Henwig-ar-C'houenon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D vi-koukoug
Linenn 35: Linenn 35:
Roudoù a gaver eus annezadurioù adalek oadvezh an houarn ({{VIIIvet_kantved}}-{{Vvet_kantved}} kent JK). An orin anezho a c'haller displegañ dre al lec'hiadur azas, a valir a-us d'ar C'houenon ha d'e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e pennkêr Orañj (d.l.e. ur skoilh, naturel pa galvezadel, aozet evit difenn ur savlec'h) a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet e voe al lec'h adarre gant ar Romaned hag a savas ur c'hamp eno.
Roudoù a gaver eus annezadurioù adalek oadvezh an houarn ({{VIIIvet_kantved}}-{{Vvet_kantved}} kent JK). An orin anezho a c'haller displegañ dre al lec'hiadur azas, a valir a-us d'ar C'houenon ha d'e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e pennkêr Orañj (d.l.e. ur skoilh, naturel pa galvezadel, aozet evit difenn ur savlec'h) a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet e voe al lec'h adarre gant ar Romaned hag a savas ur c'hamp eno.


Er Grennamzer e kreskas ar vourc'h tro-dro d'an iliz, bet savet war ur bladenn a-us d'ar [[Kouenon|C'houenon]]. Met ne yeas ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeuas un diwezh da skrapadegoù an Normaned er {{IXvet_kantved}} ha {{Xvet_kantved}}. D'an ampoent-se e oa div voudenn gladdalc'hel er barrez, unan e Orañj hag eben e Bourgel. Goude bezañ bet lodenn eus domani prevez duged kozh Breizh e voe lakaet Henwig dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger. Edo ar parrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon div veurgêr en em gavas Henwig enta. Da varoned Felger rag-eeun e oa domani al Lann Pavezet, a zeuio diwezhatoc'h da vezañ un domani roueel, hag a 'n em lede etre kêriadenn [[Sant-Kristol-Gwalen|Gwalen]], parrez [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]], ha glannoù ar C'houenon. Er {{XVIvet_kantved}} ez eo bet rannet al lann etre parrezioù Henwig, [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]] ha [[Sant-Kristol-Gwalen|Sant-Kristol]].
Er Grennamzer e kreskas ar vourc'h tro-dro d'an iliz, bet savet war ur bladenn a-us d'ar [[Kouenon|C'houenon]]. Met ne yeas ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeuas un diwezh da skrapadegoù an Normaned er {{IXvet_kantved}} ha {{Xvet_kantved}}. D'an ampoent-se e oa div voudenn gladdalc'hel er barrez, unan e Orañj hag eben e Bourgel. Goude bezañ bet lodenn eus domani prevez duged kozh Breizh e voe lakaet Henwig dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger. Edo ar barrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon div veurgêr en em gavas Henwig enta. Da varoned Felger rag-eeun e oa domani al Lann Pavezet, a zeuio diwezhatoc'h da vezañ un domani roueel, hag a 'n em lede etre kêriadenn [[Sant-Kristol-Gwalen|Gwalen]], parrez [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]], ha glannoù ar C'houenon. Er {{XVIvet_kantved}} ez eo bet rannet al lann etre parrezioù Henwig, [[Sant-Owen-an-Alloz|Sant-Owen]] ha [[Sant-Kristol-Gwalen|Sant-Kristol]].


