Trictrac : diforc'h etre ar stummoù
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : fr:Trictrac a zo ur pennad vat; Kemm dister
Linenn 2: Linenn 2:
{{Stumm an titl|''Trictrac''}}
{{Stumm an titl|''Trictrac''}}
{| class="infobox" cellspacing="2" style="width:250px; font-size:90%;"
{| class="infobox" cellspacing="2" style="width:250px; font-size:90%;"
! colspan="2" style="text-align: center; background-color:{{#if:{{{bgcolour|}}}|<nowiki/>{{{bgcolour}}}|<nowiki/>DarkRed}}; color:#FFFFFF;font-family:Verdana, Arial, Helvetica, sans-serif; font-size: 120%;"|
[[Skeudenn:2-Dice-Icon.svg|28px]]
'''{{{nom|{{PAGENAME}}}}}'''
! colspan="2" style="text-align: center; background-color:{{#if:{{{bgcolour|}}}|<nowiki/>{{{bgcolour}}}|<nowiki/>DarkRed}}; color:#FFFFFF;font-family:Verdana, Arial, Helvetica, sans-serif; font-size: 120%;"|
[[Restr:2-Dice-Icon.svg|28px]]
'''{{{nom|{{PAGENAME}}}}}'''
| colspan="2" | [[Restr:Trictrac tablier et accessoires.jpg|220px|center|Trictrac]]
| colspan="2" | [[Restr:Trictrac tablier et accessoires.jpg|220px|center|Trictrac]]
Linenn 8: Linenn 8:
| colspan="2" | Ur c'hoari ''trictrac''
| colspan="2" | Ur c'hoari ''trictrac''
| '''Embanner :'''
| '''Embanner :'''
| domani foran
| domani foran
|- valign="top"
|- valign="top"
| '''Doare :'''
| '''Doare :'''
| C'hoari tablez
C'hoari redadeg
C'hoari diñsoù
| C'hoari tablez
C'hoari redadeg
C'hoari diñsoù
| '''Niver a dud :'''
| '''Niver a dud :'''
Linenn 79: Linenn 79:
<ref>A-wechoù e lakaer an doue [[Impalaeriezh roman|roman]] ''[[Janus]]'' da orin ''jan'' peogwir e oa arouez an tremen etre deroù ha diwezh, doue an dibaboù, an dorioù hag an alc'hwezioù.</ref>. E-tal an dachenn enebour emañ pep ''jan'' : "Yann-vihan" e-tal "Yann-vihan" neuze, mard emañ diouzh tu kleiz un den emañ ivez diouzh tu dehoù an den arall.
<ref>A-wechoù e lakaer an doue [[Impalaeriezh roman|roman]] ''[[Janus]]'' da orin ''jan'' peogwir e oa arouez an tremen etre deroù ha diwezh, doue an dibaboù, an dorioù hag an alc'hwezioù.</ref>. E-tal an dachenn enebour emañ pep ''jan'' : "Yann-vihan" e-tal "Yann-vihan" neuze, mard emañ diouzh tu kleiz un den emañ ivez diouzh tu dehoù an den arall.
Pep den a laka e 15 jedaouer e 3 pe 4 berniad war ar c'hombod diniverenn anvet ''talon'' ("seul"), er ''petit-jan'' : tal-ouzh-tal en em gav ar jedoueroù neuze.
Pep den a laka e 15 jedaouer e 3 pe 4 berniad war ar c'hombod diniverenn anvet ''talon'' ("seul"), er ''petit-jan'' : tal-ouzh-tal en em gav ar jedoueroù neuze.
