Maria Cristina an Div Sikilia (1806-1878) : diforc'h etre ar stummoù
o |
|||
Linenn 12: | Linenn 12: | ||
Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred d'an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina. |
Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred d'an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina. |
||
<!-- Su hija y heredera al trono contaba sólo con 3 años y actuó como regente del Reino durante los siguientes siete años, hasta 1840. Er c'heit amzer-se hizo necesarias contribuciones sociales, como el auxilio que procuró a la costa onubense en 1834 |
<!-- Su hija y heredera al trono contaba sólo con 3 años y actuó como regente del Reino durante los siguientes siete años, hasta 1840. Er c'heit amzer-se hizo necesarias contribuciones sociales, como el auxilio que procuró a la costa onubense en 1834 goude epidemia de cólera. En anaoudegegezh a gement-se e c'houlennas kuzul [[Real Isla de la Higuerita]] an aotre da gemmaén hec'h anv en [[ Isla Cristina]]. |
||
--> |
--> |
||
Stumm eus an 14 Ebr 2014 da 18:04
- Meur a vaouez zo bet anvet Maria Cristina an Div Sikilia.
Maria Cristina an Div Sikilia, pe María Cristina de Borbón-Dos Sicilias e spagnoleg, (Palermo, 1806 — Sainte-Adresse, 1878), a oa ur briñsez italian hag a voe rouanez Spagn goude dimeziñ da Fernando VII e 1829. Rejantez e voe goude marv he fried, etre 1833 ha 1840, evit he merc'h Isabel II, rouanez Spagn.
Rejañs
Mervel a reas he fried Fernando VII en 1833. Anvet e oa bet, e testamant ar roue, da c'houarnerez ar Rouantelezh (Gobernadora del Reino), ur garg a voe kadarnaet tri bloaz goude gant ar Lezioù (las Cortes) en 1836. D'an 28 a viz kerzu 1833, goude dezhi intañveziñ, e reas un dimeziñ morganatek ha kuzh gant un sarjant eus e warded-korf, Agustín Fernando Muñoz y Sánchez.Ne oa ket an darempred-se diouzh grad kevredigezh an amzer.
Ar beleg Marcos Aniano González, nevez beleget, mignon d'ar paotr nevez, a lidas o eured, hag a chomas e darempred d'an tiegezh e-pad tost da dri-ugent vloaz, evel aluzener ar palez ha kofesour nemetañ María Cristina.
Dimezioù ha bugale
Kentañ pried
Dimeziñ a reas e 1829 da Fernando VII (1784 - 1833), Roue Spagn, 22 vloaz warni. E bevare ha diwezhañ pried e oa. Div verc'h o doe :
- Isabel II (1830–1904), rouanez Spagn.
- María Luisa Fernanda de Borbón (1832–1897), Infantez Spagn, dimezet d'ar priñs gall Antoine d'Orléans (1824-1890), dug Montpensier.
Eil pried
Addimeziñ a eure da Agustín Fernando Muñoz y Sánchez, kentañ Dug Riánsares ha kentañ Markiz San Agustín, hag eizh bugel o doe, titlet gant o hanterc'hoar rouanez, Isabel II, etre 1847 ha 1849 :
- María de los Desamparados Muñoz y de Borbón, kentañ Kontez Vista Alegre (1834 - 1864)
- María de los Milagros Muñoz y de Borbón, kentañ Markizez Castillejo (1835 - 1903)
- Agustín Muñoz y Borbón, Dug Tarancón, kentañ Beskont Rostrollano ha Priñs Ecuador (1837 - 1855)
- Fernando Muñoz y de Borbón, kentañ Beskont Alborada ha kentañ Kont Casa Muñoz; eil Dug Riánsares, eil Dug Tarancón hag eil Beskont Rostrollano (1838 - 1910)
- María Cristina Muñoz y de Borbón, Markizez Isabela ha Beskontez Dehesilla (1840 - 1921)
- Juan Muñoz y de Borbón, kentañ Kont ar Recuerdo, kentañ Beskont Villarrubio hag eil Dug Montmorot e Bro-C'hall (1844 - 1863)
- Antonio de Padua Muñoz y Borbón (1842 - 1847)
- José María Muñoz y de Borbón, kentañ Kont Gracia ha kentañ Beskont an Arboleda (1846 - 1863)