Gant an Normaned e oa bet distrujet manati amezek Sant-Superi [[Gwaharzh]] (a oa e dalc'h abati Marmoutiers, e [[Touren]]). Fellout a reas da venec'h Marmoutiers ec'h adsevel. Met dre ma oa berr o feadra e ejont da gaout dug Breizh. Evit o skoazellañ e voe roet parrez Henwig da vanati Sant-Superi Gwaharzh e deroù an {{XIvet_kantved}} (war-dro ar bloavezh 1030) gant an dug [[Alan III]]. An annezidi a savas evit difenn o gwirioù hag o identelezh e-skoaz abati Gwaharzh avat. En diwezh e voe aotreet an donezoniñ-se e 1040 gant ar priñsed Eudes hag Alain ha gant eskop Roazhon : « Doctiam plenariam justitium de tota illa verra» d.l.e. "Reiñ a ran justis leun war an holl douaroù-se", da lavaras an dug Alan III. Met war un dro e tapas parrezianiz Henwig ar saviad a "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh. Ret e voe da venec'h Gwaharzh tremen gant div drederenn hepken eus deogoù parrez Hewnig "an div drederenn eus deogoù edoù a gement seurt a gresk eno" evel m'eo diferet gant un anzav dom Richarzh a Sant-Krespin, priol Gwaharzh e 1319. Er bloavezh-mañ e save o deogoù da 60 minoù ed —— 360 poezell pe tregont sestier ——, gant profoù Nedeleg, Pask hag ar C'horaiz bihan, hag e veze dilaosket an nemorant da berson ar barrez. E roll an eskopti (ds. 1646) ez eo deroet 400 lur leve da berson Henwig.
Gant an Normaned e oa bet distrujet manati amezek Sant-Superi [[Gwaharzh]] (a oa e dalc'h abati Marmoutiers, e [[Touren]]). Fellout a reas da venec'h Marmoutiers ec'h adsevel. Met dre ma oa berr o feadra e ejont da gaout dug Breizh. Evit o skoazellañ e voe roet parrez Henwig da vanati Sant-Superi Gwaharzh e deroù an {{XIvet_kantved}} (war-dro ar bloavezh 1030) gant an dug [[Alan III]]. An annezidi a savas evit difenn o gwirioù hag o identelezh e-skoaz abati Gwaharzh avat. En diwezh e voe aotreet an donezoniñ-se e 1040 gant ar priñsed Eudes hag Alain ha gant eskop Roazhon : « Doctiam plenariam justitium de tota illa verra» d.l.e. "Reiñ a ran justis leun war an holl douaroù-se", da lavaras an dug Alan III. Met war un dro e tapas parrezianiz Henwig ar saviad a "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh. Ret e voe da venec'h Gwaharzh tremen gant div drederenn hepken eus deogoù parrez Hewnig "an div drederenn eus deogoù edoù a gement seurt a gresk eno" evel m'eo diferet gant un anzav dom Richarzh a Sant-Krespin, priol Gwaharzh e 1319. Er bloavezh-mañ e save o deogoù da 60 minoù ed —— 360 poezell pe tregont sestier ——, gant profoù Nedeleg, Pask hag ar C'horaiz bihan, hag e veze dilaosket an nemorant da berson ar barrez. E roll an eskopti (ds. 1646) ez eo deroet 400 lur leve da berson Henwig.

Stumm eus an 9 Ebr 2014 da 08:27

Henwig-ar-C'houenon
Henwig-ar-C'houenon
Bro istorel Bro Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen
Arondisamant Arondisamant Roazhon
Kanton Kanton Sant-Albin-Elvinieg
Kod kumun 35355
Kod post 35490
Maer
Amzer gefridi
Pascal Dewasmes
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro Elvinieg
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn web http://www.vieux-vy-sur-couesnon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 267 ann. (2020)[1]
Stankter 59 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
<span class="geo-dms" title="Kartennoù, luc'hskeudennoù dre nij, ha roadennoù all evit Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi" Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"">Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"
Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"
/ Fazi, Fazi
Uhelderioù kreiz-kêr : 65 m m
bihanañ 22 m m — brasañ 107 m m
Gorread 21,56 km²
<div style="position:absolute;top:Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.%;left:Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.%;width:0px;height:0px;margin:0;padding:0;line-height:0px;background-color:transparent;">
Lec'hiañ ar gêr
Henwig-ar-C'houenon


Henwig-ar-C'houenon (Vieux-Vy-sur-Couesnon e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Sant-Albin-Elvinieg, e departamant Il-ha-Gwilen.