*Niverennet ag 1 betek 11 eo ar c'hombodoù arall, en ur gregiñ gant ar bir a zo nes d'ar seul. Lod kombodoù niverennet zo bet anvet :
* Niverennet ag 1 betek 11 eo ar c'hombodoù arall, en ur gregiñ gant ar bir a zo nes d'ar seul. Lod kombodoù niverennet zo bet anvet :
:• kombod 5 : ''coin bourgeois'' "korn bourc'hizel" (ar c'hombod 6 eo evit lod c'hoarierion)
:• kombod 5 : ''coin bourgeois'' "korn bourc'hizel" (ar c'hombod 6 eo evit lod c'hoarierion)
:• kombod 7 : ''case du diable'' "kombod an diaoul"
:• kombod 7 : ''case du diable'' "kombod an diaoul"
Linenn 174: Linenn 174:
{{Commonscat}}
{{Commonscat}}
[[Rummad:C'hoarioù stroll]]
[[Rummad:C'hoarioù stroll]]
[[Rummad:C'hoarioù tablez]]
[[Rummad:C'hoarioù tablez]]
[[Rummad:C'hoarioù strategiezh]]
[[Rummad:C'hoarioù strategiezh]]
{{Link GA|fr}}
Stumm eus an 5 Mae 2014 da 17:54
Trictrac
Trictrac
Trictrac
Ur c'hoari trictrac
Embanner : domani foran
Doare : C'hoari tablez
C'hoari redadeg
C'hoari diñsoù
Niver a dud : 2
Oad : adalek 10 vloaz
Amzer staliañ : berroc'h eget 1 mn
Padelezh : 5 - 60 mn
Perzh ar chañs : krenn (diñsoù)
Barregezhioù : strategiezh,
kadouriezh,
jedoniezh,
tebegouriezh
Ur c'hoari stroll kar d'ar backgammon ha neuze d'ar jacquet eo an trictrac, a zo bet diouzh ar c'hiz e Bro-C'hall eus ar Grennamzer betek an Dispac'h gall. Ur c'hoari tablez eo, ma klask daou zen enebour tennañ splet eus disoc'hoù bannadennoù diñsoù evit merkañ poentoù gant o jedoueroù.
Pinvidik eo geriaoueg an trictrac, alies e vez kavet el lennegezh c'hallek ; tremen 200 ger a gaver er pleustrad Le jeu de trictrac bet embannet gant J. M. Fallavel e 1776. [1][2]
Gerdarzh
Da heul Euverte de Jollyvet, a skrivas ar c'hentañ pleustrad diwar-benn an trictrac e 1606[3], ez asant ar braz eus ar c'heriadurourion evit skrivañ ez eo ar ger trictrac un drouzadell deuet diwar stlakoù an diñsoù hag ar jedoueroù war an tablez.
Aozer dianav ur pleustrad bet embannet e 1698 a ginnigas un orin gresianek, Τρις-Τραχυς Tris-Trachus a dalvezfe kement ha "teir gwech diaes da c'hoari ha da gompren".[4]
Istor
C'hoarierion trictrac
Léonard Defrance (1735-1805)
Den ne oar ez-resis pegoulz e voe ganet ar c'hoari-se. N'eus meneg ebet eus e orin er pleustradoù a zo bet embannet a vare da vare.
A-drugarez d'e c'heriaoueg spesadel avat e c'haller kadarnaat bezañs an trictrac er XVIvet kantved, pa 'z eus meneg eus tri ger e gwerzennoù 38 ha 39 ar skrid La Friquassée crotestyllonnée, des antiques modernes chansons bet embannet e Rouen e 1601 :
Grand Ian petit Ian,
Margot la fendue, et tous ses gens
[5][6]
En abeg da gemplezhded reolennoù an trictrac ne veze c'hoariet nemet gant tud desket al lez, an noblañsoù hag ar vourc'hizelezh uhel ; maouezed ha gwazed a c'hoarie, hogen diaes e oa kavout mistri evit e zeskiñ.[3]
Da get ez eas an trictrac e Bro-C'hall a-choude an Dispac'h gall ; distreiñ a reas gant an noblañsoù da vare an Assavidigezh[7] war-lerc'h diskar Napoleon Iañ.[8]
Adal deroù an XIXvet kantved ez eas an trictrac da get adarre, ha ne voe fardet nemet tablezioù didoull evit c'hoari jacquet, a veze diouzh ar c'hiz en tiez hag en tavarnioù. Da get ivez ez eas ar jacquet pan erruas ar skinwel er bloavezhioù 1960.
