Norvegia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Bot : hr:Norveška zo ur pennad eus an dibab; Kemm dister
D Bot : no:Norge a zo ur pennad vat
Linenn 150: Linenn 150:
{{Liamm PuB|hr}}
{{Liamm PuB|hr}}
{{Link GA|da}}
{{Link GA|da}}
{{Link GA|no}}

Stumm eus an 19 Ebr 2014 da 02:27

Kongeriket Norge
Kongeriket Noreg
Banniel Norvegia Skoed Ardamez Norvegia
Banniel Norvegia Skoed Ardamez
Ger-stur : Alt for Norge
Lec’hiadur Norvegia
Yezhoù ofisiel Norvegeg (Bokmål ha Nynorsk) 1
Kêr-benn Oslo
Statud politikel Unpenniezh vonreizhek
Dizalc'hiezh
embannet
anavezet
(diouzh Sveden)
7 a viz Mezheven 1905
26 a viz Here 1905
Roue Harald V
Kentañ Ministr Erna Solberg
Gorread
-En holl
-% dour

385.170 km² 2
6,0%
Poblañs
- 2014 war-dro
- Stankter ar boblañs

5 109 056
13,26/km²
Moneiz Krona (NOK)
Kan broadel Ja, vi elsker dette landet

(Ya, karout a reomp hor bro)
Devezh ar vro 6 a viz Mezheven
Kod war ar Genrouedad .no
Kod pellgomz 47
1 Yezhoù samiek (Sami) a zo anavezet ent ofisiel e c’hwec’h rannvro
2 gant an inizi Svalbard ha Jan Mayen

Norvegia[1], pe Norge[2] (Norge e bokmål, Noreg e nynorsk), zo ur vro e kornôg ledenez Skandinavia. En em astenn a ra a-hed ar Meurvor Atlantel, pe lodennoù anezhañ anvet Mor an Hanternoz er su ha Mor Norvegia en norzh. Harzoù he deus Norvegia gant Sveden er reter ha gant Rusia ha Finland er biz. Rannet eo diouzh Danmark, er su, gant ar Skagerrak.

Stag eo an inizi Svalbard ha Jan Mayen, en norzh, ouzh Rouantelezh Norvegia, koulz hag Enez Bouvet, e su ar Meurvor Atlantel. Enez Pêr Iañ, e su ar Meurvor Habask, a zo e dalc’h Norvegia ivez, met ne seller ket outi evel ul lodenn eus ar Rouantelezh.

Istor

En amzer ar Vikinged e voe ur rouantelezh dizalc’h eus Norvegia, adalek an IXvet kantved, ha gant tud eus Norvegia e voe trevadennet douaroù pell er c’hornôg, evel an Inizi Faero, Island, enezeg Breizh-Veur, Greunland. Mont a reas dinastiezh rouaned Norvegia da get e 1387 hag unanet e voe ar vro gant Danmark ha Sveden en Unvaniezh Kalmar. P’en em zistagas Sveden diouzh Unvaniezh Kalmar er XVIvet kantved e chomas Norvegia hec’h-unan gant Danmark, evel ur rannvro bell, stag outañ. Troc’het e voe Norvegia diouzh ar peurrest eus Europa pa voe degemeret ar brotestantiezh er vro, rak paouez a reas perc’hirined da zont eus Europa war bez Sant Olaf e Nidaros. Goude ma voe faezhet gant Napoleon e rankas Danmark lezel Norvegia gant Sveden e 1814 (hogen an douaroù tramor bet dizoloet gant Norvegiz, evel Greunland, Island, an Inizi Faero, a chomas stag ouzh Danmark). He bonreizh dezhi he doa Norvegia hag he gouarnamant dezhi ivez ; ne oa unanet ouzh Sveden nemet dre ma oa roue Sveden o ren war Norvegia ivez. A-benn ar fin e teuas Norvegia da vezañ dizalc’h da vat e 1905.

Neptu e chomas Norvegia e-pad ar Brezel bed kentañ ha klask a reas chom neptu ivez da vare an Eil brezel bed, met taget hag aloubet e voe gant an Alamaned e miz Ebrel 1940 e-pad Emgann Norvegia. Ar Roue Haakon VII hag ar gouarnamant a c'hellas tec'hout da Vreizh-Veur. E 1942 e voe savet ur gouarnamant kenlabourer gant Vidkun Quisling. Dieubet e voe e 1945. Goude m'he doa klasket chom neptu diagent, ar wech-mañ e teuas ar vro da vezañ unan eus diazezourien an AFNA hag an ABU (da Aozadur ar Broadoù Unanet e roas e sekretour kentañ, Trygve Lie). Deuet eo ar vro da vezañ unan eus ar re binvidikañ er bed (gant an tireoul a zo bet kavet e Mor an Hanternoz. Dre ziv wech he doa nac'het Norvegia mont en Unaniezh Europa (e 1972 hag e 1994).

