Loeiz ar Chalotez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: dilamet ar patrom hervez an diviz votet (-{{peurunvan}} +)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7: Linenn 7:


Toullbac'het e oa bet ar Chalotez e [[Pariz]], e [[Kastell an Tarv]] hag e [[Sant-Maloù]]. hag e oa deuet ar Breudoù a-benn da lakaat ar gouarnamant gall d'e zivac'han (da vezan kendalc'het)
Toullbac'het e oa bet ar Chalotez e [[Pariz]], e [[Kastell an Tarv]] hag e [[Sant-Maloù]]. hag e oa deuet ar Breudoù a-benn da lakaat ar gouarnamant gall d'e zivac'han (da vezan kendalc'het)

[[fr:Louis-René Caradeuc de La Chalotais]]

Stumm eus an 6 Mae 2007 da 10:34


Louis-René de Caradeuc de la Chalotais (Loeiz ar Chalotez) a zo bet ganet e Roazhon e 1701 ha marvet eo bet er memes gêr e 1785. Ur prokulor eo bet e Parlamant Breizh ha penn an eneberezh da benngomandant Breizh, an dug d'Aiguillon, eo bet. P'en deus nac'het plegañ dirak ar Roue eo bet toullbac'het hag evit-se gwelet eo gant lod evel ar c'hentañ emsaver politikel brezhon.

Diaes eo lavarout eo bet ar Chalotez ur brogarour pa oa e pennobererezh stourm evit ma chomo bev "dreist-wirioù" e ensavadur a-eneb ar "galloud kreiz". Pennpatrom an "nagennour lealour", - evit implijout ur c'herienn ijinet gant Iwan an Diberder e deroù ar XIXvet kantved - eo bet marteze. Biskoazh n'en deus ar Chalotez burutellet reizhwiriegezh ar "galloud kreiz"-se nag arvaret diwar e benn ; war un dro e oa anezhan un ezel eus an "intelligentsia c'hall a neuze, mirelour ha "filozof" war un dro (re aes e tisoñjer ne oa ket Voltaire un dispac'her : un adreizhour, ur c'hempennour ne oa ken), savet gantañ levrioù - unan anezho diwar-benn desavadurezh (Essai de l'Éducation nationale, 1765), o tagañ ar Jezuisted - ha na c'heller kompren nemet er meizframm gall a neuze.

Toullbac'het e oa bet ar Chalotez e Pariz, e Kastell an Tarv hag e Sant-Maloù. hag e oa deuet ar Breudoù a-benn da lakaat ar gouarnamant gall d'e zivac'han (da vezan kendalc'het)