Dre berzh ar pleustradoù niverus a voe embannet da vare klodus ar c'hoari e c'haller c'hoazh hiziv an deiz c'hoari trictrac ha kompren e c'heriagoueg a gaver el lennegezh c'hallek. Ker pouezus eo bet ar c'hoari-se en Istor Bro-C'hall ma klask un nebeud c'hoarierion dasparzhet er bed e lakaat diouzh ar c'hiz en-dro.[2]
Rikoù
• Un tablez warnañ 24 bir, evel hini ar backgammon ; toulloù zo e ribl tablez an trictrac, unan ouzh troad pep bir ha tri war bep tu : 12 toull dirak pep den, 30 toull en holl
• 15 jedouer teñval ha 15 jedouer sklaer
• 3 jedouerig, unan dre zen hag ar bredouille ("gak")
• 2 ibil anvet fichet "sikell" a vo kaset a doull da doull dirak pep den
• 2 ziñs boutin, o zalioù niverennet ag 1 da 6
• 2 gorned, unan da bep c'hoarier(ez)
• 1 bannielig
Reolennoù berr-ha-berr
Deroù ar c'hoari
Tennet eus pleustrad N. Guiton, 1822
Pal ar c'hoari, evit pep den, eo merkañ kement a boentoù ha ma c'hall ; n'eo ket ret d'an den bout lamet e jedoueroù a-ziwar an tablez evit gounez, ar pezh a zo un diforc'h bras diouzh reolennoù ar backgammon hag ar jacquet.
Staliadur
Cases ("kombodoù") a reer eus ar biroù.
Ur speurenn zo e kreiz an tablez a-benn e rannañ e div dachenn anvet petit-jan ha grand-jan ("Yann-vihan", "Yann-vras")[9] [10]. E-tal an dachenn enebour emañ pep jan : "Yann-vihan" e-tal "Yann-vihan" neuze, mard emañ diouzh tu kleiz un den emañ ivez diouzh tu dehoù an den arall.
Pep den a laka e 15 jedaouer e 3 pe 4 berniad war ar c'hombod diniverenn anvet talon ("seul"), er petit-jan : tal-ouzh-tal en em gav ar jedoueroù neuze.
• Niverennet ag 1 betek 11 eo ar c'hombodoù arall, en ur gregiñ gant ar bir a zo nes d'ar seul. Lod kombodoù niverennet zo bet anvet :
• kombod 5 : coin bourgeois "korn bourc'hizel" (ar c'hombod 6 eo evit lod c'hoarierion)
• kombod 7 : case du diable "kombod an diaoul"
• kombod 10 : case de l'écolier "kombod ar skoliad" (case du diable e reer ivez)
• kombod 11 : coin de repos "korn diskuizhañ"
Goude bout lakaet e jedoueroù war ar seul e laka pep den e sikell en toull a zo tostañ dezhañ er ribl kostezel, diouzh tu ar seulioù. En toull kreiz e lakaer ar bannielig, tra ma chom goullo toulloù ar ribl kostezel arall. Gwechall e lakaed ar bannielig war an daol, pa veze sanket goulaouennoù-koar e toulloù kreiz ar ribloù kostezel a-benn c'hoari diouzh noz.
Etre ar seulioù, stok ouzh ar ribl, e lakaer ar tri jedouerig.
Red ar jedoueroù
Kaset e vez ar jedoueroù eus ar seul d'ar c'horn diskuizhañ – jeu ordinaire "c'hoari ordinal" a reer eus an troc'had-se, a vez heuliet gant ar jeu de retour "c'hoari a-gil" pa gendalc'h ar jedoueroù da redek eus ar c'horn diskuizhañ enebour d'ar seul enebour kent mont er-maez eus an tablez ; a-du gant bizied an horolaj neuze e c'hoari an den emañ e seul war e du dehoù (ar re zu war ar skeudenn), hag enep e c'hoari an den arall.
