Deiziadur hebraek : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 65 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q44722 (translate me)
D Bot : es:Calendario hebreo zo bet ur pennad eus an dibab; Kemm dister
Linenn 1: Linenn 1:
[[Skeudenn:JudischerKalender-1831 ubt.jpeg|thumb|right|200px|Deiziadur hebraek evit ar bloavezh 5591 (1831)]]
[[Restr:JudischerKalender-1831 ubt.jpeg|thumb|right|200px|Deiziadur hebraek evit ar bloavezh 5591 (1831)]]
An '''deiziadur hebraek''', pe ''deiziadur yuzev'', eo an doare hengounel da rannañ an amzer zo implijet gant ar [[Yuzevien]]. Un [[deiziadur heolloarel]] eo. En deiziadur-se eo rannet ar bloavezh e 12 pe 13 miz loar pe loariad. An deiziadur hebraek, evel m’emañ bremañ, a oa bet diazezet e [[359]]. Hiziv an deiz e vez implijet evel deiziadur relijiel : evit gouzout deiziadoù ar gouelioù hag all. E bed an armerzh avat e reer gant an [[deiziadur gregorian]] zo en implij e broioù Europa.
An '''deiziadur hebraek''', pe ''deiziadur yuzev'', eo an doare hengounel da rannañ an amzer zo implijet gant ar [[Yuzevien]]. Un [[deiziadur heolloarel]] eo. En deiziadur-se eo rannet ar bloavezh e 12 pe 13 miz loar pe loariad. An deiziadur hebraek, evel m’emañ bremañ, a oa bet diazezet e [[359]]. Hiziv an deiz e vez implijet evel deiziadur relijiel : evit gouzout deiziadoù ar gouelioù hag all. E bed an armerzh avat e reer gant an [[deiziadur gregorian]] zo en implij e broioù Europa.


Linenn 5: Linenn 5:


== Istor ==
== Istor ==
Betek an [[IVvet kantved|IV{{vet}} kantved]] a oa bet savet ar deiziadur-se gant ar [[Sanhedrin]], kuzul yuzev en [[Israel]]. [[Hillel II]], a oa [[Nassi|nassi]] ar [[Sanhedrin]] en doa cheñchet an traoù, war a seblant, e [[359]], o krouiñ un deiziadur jedet e lec'h bezañ evezhiet war al [[Loar]] gant ar [[Sanhedrin]]. Aotreet en deus an dra-se a lakae ar [[vureverezh]] da beurbadout gant pe hep ar [[Sanhedrin]]. Betek bremañ e vez implijet an doare-se da jediñ an deiziadur hebraek.
Betek an [[IVvet kantved|IV{{vet}} kantved]] a oa bet savet ar deiziadur-se gant ar [[Sanhedrin]], kuzul yuzev en [[Israel]]. [[Hillel II]], a oa [[nassi]] ar [[Sanhedrin]] en doa cheñchet an traoù, war a seblant, e [[359]], o krouiñ un deiziadur jedet e lec'h bezañ evezhiet war al [[Loar]] gant ar [[Sanhedrin]]. Aotreet en deus an dra-se a lakae ar [[vureverezh]] da beurbadout gant pe hep ar [[Sanhedrin]]. Betek bremañ e vez implijet an doare-se da jediñ an deiziadur hebraek.


== Anvioù ar mizioù ==
== Anvioù ar mizioù ==
Linenn 29: Linenn 29:
Ar 1{{añ}} eus ''Tishrei'' 5768 hervez an deiziadur hebraek a vo d’an 13 a viz Gwengolo 2007 hervez an [[deiziadur gregorian]].
Ar 1{{añ}} eus ''Tishrei'' 5768 hervez an deiziadur hebraek a vo d’an 13 a viz Gwengolo 2007 hervez an [[deiziadur gregorian]].


[[Skeudenn:Beit_Alpha.jpg|250px|thumb|right|Mozaikenn a daolenn an arouezkelc’h en ur sinagogenn eus ar {{VIvet kantved}} e Beit Alfa, [[Israel]].]]
[[Restr:Beit_Alpha.jpg|250px|thumb|right|Mozaikenn a daolenn an arouezkelc’h en ur sinagogenn eus ar {{VIvet kantved}} e Beit Alfa, [[Israel]].]]


'''Miz''' : pep miz a grog da vare al [[loar nevez]].
'''Miz''' : pep miz a grog da vare al [[loar nevez]].
Linenn 43: Linenn 43:
* [http://www.chiourim.com/cal/calendrier_hebraique.php calendrier hébraïque]
* [http://www.chiourim.com/cal/calendrier_hebraique.php calendrier hébraïque]
* [http://www.louisg.net/C_juif.htm Le calendrier hébreu]
* [http://www.louisg.net/C_juif.htm Le calendrier hébreu]
*[http://www.yeshiva.co/calendar/ Jewish Calendar with Halachic times date converter] yeshiva.co/calendar/
* [http://www.yeshiva.co/calendar/ Jewish Calendar with Halachic times date converter] yeshiva.co/calendar/



