Naeretaer (steredeg) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
anv rummad
Linenn 28: Linenn 28:
* [[Korf-egor]]
* [[Korf-egor]]


[[Rummad:Steredoniezh]]
{{Commonscat|Ophiuchus}}
{{Commonscat|Ophiuchus}}

[[Rummad:Steredegoù]]

Stumm eus an 14 Mez 2014 da 09:05

Ophiuchus
gwelet gant an daoulagad noazh
Kartenn Ophiuchius

Ophiuchus, diwar an henc'hresianeg Ὀφιοῦχος "An Naeretaer", zo ur steredeg vras a zo tro-dro d'ar c'heheder oablel, da lavaret eo e c'haller he gwelet koulz en hantervoul an Norzh hag en hantervoul ar Su.
Eus an 29 a viz Du betek an 18 a viz Kerzu e vez treuzet gant an Heol.

Skeudenniñ a rafe Asklepios, ar medisin mojennel, en dije lazhet un naer a-raok gwelet un naer all o tasorc'hiñ a-drugarez da louzoù.
"An naeretaer" a vez graet anezhi koulz en arabeg hag e brezhoneg, abalamour ma hañval tapout ar steredeg Serpens (Ser) dre he lost (Serpens Cauda e latin) er c'hornôg m'emañ ar steredenn Alya (θ Ser)) ha dre he fenn (Serpens Caput) er Reter m'emañ ar steredenn Unuk Elhaia (α Ser).

Ar steredeg

An Naeretaer
Treset gant Johannes Kepler (1610)

Oph eo berradur etrebroadel ar steredeg Ophiuchus e metoù ar steredoniezh.
Gronnet eo gant ar steredegoù Hercules (Her) ha Corona Borealis (CrB) en Norzh, Libra (Lib) er Reter hag er Gevred, Scorpio (Sco) ha Sagittarius (Sgr) er Su, Scutum (Sct) hag Aquila (Aql) er C'hornôg.

Steredennoù heverkañ
  • Ras Alhague (α Oph), "Penn an naeretaer" en arabeg (رأس الحواء raʾs al-ḥawwἄ), eo ar steredenn skedusañ.
  • Kelb Alrai (β Oph), "Ki ar mêsaer-deñved" en arabeg (كلب الراعي kelb al-rā‘ī), an eil steredenn skedusañ.
  • Yed Prior (δ Oph), "an dorn (arabeg) a-raok (latin)" ha Yed Posterior (ε Oph) "an dorn (arabeg) a-dreñv (latin)", a weler o tapout krog en naer Serpens.
  • Sabik (η Oph) "ar c'hentad" en arabeg, a zo steredenn an Norzh evit ar blanedenn Ouran.
  • Velox Barnardi, a zo unan eus ar steredennoù tostañ da Goskoriad an Heol
  • 70 Ophiuchi

Pennadoù kar


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.