Kregiñ gant ar c'hoari
Daou zoare zo bet evit gouzout pe zen a c'hoari da gentañ :
• un den a vanne an diñsoù ouzh ar ribl enebour ; da gentañ e c'hoarie an den em gave an diñs kreñvañ diouzh e du ; ret e oa advannañ an diñsoù p'en em gave an daou ziñs keit-ha-keit etre pep ribl, ha pa veze tal an eil diñs kevatal da hini egile — gwech ebet ne c'halled kregiñ dre un doubl neuze ;
• pep den a vanne un diñs en e jan vras, an tal kreñvañ o reiñ aotre da vannañ an daou ziñs ha da gregiñ da c'hoari — tro a veze neuze da gregiñ dre un doubl.
Bannañ an diñsoù
Diñsoù kozh, en askorn
Hollret eo ober gant ar c'hornedoù evit meskañ an diñsoù kent o bannañ.
Ret eo e kouezhfe an diñsoù a-blad war an tablez, hep direnkañ ar jedoueroù.
Mat eo ar vannadenn mar kouez an diñs(où) a-blad war ur jedouer pe war un tamm anezhañ.
Mat eo ivez mard en em gav diñs pe ziñs a-blad er jan arall.
Fall eo ar vannadenn mar lamm an diñs(où) war unan eus ar ribloù pe er-maez eus an tablez.
Fall eo ivez mard en em gav un diñs war egile.
E ken degouezh ma vefe un diñs a-veskell etre ur jedouer ha deun an tablez, pe etre ur ribl ha deun an tablez, e lakaer un trede diñs warnañ : mar rikl ez eo fall ar vannadenn.
Pa vez fall un diñs e ranker advannañ an daou.
Disoc'hoù an diñsoù
A vouezh uhel e kemenner disoc'hoù pep bannadenn, en ur gregiñ dre an tal kreñvañ : 5-2, n'eo ket 2-5.
Pep dennadenn doubl he deus un anv :
• 1-1 : bezas, bezet (eus ar galleg kozh ambesas e teu bezas, diwar al latin ambo- "an daou war an dro, an daou a-gevret" hag an unanenn latin as evit ar moneiz, ar pouez ha muzulioù arall)[9]
• 2-2 : double deux
• 3-3 : ternes
• 4-4 : carmes
• 5-5 : quines
• 6-6 : sonnez
Dilec'hiañ ar jedoueroù
Ur jedouer trictrac en ivor,
XIIvet kantved, kavet e Bayeux e 1838
Mirdi al Louvre
Goude bout bannet an daou ziñs e kaser ur jedouer a gombod da gombod, an niver anezho o vout kevatal da zisoc'h un diñs pe an daou. Ne c'haller en ober nemet pa n'eus jedouer enebour ebet er c'hombod diwezhañ ; mard eus 1 jedouer enebour hepken er c'hombod ne c'haller ket e ac'hubiñ, chom a ra ar jedouer-se en e lec'h met trec'het eo, ar pezh a zegas poentoù d'an trec'her.
Mar dibab an den kas e jedouer diouzh disoc'h an daou ziñs en e raio en ur verkañ un ehan etre an div lammadenn, ha ne c'hallo en ober nemet mar n'eus jedouer enebour ebet koulz er c'hombod etre hag er c'hombod diwezhañ.
En ken degouezh ma vefe bet tennet un doubl e c'haller c'hoari an eil diñs goude egile gant ur jedouer hepken, pe c'hoari daou jedouer, unan diouzh pep diñs.
Ret eo c'hoari disoc'h an daou ziñs pa c'haller en ober ; mar ne c'haller c'hoari nemet un diñs e ranker c'hoari an hini kreñvañ ; mard eo dic'hallus, c'hoari an hini gwanañ ; pa ne c'haller ket c'hoari e lezer an dro d'an den enebour.
• Mar stoker gant an dorn ouzh ur jedouer goude bout bannet an diñsoù e ranker dilec'hiañ ar jedouer-se mar goulenn an den enebour ha mar galler fiñval hervez reolennoù ar c'hoari ; evel en echedoù e ranker kemenn j'adoube ! ("marc'hegiñ a ran !") mar stoker ouzh ur pezh a venner kempenn hep e zilec'hiañ.