[[Rummad:Yuzevegezh]]
[[Rummad:Yuzevegezh]]
[[Rummad:Deiziadurioù]]
[[Rummad:Deiziadurioù]]


{{Liamm PuB|es}}
{{Liamm PuB|he}}
{{Liamm PuB|he}}

Stumm eus an 19 Ebr 2014 da 04:28

Deiziadur hebraek evit ar bloavezh 5591 (1831)

An deiziadur hebraek, pe deiziadur yuzev, eo an doare hengounel da rannañ an amzer zo implijet gant ar Yuzevien. Un deiziadur heolloarel eo. En deiziadur-se eo rannet ar bloavezh e 12 pe 13 miz loar pe loariad. An deiziadur hebraek, evel m’emañ bremañ, a oa bet diazezet e 359. Hiziv an deiz e vez implijet evel deiziadur relijiel : evit gouzout deiziadoù ar gouelioù hag all. E bed an armerzh avat e reer gant an deiziadur gregorian zo en implij e broioù Europa.

Diazezet eo ar bloavezh war an heol hag ar mizioù war al loar. Ul loariad a bad 29 devezh hanter. Trawalc’h eo divizout e pado ur miz diwar zaou 29 devezh hag egile 30 devezh evit m’en em gavfe reizh an traoù. Evit an heol avat ez eo un dra all. An douar a ra an dro d’an heol e 365,25 devezh. Dindan 12 loariad n’eus nemet 354,36 devezh, da lavarout eo e vank 10,89 devezh evit klokaat ar bloavezh. Evit adtapout an devezhioù-se e oa bet ijinet, gant steredoniourien yuzev neuze, un deiziadur heolloarael. Merzet o doa e vije tapet un dale 7 miz rik goude 19 bloavezh 12 loariad. Evit adtapout an dale-se o doa soñjet kaout bloavezhioù 12 miz ha bloavezhioù 13 miz. En ur prantad 19 bloavezh e vez 7 bloavezh gant 13 miz ha 12 bloavezh gant 12 miz.

Istor

Betek an IVvet kantved a oa bet savet ar deiziadur-se gant ar Sanhedrin, kuzul yuzev en Israel. Hillel II, a oa nassi ar Sanhedrin en doa cheñchet an traoù, war a seblant, e 359, o krouiñ un deiziadur jedet e lec'h bezañ evezhiet war al Loar gant ar Sanhedrin. Aotreet en deus an dra-se a lakae ar vureverezh da beurbadout gant pe hep ar Sanhedrin. Betek bremañ e vez implijet an doare-se da jediñ an deiziadur hebraek.

Anvioù ar mizioù

  1. Nisan - 30 devezh
  2. Iyar - 29 devezh
  3. Sivan - 30 devezh
  4. Tammuz - 29 devezh
  5. Av - 30 devezh
  6. Elul – 29 devezh
  7. Tishrei - 30 devezh
  8. C'heshvan - 29 pe 30 devezh
  9. Kislev – 30 pe 29 devezh
  10. Tevet – 29 devezh
  11. Shevat – 30 devezh
  12. Adar I – 30 devezh (er bloavezhioù « bizeost »)
  13. Adar pe Adar II - 29 devezh

Ar miz Adar I zo ur miz ouzhpenn ha ne vez kavet nemet er bloavezhioù 13 miz. Er bloavezhioù all e reer Adar hepken eus Adar II.

Nisan ha Tishrei a seller outo o-daou evel miz kentañ ar bloaz. Tishrei eo ar miz ma vije bet krouet ar bed. Niverenn ar bloavezh a cheñch d’ar 1 eus Tishrei (ha neuze e vez lidet gouel Rosh Hashana). Nisan eo ar miz ma vije get aet an Hebraed kuit eus Ejipt (gouel Pesac'h).

Ar 1 eus Tishrei 5768 hervez an deiziadur hebraek a vo d’an 13 a viz Gwengolo 2007 hervez an deiziadur gregorian.

Mozaikenn a daolenn an arouezkelc’h en ur sinagogenn eus ar VIvet kantved e Beit Alfa, Israel.

Miz : pep miz a grog da vare al loar nevez.

Sizhun : seizh devezh a vez en ur sizhun. Ar sabad (sadorn) eo ar seizhvet devezh, deiz an diskuizh gouestlet da bediñ Doue hervez ar relijion yuzev. N’eus nemet devezh ar sabat en deus ur gwir anv. An devezhioù all a vez anvet devezh kentañ, eil devezh… Ar gwener eo "devezh ar prientiñ" (evit ar sabad).

Devezh : an devezh a grog da vare kuzh-heol, pa weler stered an oabl. En doare hengounel da rannañ an devezh e vez 12 eurvezh, keit-ha-keit, e-pad an noz, ha 12 eurvezh, keit-ha-keit ivez, e-pad an deiz. Kement-se a dalvez e vez hiroc’h an eurvezhioù deiz eget an eurvezhioù noz e-pad an hañv ha berroc’h e-pad ar goañv.

Liammoù diavaez

Patrom:Liamm PuB