Gwez (plant) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
difaziañ
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Old-Tjikko-2011-07-19-001.jpg|thumb|'''''Old Tjikko''''', ar wezenn vev goshañ a zo war an Douar.<br />E-pad 9550 a vloavezhioù he deus kresket war menez Fulufjället e proviñs [[Dalarna]], [[Sveden]].]]
[[Restr:Kucuk Camlica 06465.jpg|thumb]]
Ur '''wezenn''' zo ur [[plant|blantenn]] [[koad|goadek]] gant [[brank]]où stag ouzh ur [[kef|c'hef]]. Hervez skiantourien 'zo e rank uhelder ur blantenn bezañ 3 metrad (6 metrad hervez lod) d'ar bihanañ evit ober '''gwezenn''' anezhi.
Ur '''wezenn''' zo ur [[plant|blantenn]] [[koad|goadek]] gant [[brank]]où stag ouzh ur [[kef|c'hef]]. Hervez skiantourien 'zo e rank uhelder ur blantenn bezañ 3 metrad (6 metrad hervez lod) d'ar bihanañ evit ober '''gwezenn''' anezhi.



Stumm eus an 14 Ebr 2014 da 19:32

Old Tjikko, ar wezenn vev goshañ a zo war an Douar.
E-pad 9550 a vloavezhioù he deus kresket war menez Fulufjället e proviñs Dalarna, Sveden.

Ur wezenn zo ur blantenn goadek gant brankoù stag ouzh ur c'hef. Hervez skiantourien 'zo e rank uhelder ur blantenn bezañ 3 metrad (6 metrad hervez lod) d'ar bihanañ evit ober gwezenn anezhi.

Elfennoù a-bouez eus an natur eo ar gwez : produiñ a reont dioksigen ha digreskiñ an dioksidenn garbon en aergelc'h, skoilhoù int ouzh ar c'hrignerezh, goudor a roont d'un ekosistem en o deil ha pourveziñ a reont frouezh, koad ha keuneud... hep ankouaat o ferzh e kaerder ar maezioù.

Morfologiezh

An elfennoù pennañ a ya d'ober ur wezenn eo ar gwrizioù, ar c'hef hag ar brankoù. Gronnet eo ar c'hef hag ar brankoù gant kelligoù marv (ar rusk) hag a warez o lodenn vev. An darn vrasañ eus ar gwez en deus delioù hag a zo e karg eus ar fotosintezenn.

Bep ma kresk ar wezenn e krou koad nevez tro-dro d'ar c'hoad kozh. Ma troc'her kef ur wezenn e c'heller gwelet evel-se kelc'hennoù sklaer ha teñval a-bep eil. Er metoù kerreizh (ur c'houlzad sec'h hag ur c'houlzad gleb ar bloaz) e vez ouzhpennet ur re gelc'henn (unan sklaer hag unan deñval) bep bloaz. Gant an dendrokronologiezh e c'heller dielfennañ ar c'helc'hennoù-se evit anavezet oad ur wezenn.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gwez er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Patrom:Link GA