Ar c'hornioù diskuizhañ
Kombod 11 pep c'hoarier eo e gorn diskuizhañ ; arabat eo ac'hubiñ ar c'horn diskuizhañ enebour.
Reolennoù zo evit chom er c'horn diskuizhañ hag evit mont kuit anezhañ :
– gant daou jedouer c'hoariet war un dro en e ac'huber ;
– gant daou jedaouer a vije erruet er c'horn diskuizhañ enebour en e ac'huber pa vez goullo;
– jedoueroù arall a c'haller berniañ er c'horn ac'hubet, daou-ha-daou pe unan-hag-unan ;
– arabat eo berniañ er c'horn ac'hubet jedoueroù a vije erruet er c'horn enebour ;
– n'eo ket ret e ac'hubiñ pa c'haller c'hoari e lec'h arall ;
– aotreet eo e ac'hubiñ a-nevez goude bout e ziac'hubet ;
– evel ur c'hombod arall eo ar c'horn diskuizhañ pa vez goullo : gwir zo da ehanañ warnañ e-kerzh un dilec'hiadenn a-c'houde un doubl.
Poentoù, toulloù ha gak
Bannielig en ivor
Ret eo gounez daouzek poent evit lakaat ar sikell en un toull, en ur gregiñ dre an hini a zo e-tal ar seul. Echu eo an droiad trictrac pa 'z erru ar sikell en daouzekvet toull, hini ar c'horn diskuizh. An den kentañ o tizhout an daouzekvet toull eo an trec'her.
Poentoù a c'hounezer dre daolioù-c'hoari a anver jan ivez, pe dre lemel e holl jedoueroù a-ziwar an tablez, pe c'hoazh dre fazioù kontañ a-berzh an den enebour.
An tri jedouerig eo a implijer evit aroueziañ ar poentoù war an tablez betek ma vije daouzek anezho. Lec'hioù resis zo ma lakaer ar jedoueroùigoù evit delc'her ar gont :
• 2 boent merket : etre pennoù ar c'hombodoù 1 ha 2
• 4 foent merket : etre pennoù ar c'hombodoù 3 ha 4
• 6 poent merket : etre penn ar c'hombod 5 hag ar speurenn
• 8 poent merket : etre ar speurenn ha penn ar c'hombod 6
• 10 poent merket : etre penn ar c'hombod 11 hag ar ribl
• 12 poent merket : etre an daou seul, evel e deroù an droiad
Pan eo distroet e jedouerig d'ar seulioù e c'hall an den kas e sikell war-raok neuze.
Da skouer : mard eus 6 poent gant un den dija emañ e jedouerig etre ar c'hombod 5 hag ar speurenn ; mar gounez 4 foent ouzhpenn en e lakaio etre ar bir 11 hag ar ribl a-benn merkañ en deus 10 poent. Mar gounez 2 boent muioc'h e tistroio e jedouerig d'ar seulioù hag e tilec'hio e sikell un toull pelloc'h.
Perzh ar gak
Mar deu un den a-benn da c'hounez daouzek poent tra ma n'eus bet hini ebet gant e enebour e kas e sikell daou doull war-raok.
Mar ne zeu ket a-benn, an eil den a c'hallo en ober marteze, ha hennezh a laka ar gak e-kichen e jedouerig a-benn ma vefe dalc'het soñj e c'hallfe mont daou doull war-raok e-lec'h unan – daou jedouerig evit aroueziañ daou doull neuze.
Mar deu an den kentañ a-benn da verkañ poentoù d'e dro n'eus c'hoarier ebet a gement a zo gak, setu e tistro ar gak d'ar seulioù hag un toull hepken e vo dilec'hiadenn nesañ sikell pe sikell.
Perzh ar bannielig
Par da hini ar gak eo, evit an droiad a-bezh avat.
