Luisa Carlotta an Div Sikilia : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 6: Linenn 6:


==Spagn==
==Spagn==
Dimezet e voe e 1819 d'an infant [[Francisco de Paula Spagn]], kont Cadiz, breur d'he mamm ha d'ar roue [[Fernando VII]], ha da Carlos (1788-1855), Kont Molina. Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel:
Dimezet e voe e 1819 d'an infant [[Francisco de Paula Spagn]], kont Cadiz, breur d'he mamm ha d'ar roue [[Fernando VII]], ha da [[Carlos Spagn]] (1788-1855), Kont Molina. Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel:
*en un tu ar virourien touet, ha Kont Molina a oa en o fenn, en sell da vezañ roue war-lerc'h e vreur divugel,
*en un tu ar virourien touet, ha Kont Molina a oa en o fenn, en sell da vezañ roue war-lerc'h e vreur divugel,
*en tu all ar frankizourien, harpet gant Francisco de Paula ha Luisa.
*en tu all ar frankizourien, harpet gant Francisco de Paula ha Luisa.

Stumm eus an 13 Ebr 2014 da 22:50

Luisa Carlota

Luisa de Borbone-Sicilia, pe Luisa Carlotta Maria Isabella di Borbone en italianeg, pe Luisa Carlota de Borbón-Dos Sicilias y Borbón e spagnoleg, ganet e 1804 ha marvet e Madrid e 1844, a oa ur briñsez italian, deuet da vout infantez Spagn.

He buhez

Ganet e oa e Napoli e 1804. Merc'h e oa da Francesco Iañ an Div Sikilia ha d'e bried María Isabel Spagn. C'hoar e oa da Fernando II an Div Sikilia, a renas war-lerc'h o zad, ha da Maria Christina an Div Sikilia (1806–1878). Da gentañ e oa priñsez a Naplez ha priñsez a Sikilia. Hogen, pa voe unvanet Rouantelezh Naplez ha hini Sikilia, d'an 18 a viz Kerzu 1816, eo e teuas da vout priñsez roueel an Div Sikilia.

Spagn

Dimezet e voe e 1819 d'an infant Francisco de Paula Spagn, kont Cadiz, breur d'he mamm ha d'ar roue Fernando VII, ha da Carlos Spagn (1788-1855), Kont Molina. Evel Europa an amzer-se e oa rannet lez Spagn etre div gostezenn bolitikel:

  • en un tu ar virourien touet, ha Kont Molina a oa en o fenn, en sell da vezañ roue war-lerc'h e vreur divugel,
  • en tu all ar frankizourien, harpet gant Francisco de Paula ha Luisa.

Ur vaouez a benn e oa, un itrikerez touet, hag un den a bouez bras el lez. Pa varvas trede pried ar roue Fernando VII, he breur-kaer, bepred divugel, e teuas Luisa Carlotta a-benn da lakaat roue Spagn da addimeziñ d'he c'hoar yaouank Maria Christina an Div Sikilia, a deuas da vout pevare pried ar roue intañv.

Dipitet bras neuze e voe Carlos, breur ar roue, o welout e vreur henañ oc'h addimeziñ adarre, hag ar gurunenn o pellaat diouzh e benn ha diouzh hini e bried portugalat.

Rak div verc'h o doe ar rouaned, ha bec'h a voe diwezhatoc'h, ha brezel abalamour da se. Evel-se bepred eo e teuas Luisa da vezañ c'hoar-gaer d'he c'hoar, ha moereb da rouanez Spagn, Isabel II, an hini a renas war-lerc'h Fernando VII, e-lec'h Carlos a chomas e fri war ar gloued. Ouzhpenn-se e timezas he mab Francisco de Asís de Borbón da Isabel II. A-hend-all e oa mamm da Enrique de Borbón, a voe lazhet en un duvell gant Antonio de Orleáns, kenderv da Luisa.

Liammet e oa gant frankizourien Spagn, a-enep kostezenn Carlos.

He bugale