Gerdarzh

Dont a ra an anv gallek eus al latin Vetus Vicus, bourc'h kozh. Dindan an anv-se e oa meneget e 1020, 1040 ha 1063, dindan ar stumm parochia Veteris Vici e 1030, ecclesia de Veteri Vico e 1092, Vielvy e 1413, Vielvy-sur-Coaynon e 1430, Viezvy e 1461, Vieuxlvy-sur-Coarznon e 1542, Vieuxvy-sur-Couasnon.

En XXvet kantved e oa bet krouet an anv Henwig-ar-C'houenon war ar memes patrom ha hini kumun Henvig e Bro-Leon.

Istor

Roudoù a gaver eus annezadurioù adalek oadvezh an houarn (VIIIvet kantved-Vvet kantved kent JK). An orin anezho a c'haller displegañ dre al lec'hiadur azas, a valir a-us d'ar C'houenon ha d'e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e pennkêr Orañj (d.l.e. ur skoilh, naturel pa galvezadel, aozet evit difenn ur savlec'h) a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet e voe al lec'h adarre gant ar Romaned hag a savas ur c'hamp eno.

Er Grennamzer e kreskas ar vourc'h tro-dro d'an iliz, bet savet war ur bladenn a-us d'ar C'houenon. Met ne yeas ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeuas un diwezh da skrapadegoù an Normaned er IXvet kantved ha Xvet kantved. D'an ampoent-se e oa div voudenn gladdalc'hel er barrez, unan e Orañj hag eben e Bourgel. Goude bezañ bet lodenn eus domani prevez duged kozh Breizh e voe lakaet Henwig dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger. Edo ar barrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon div veurgêr en em gavas Henwig enta. Da varoned Felger rag-eeun e oa domani al Lann Pavezet, a zeuio diwezhatoc'h da vezañ un domani roueel, hag a 'n em lede etre kêriadenn Gwalen, parrez Sant-Owen, ha glannoù ar C'houenon. Er XVIvet kantved ez eo bet rannet al lann etre parrezioù Henwig, Sant-Owen ha Sant-Kristol.

Gant an Normaned e oa bet distrujet manati amezek Sant-Superi Gwaharzh (a oa e dalc'h abati Marmoutiers, e Touren). Fellout a reas da venec'h Marmoutiers ec'h adsevel. Met dre ma oa berr o feadra e ejont da gaout dug Breizh. Evit o skoazellañ e voe roet parrez Henwig da vanati Sant-Superi Gwaharzh e deroù an XIvet kantved (war-dro ar bloavezh 1030) gant an dug Alan III. An annezidi a savas evit difenn o gwirioù hag o identelezh e-skoaz abati Gwaharzh avat. En diwezh e voe aotreet an donezoniñ-se e 1040 gant ar priñsed Eudes hag Alain ha gant eskop Roazhon : « Doctiam plenariam justitium de tota illa verra» d.l.e. "Reiñ a ran justis leun war an holl douaroù-se", da lavaras an dug Alan III. Met war un dro e tapas parrezianiz Henwig ar saviad a "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh. Ret e voe da venec'h Gwaharzh tremen gant div drederenn hepken eus deogoù parrez Hewnig "an div drederenn eus deogoù edoù a gement seurt a gresk eno" evel m'eo diferet gant un anzav dom Richarzh a Sant-Krespin, priol Gwaharzh e 1319. Er bloavezh-mañ e save o deogoù da 60 minoù ed —— 360 poezell pe tregont sestier ——, gant profoù Nedeleg, Pask hag ar C'horaiz bihan, hag e veze dilaosket an nemorant da berson ar barrez. E roll an eskopti (ds. 1646) ez eo deroet 400 lur leve da berson Henwig.