Politikerezh

Ur rouantelezh vonreizhel eo Norvegia, gant ur Parlamant. Kemer perzh el lidoù a ra ar roue dreist-holl, hep na vefe gantañ kalz a c’halloud, met arouez unded ar vro eo eñ.

169 c’hannad zo e parlamant Norvegia, ar Storting, ha dilennet e vezont en 19 kontelezh, evit ur prantad pevar bloaz, hervez an doare mouezhiañ kenfeurel. Rannet eo ar Storting e div gambr, an Odelsting hag al Lagting, a c’hell bezañ bodet pep hini diouzh he zu evit traoù zo, pe a-gevret evit traoù all.

Rannadur melestradurel

Rannet eo Norvegia e 19 kontelezh (fylker) hag e 5 rannvro (landsdel). War ar gartenn-mañ e weler anezho gant pep a niverenn (n’eus niverenn 13 ebet, a-ratozh) :

Kontelezhioù Norvegia
Kontelezhioù Norvegia

Ouzhpenn se ez eus 433 a gumunioù.

Douaroniezh

Ur vro hir-hir eo Norvegia, p’en em led a-hed 1752 km eus an norzh d’ar su, hag a-hed 430 km d’ar muiañ ha 6 d’an nebeutañ a reter da gornôg. Ur vro veneziek eo ivez, levezonet gant krignerezh amzer ar skorn. Ar Galdhøpiggen eo ar menez uhelañ, a sav e uhelder da 2 469 m. Troc’het-didroc’het eo an aod, a-hed ouzhpenn 20 000 km, gant e-leizh a inizi, a garregoù hag a fjordoù.

Emañ hanternoz ar vro en norzh da Gelc'h pennahel Arktika. El lodenn-se eus ar vro neuze e weler heol hanternoz e-pad meur a sizhun e-pad an hañv. En enep e vez teñval er goañv e-pad devezhioù ha devezhioù.

Armerzh

Poblañs

Kastell ar Roue en Oslo

Sevel a ra an niver a du a zo o vevañ e Norvegia da 4,6 milion (e Gouere 2004). Goustadik e kresk an niver-se (0,4% bep bloaz). Diskennidi eus ar Vikinged eo ar braz eus an dud, met en hanternoz e kaver ur bobl all, ar bobl Sami, hag ivez un nebeud tud deuet eus Finland (Kven). Henvroidi eo ar Samied hag a-gozh e vezont kavet el lodenn-se eus Norvegia, hag er broioù amezek (Sveden, Finland ha Rusia). Ar brasañ niver anezho koulskoude a zo bremañ o chom en Oslo.

Er bloavezhioù diwezhañ eo kresket kalzik an niver a dud divroet eus broioù all : Pakistan, Irak, Vietnam, Somalia, Sveden ha Danmark. Mont a raent d’ober 7,9% eus poblañs Norvegia d’ar 1añ a viz Genver 2005.

Ar c'hêrioù brasañ eo Oslo, Bergen, Trondheim, Stavanger ha Tromsø.

Daous stumm skrivet a zo d’an norvegeg, anvet Bokmål ha Nynorsk, ha n’eo ket bras ar c’hemm etrezo. Ar Bokmål eo ar stumm implijet gant ar muiañ niver eus an dud. En norzh e kaozeer ivez yezhoù samiek, yezhoù ha n’int ket kar tamm ebet d’an norvegeg.

An darn vrasañ eus Norvegiz a zo luterianed (86%). Tost da 7% anezho a heuilh kredennoù all, hag ar peurrest a lavar n’o deus relijion ebet.

Un nebeud tud vrudet eus Norvegia

Niels Henrik Abel (matematikour)
Roald Amundsen (ergerzher)
Bjørnstjerne Bjørnson (skrivagner)
Gro Harlem Brundtland (politikourez)
Leifr Eiríksson (ergerzher)
Edvard Grieg (sonaozer)
Knut Hamsun (skrivagner)
Thor Heyerdahl (ergerzher)
Henrik Ibsen (skrivagner)
Helge Ingstad (ergerzher)
Trygve Lie (politikour)
Edvard Munch (livour)
Fridtjof Nansen (ergerzher)
Vidkun Quisling (politikour)
Sigrid Undset (skrivagnerez)
Ivar Aasen (yezhour)
Simen Agdestein (c'hoarier echedoù)
Magnus Carlsen (c'hoarier echedoù)

Levrlennadur

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

  1. Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon; Ofis ar Brezhoneg
  2. Eil Derez Diwan, Kreizenn ar geriaouiñ, trede embannadur kresket 1993.


Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Liamm PuB Patrom:Link GA Patrom:Link GA