Elesbed Iañ (Bro-Saoz) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : mk:Елизабета I zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
D Bot : pt:Isabel I de Inglaterra zo bet ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 34: Linenn 34:
{{Liamm PuB|en}}
{{Liamm PuB|en}}
{{Liamm PuB|mk}}
{{Liamm PuB|mk}}
{{Liamm PuB|pt}}
{{Liamm PuB|sv}}
{{Liamm PuB|sv}}
{{Liamm PuB|vi}}
{{Liamm PuB|vi}}

Stumm eus an 19 Ebr 2014 da 04:50

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Elesbed Iañ
War-dro 1575 – Arzour dianav

Elesbed Iañ, ganet d'ar 7 a viz Gwengolo 1533 ha marvet d'ar 24 a viz Meurzh 1603, a voe rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon adalek ar 17 a viz Du 1558 betek deiz he marv, hag an hini diwezhañ eus an dierniezh Tudor.

Lesanvet e oa The Virgin Queen ("ar Rouanez Werc'h") , Gloriana, pe c'hoazh Good Queen Bess ("Rouanez 'Lesbed Vat").

Merc'h e oa da Herri VIII hag Anne Boleyn e eil pried, a voe dibennet daou vloaz hanter goude genel o merc'h, ha disklêriet e voe e oa Elesbed ur vastardez.
He lezvreur Edward VI a legadas ar gurunenn da Jane Grey, diwar-goust gwirioù e ziv lezc'hoar, Elizabeth ha Mary, en desped d'al lezenn. Ne voe ket dalc'het kont eus e youl, Mary a voe anvet da rouanez, ha Jane Grey a voe dibennet.
E 1558 e teuas Elesbed da vezañ rouanez war-lerc'h he lezc'hoar, goude bezañ bet karc'haret tostik da vloaz, abalamour ma vije bet harperez ar brotestantiezh.

Rouanez Bro-C'hall e voe ivez (an titl hepken) ha rouanez Iwerzhon, adalek ar 17 a viz Du 1558 betek he marv.

Un tamm barzhez a oa anezhi, met brudetoc'h eo abalamour m'he doa lakaet dibennañ he c'heniterv Mari Stuart, rouanez Bro-Skos.

En he raok :
Mari Iañ
Rouanez Bro-Saoz
Rouanez Iwerzhon
Skoed rouaned Bro-Saoz (1399-1603)
15581603
War he lerc'h :
Jakez Iañ

Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Link GA