Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 33: Linenn 33:


=== Eil pried ===
=== Eil pried ===
Addimeziñ a eure da [[Agustín Fernando Muñoz y Sánchez]], kentañ [[Dug Riánsares]] ha kentañ [[Markiz San Agustín]], hag eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, [[Isabel II]], etre [[1847]] ha [[1849]] :
Addimeziñ a eure Maria Cristina an Div Sikilia da [[Agustín Fernando Muñoz y Sánchez]], kentañ [[Dug Riánsares]] ha kentañ [[Markiz San Agustín]], hag eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, [[Isabel II]], etre [[1847]] ha [[1849]] :
* [[María Amparo Muñoz y Borbón|María de los Desamparados Muñoz y de Borbón]], kentañ [[Kontez Vista Alegre]] ([[1834]] - [[1864]])
* [[María Amparo Muñoz y Borbón|María de los Desamparados Muñoz y de Borbón]], kentañ [[Kontez Vista Alegre]] ([[1834]] - [[1864]])
* [[María de los Milagros Muñoz y de Borbón]], kentañ [[Markizez Castillejo]] ([[1835]] - [[1903]])
* [[María de los Milagros Muñoz y de Borbón]], kentañ [[Markizez Castillejo]] ([[1835]] - [[1903]])

Stumm eus an 22 Ebr 2014 da 17:17

Maria Cristina an Div Sikilia, poltredet gant Vicente López Portaña, Madrid, Mirdi ar Prado.
Maria Cristina an Div Sikilia, poltredet gant Franz Xaver Winterhalter.

Maria Cristina an Div Sikilia, pe María Cristina de Borbón-Dos Sicilias e spagnoleg, (Palermo, 1806Sainte-Adresse, 1878), a oa ur briñsez italian hag a voe rouanez Spagn goude dimeziñ da Fernando VII e 1829. Rejantez e voe goude marv he fried, etre 1833 ha 1840, evit he merc'h Isabel II, rouanez Spagn.

He buhez

Merc'h e oa da María Isabel Spagn ha da Francesco Iañ an Div Sikilia.


Rejañs

Mervel a reas he fried Fernando VII en 1833. Anvet e oa bet, e testamant ar roue, da c'houarnerez ar Rouantelezh (Gobernadora del Reino), ur garg a voe kadarnaet tri bloaz goude gant ar Lezioù (las Cortes) en 1836. D'an 28 a viz kerzu 1833, goude dezhi intañveziñ, e reas un dimeziñ morganatek ha kuzh gant un sarjant eus e warded-korf, Agustín Fernando Muñoz y Sánchez. Ne oa ket an darempred-se diouzh grad kevredigezh an amzer. Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred d'an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina.

He merc'h pennhêrez ne oa nemet tri bloaz da varv he zad ha Maria Cristina a voe rejantez ar rouantelezh e-pad seizh vloaz, adal 1833 betek 1840.


Dimezioù ha bugale

Kentañ pried

Dimeziñ a reas e 1829 da Fernando VII (1784 - 1833), Roue Spagn, 22 vloaz warni. E bevare ha diwezhañ pried e oa. Div verc'h o doe :

Eil pried

Addimeziñ a eure Maria Cristina an Div Sikilia da Agustín Fernando Muñoz y Sánchez, kentañ Dug Riánsares ha kentañ Markiz San Agustín, hag eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, Isabel II, etre 1847 ha 1849 :

Notennoù