Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878) : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 5: | Linenn 5: | ||
'''Maria Cristina an Div Sikilia''', pe '''María Cristina de Borbón-Dos Sicilias''' e spagnoleg, ([[Palermo]], [[1806]] — [[Sainte-Adresse]], [[1878]]), a oa ur briñsez italian hag a voe [[rouanez Spagn]] goude dimeziñ da [[Fernando VII]] e 1829. Rejantez e voe goude marv he fried, etre [[1833]] ha [[1840]], evit he merc'h [[Isabel II]], [[rouanez Spagn]]. |
'''Maria Cristina an Div Sikilia''', pe '''María Cristina de Borbón-Dos Sicilias''' e spagnoleg, ([[Palermo]], [[1806]] — [[Sainte-Adresse]], [[1878]]), a oa ur briñsez italian hag a voe [[rouanez Spagn]] goude dimeziñ da [[Fernando VII]] e 1829. Rejantez e voe goude marv he fried, etre [[1833]] ha [[1840]], evit he merc'h [[Isabel II]], [[rouanez Spagn]]. |
||
==He buhez== |
|||
Merc'h e oa da [[María Isabel Spagn]] ha da [[Francesco Iañ an Div Sikilia]]. |
|||
Stumm eus an 22 Ebr 2014 da 16:04
- Meur a vaouez zo bet anvet Maria Cristina an Div Sikilia.
Maria Cristina an Div Sikilia, pe María Cristina de Borbón-Dos Sicilias e spagnoleg, (Palermo, 1806 — Sainte-Adresse, 1878), a oa ur briñsez italian hag a voe rouanez Spagn goude dimeziñ da Fernando VII e 1829. Rejantez e voe goude marv he fried, etre 1833 ha 1840, evit he merc'h Isabel II, rouanez Spagn.
He buhez
Merc'h e oa da María Isabel Spagn ha da Francesco Iañ an Div Sikilia.
Rejañs
- Gwelout ivez Brezel kentañ ar garlourien
Mervel a reas he fried Fernando VII en 1833. Anvet e oa bet, e testamant ar roue, da c'houarnerez ar Rouantelezh (Gobernadora del Reino), ur garg a voe kadarnaet tri bloaz goude gant ar Lezioù (las Cortes) en 1836. D'an 28 a viz kerzu 1833, goude dezhi intañveziñ, e reas un dimeziñ morganatek ha kuzh gant un sarjant eus e warded-korf, Agustín Fernando Muñoz y Sánchez. Ne oa ket an darempred-se diouzh grad kevredigezh an amzer. Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred d'an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina.
He merc'h pennhêrez ne oa nemet tri bloaz da varv he zad ha Maria Cristina a voe rejantez ar rouantelezh e-pad seizh vloaz, adal 1833 betek 1840.
Dimezioù ha bugale
Kentañ pried
Dimeziñ a reas e 1829 da Fernando VII (1784 - 1833), Roue Spagn, 22 vloaz warni. E bevare ha diwezhañ pried e oa. Div verc'h o doe :
- Isabel II (1830–1904), rouanez Spagn.
- María Luisa Fernanda de Borbón (1832–1897), Infantez Spagn, dimezet d'ar priñs gall Antoine d'Orléans (1824-1890), dug Montpensier.
Eil pried
Addimeziñ a eure da Agustín Fernando Muñoz y Sánchez, kentañ Dug Riánsares ha kentañ Markiz San Agustín, hag eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, Isabel II, etre 1847 ha 1849 :
- María de los Desamparados Muñoz y de Borbón, kentañ Kontez Vista Alegre (1834 - 1864)
- María de los Milagros Muñoz y de Borbón, kentañ Markizez Castillejo (1835 - 1903)
- Agustín Muñoz y Borbón, Dug Tarancón, kentañ Beskont Rostrollano ha Priñs Ecuador (1837 - 1855)
- Fernando Muñoz y de Borbón, kentañ Beskont Alborada ha kentañ Kont Casa Muñoz; eil Dug Riánsares, eil Dug Tarancón hag eil Beskont Rostrollano (1838 - 1910)
- María Cristina Muñoz y de Borbón, Markizez Isabela ha Beskontez Dehesilla (1840 - 1921)
- Juan Muñoz y de Borbón, kentañ Kont ar Recuerdo, kentañ Beskont Villarrubio hag eil Dug Montmorot e Bro-C'hall (1844 - 1863)
- Antonio de Padua Muñoz y Borbón (1842 - 1847)
- José María Muñoz y de Borbón, kentañ Kont Gracia ha kentañ Beskont an Arboleda (1846 - 1863)