOE 30011 (adembannet e doare CD gant Coop Breizh (CD 930) gant, ouzhpenn, doare all unan eus ar c’hanaouennoù).