Dan ar Wern : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3: Linenn 3:
Studiet en deus al lennegezh e Skol-Veur [[Nisa]] ha diskibl ha keneil eo bet da [[Vefa de Bellaing]]. Plijout a ra dezhañ kenañ beajiñ a-dreuz ar bed ha studiañ yezhoù all ha sevenadurioù disheñvel.
Studiet en deus al lennegezh e Skol-Veur [[Nisa]] ha diskibl ha keneil eo bet da [[Vefa de Bellaing]]. Plijout a ra dezhañ kenañ beajiñ a-dreuz ar bed ha studiañ yezhoù all ha sevenadurioù disheñvel.


Kenlabourat a ra evit an dastumadenn sevenadurel vreizhek ''[[Al Liamm]]'' evit kinnig barzhonegoù, danevelloù ha studioù. Kemeret en deus perzh e seizhvet niverenn ar gelaouenn [[Nidiad]] (''Venezia, e Melezour ar Garantez, Maskl ar Marv'').
Kenlabourat a ra evit an dastumadennoù sevenadurel vreizhek ''[[Al Liamm]]'' ha NIDIAD evit kinnig barzhonegoù, danevelloù ha studioù. Kemeret en deus perzh e seizhvet ha c'hwezhekvet niverenn ar gelaouenn [[Nidiad]] (''Venezia, e Melezour ar Garantez, Maskl ar Marv'' , ''An Trede Arc'h'').


==Levezonoù==
==Levezonoù==
Linenn 10: Linenn 10:
gant skrivagnerion c'hallek ivez evel [[Gérard de Nerval]], [[Francis Jammes]], [[Alain-Fournier]], [[Julien Gracq]], [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], [[René-Guy Cadou]], [[Zoé Oldenbourg]], brezhonek evel [[Youenn Drezen]], [[Jakez Riou]], saoznek evel [[Francis Scott Fitzgerald]], [[Carson Mc Cullers]] ([[Stadoù Unanet Amerika]]), [[Leonard Cohen]] ([[Kanada]]), [[James Joyce]] ([[Iwerzhon]]) pe [[Virginia Woolf]] ([[Bro-Saoz]]).
gant skrivagnerion c'hallek ivez evel [[Gérard de Nerval]], [[Francis Jammes]], [[Alain-Fournier]], [[Julien Gracq]], [[Jean-Marie Gustave Le Clézio]], [[René-Guy Cadou]], [[Zoé Oldenbourg]], brezhonek evel [[Youenn Drezen]], [[Jakez Riou]], saoznek evel [[Francis Scott Fitzgerald]], [[Carson Mc Cullers]] ([[Stadoù Unanet Amerika]]), [[Leonard Cohen]] ([[Kanada]]), [[James Joyce]] ([[Iwerzhon]]) pe [[Virginia Woolf]] ([[Bro-Saoz]]).


Un drilogiezh ezoterek en deus skrivet da gentañ, awenet gant ar mojennoù keltiek embannet tamm-ha-tamm e brezhoneg e-barzh ''Al Liamm'' :
Un drilogiezh ezoterek en deus skrivet da gentañ, awenet gant ar mojennoù keltiek embannet tamm-ha-tamm e brezhoneg e-barzh ''Al Liamm'' ha ''NIDIAD'' :
*1- An Erbeder / Le Passeur des Mondes /
*1- An Erbeder / Le Passeur des Mondes /
*2- An Ti Achantet / La Demeure Enchantée /
*2- An Ti Achantet / La Demeure Enchantée /

Stumm eus an 6 Mez 2014 da 08:05

Dan ar Wern, skrivagner brezhoneger, a zo bet ganet d'ar 14 a viz Here 1952 e Gwern-Porc'hoed, war lez koadeg vojennel Brekilien.

Studiet en deus al lennegezh e Skol-Veur Nisa ha diskibl ha keneil eo bet da Vefa de Bellaing. Plijout a ra dezhañ kenañ beajiñ a-dreuz ar bed ha studiañ yezhoù all ha sevenadurioù disheñvel.

Kenlabourat a ra evit an dastumadennoù sevenadurel vreizhek Al Liamm ha NIDIAD evit kinnig barzhonegoù, danevelloù ha studioù. Kemeret en deus perzh e seizhvet ha c'hwezhekvet niverenn ar gelaouenn Nidiad (Venezia, e Melezour ar Garantez, Maskl ar Marv , An Trede Arc'h).

Levezonoù

Levezonet eo bet gant skrivagnerion alamanek evel Novalis, Thomas Mann, Annemarie Schwarzenbach (Suis) pe Stefan Zweig, Rainer Maria Rilke (Aostria-Hungaria), gallek/alamanek evel René Schickele eus Elzas,

gant skrivagnerion c'hallek ivez evel Gérard de Nerval, Francis Jammes, Alain-Fournier, Julien Gracq, Jean-Marie Gustave Le Clézio, René-Guy Cadou, Zoé Oldenbourg, brezhonek evel Youenn Drezen, Jakez Riou, saoznek evel Francis Scott Fitzgerald, Carson Mc Cullers (Stadoù Unanet Amerika), Leonard Cohen (Kanada), James Joyce (Iwerzhon) pe Virginia Woolf (Bro-Saoz).

Un drilogiezh ezoterek en deus skrivet da gentañ, awenet gant ar mojennoù keltiek embannet tamm-ha-tamm e brezhoneg e-barzh Al Liamm ha NIDIAD :

  • 1- An Erbeder / Le Passeur des Mondes /
  • 2- An Ti Achantet / La Demeure Enchantée /
  • 3- Auberive

Gouestlet eo bet unan eus danevelloù " Auberive " (e-touez 7 all a-bezh), anvet Istor Ur bleinier Laz-Senin, da C'hustav Mahler, ha skrivet anezhi dindan stumm e gensonadeg niverenn 2 , Dasorc'hidigezh.

Heuliet eo bet da c'houde gant danevelloù all hag a ya d'ober Heuliad ar Sterenn :

  • 4 - Tro-Vale e Bro ar Skeudoù (Deizlevr Yann Kervern I)
  • 5 - Al Lizher (Deizlevr Yann Kervern II)
  • 6 - Istor ur Verc'h Zianav Gevrinus (Deizlevr Yann Kervern III)
  • 7 - Mervel en Ermioni
  • 8 - Noz Sezambr
  • 9 - Levr Virjinia

Plijout a ra dezhañ doare-soñjal ha labour sonourezed Sinead O'Connor, Loreena McKennitt ha sonourien Alan Stivell, Dan Fogelberg.

Soñjoù politikel

Bez' e c'heller anavezout e vennozhioù politikel en ur barzhoneg Ni-Hon-Unan e ditl (Al Liamm, niverenn 227, 1984) hag a ziskouez e c'hoant ma c'hallo Breizh gounit an emrenerezh evel Bro-Skos, Katalonia ha Kembre.

Liammoù diavaez