Etre an div sikell, war ribl an tablez, emañ ar bannielig e deroù an droiad. Mar tizh an eil den e zaouzekvet toull hep na vefe bet dilec'hiet sikell egile e c'hounez an droiad gak. Mar ne c'hall ket abalamour m'en deus an eil den dilec'hiet e sikell, hennezh a laka ar bannielig en toull er ribl ma oa e sikell kent fiñval : kement-se evit merkañ e c'hall d'e dro gounez an droiad gak.
Mar ne zeu ket an eil den a-benn da c'hounez an droiad gak d'e dro e lakaer ar bannielig er-maez eus an tablez, rak den ne c'hallo gounez an droiad gak.
Ezkerzh ar jedoueroù
Heñvel ouzh re ar backgammon eo ar reolennoù :
• ret eo da holl jedoueroù un den bout er petit-jan, e dibenn ar c'hoari a-gil eta, evit ma c'hallfe o lemel a-ziwar an tablez ;
• evel ur c'hombod ordinal eo ar seul neuze ;
• mard erru ur jedouer pelloc'h eget ar seul diwar ur vannadenn diñsoù ez a er-maez eus an tablez ;
Notennoù
1. J. M. Fallavel (1776), Le jeu de trictrac, ou les principes de ce jeu éclaircis par des exemples en faveur des commençants ; avec l'explication des termes par ordre alphabétique, Nyons l'aîné, Paris (fr)
2. 2,0 ha2,1 Trictrac.org (fr) (en)
3. 3,0 ha3,1 Euverte de Jollyvet, sieur de Votilley (emb. kresket, 1656), L'excellent jeu du trique-trac – Tres-doux esbat és nobles compagnies, Veuve Jean Promé, Google Books (fr)
4. Le jeu du trictrac, comme on le joue aujourd'hui, en Académie universelle des jeux, B. Cormon & Blanc, Lyon, An 13 - 1805, Google Books (fr)
5. Levraoueg-kêr Lisieux (fr)
6. Prosper Blanchemain, Épiphane Sidredoulx, Bernadette Bricout (2013), La Friquassée crotestyllonnée - Rimes et jeux des enfants d'autrefois, Silène, ISBN 978-2-913947-09-2
7. "An Assavidigezh" a reer eus ar mare en Istor Bro-C'hall en em astenn etre dibenn an Impalaeriezh C'hall Kentañ (6 a viz Ebrel 1814) ha hini Dispac'h miz Gouhere d'an (29 a viz Gouhere 1830).
8. Pierre Marie Michel Lepeintre (1818), Cours complet de trictrac, avec un abrégé du gammon, du jacquet et du garanguet — À la portée de tout le monde et à l'usage des amateurs, par un vieil hermite du Morbihan, Guillaume et Cie, Paris, Gallica (fr)
• Un doare jacquet a veze c'hoariet gant tri diñs eo ar garanguet
9. 9,0 ha9,1 Jacqueline Picoche (2009), Dictionnaire étymologique du français, Le Robert, ISBN 978-2-84902-424-9 (fr)
10. A-wechoù e lakaer an doue roman Janus da orin jan peogwir e oa arouez an tremen etre deroù ha diwezh, doue an dibaboù, an dorioù hag an alc'hwezioù.
Levrlennadur
• Principes du jeu de trictrac, à la portée des commençans (1749), Guillyn, Paris, Google Books (fr)
• Abbé Bernard-Laurent Soumille (1756), Le grand trictrac, Alexandre Giroud, Avignon, Google Books (fr)
• M. Lebrun (1828), Manuel des jeux de calcul et de hasard, Roret, Gallica, p. 21-69 (fr)
• David Cram, Dorothy Johnston, Jeffrey L. Forgeng (2003), Francis Willughby's Book of Games: A Seventeenth Century Treatise on Sports, Games, and Pastimes, ISBN 978-1-85928-460-5 (en)
• N. Guiton (1822), Traité complet du jeu de Trictrac, suivi d'un Traité du jeu de Backgammon, Maxtor (2012), ISBN 978-84-9001-075-4 (fr)
Pennadoù kar
Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn
a vo kavet e Wikimedia Commons.
Patrom:Link GA