Nebell eus marzhoù Breizh emañ lec'hiet Henwig, ha dre se e voe liammet gant unan eus abadennoù mantrusañ istor Breizh. D'ar sadorn 26 a viz Gouere 1488 e oa gronnet Henwig gant bagadoù niverus. Birvilh a oa tro-dro d'ar maner gladdalc'hel ma oa o chom ennañ Jehan a Chateaubriand, hêr ar re Orañj diwezhañ. E penn gward-adreñv arme Breizh edo Jehan ha gantañ e oa bet roet degemer d'an Dug Charlez a Orleañs, d'an Aotrou Albret ha da pennoù pouezusañ arme Breizh. Ar soudarded (7 000 Breton, 800 Alaman, 900 Saoz, 1 600 Spagnol ha 2 500 Gwaskon), hag a oa war-nes stourm ouzh arme Frañs, o doa savet o c'hamp etre an hanva roman kozh, difennoù Bourgel, an torgennoù amezeg hag ar gompezenn en em zispleg war glannoù an Alleron. Alese eo loc'het arme Breizh antronoz evit mont d'emgannañ e Sant-Albin-an-Hiliber.

E dibenn an XVIIIvet kantved e yae ar milinoù da bourchas ur greanterezh bleunius. Obererezh ar paperaerezh er milinoù-se staliet war ribloù ar C'houenon en deus merket start dremm adeiladourel ar gumun. En XIXvet kantved an obererezh armerzhel a zalc'h gant e lañs a-drugarez d'ar mengleuzioù greunvaen da gentañ, ha diwaezhtoc'h da vengleuz plom arc'hantus an Dosenn e Bre.

Repuidi republikan eus Brezel Spagn a vo degemeret adalek deroù ar bloavezh 1939 e savadurioù dilezet ar vengleuz ha re an danvez ospis (n'eo morse bet digoret)[2]. Lod anezho a chomo eno betek e-kreiz ar bloavezhioù 1950. Da c'houde e vo savet er vengleuz ur c'hamp yaouankizoù bodet ennañ bugale gourdrouzet.

Monumantoù ha traoù heverk

Moger kiklopek Orañj (oadvezh an houarn).

Iliz Sant Jermen, ar bras anezhi eus an XVIvet kantved kantved, met gant lodennoù eus an XIvet kantved. Savet eo bet an ograoù e 1883.

Ul laour-vaen greunvaen, meneget ken abred ha 1020 ouzh dor an iliz, dezhi stumm un nev.

A-hed ar C'houenon hag e adster ar Mined en em gave 8 milin, an holl anezho war-bouez unan gouestlet da fardañ paper. En ur heuliañ ar C'houenon (eus ar Su betek an Norzh, well-wazh) e kaver tro-ha-tro

  • Milin ar Menec'h (an hini nemetañ a vale greun, n'eus ket anezhañ ken)
  • Milin Orañj
  • Milin ar Pont
  • Ar Milinoù Meur
  • Milin Roudour Meven
  • Milin Bre
  • Milin Roudour Morin

Unan a zo savet war ar stêr Mined, nebeut a-raok d'ar gwazh-dour-mañ en em deurel er C'houenon, en argrec'h da Milin Bre

  • Milin ar Mined

Kastel ar Milinig, bet savet er XIXvet kantved kantved.

Mougev Bre dediet da Itron Varia Gwir-Sikour hag al Labour

Douaroniezh

Ur vourc'h eus biz Breizh eo, lec'hiet nebell eus marzhoù ar vro, treuzet gant ar stêr Gouenon hag hec'h adsterioù an Alleron hag ar Mined. Lec'hiet eo Henwig-ar-C'houenon war-hed 33 eus Roazhon, 23 eus Felger ha 35 eus Menez Mikael ar Mor.

Ar c'humunioù amezek a zo (en ur dreiñ a-du gant nadozioù un eurier, adalek an Norzh) Rovazil, Kelvinieg, Sant-Kristol-Gwalen, Sant-Owen-an-Alloz, Magoerioù-ar-C'houenon, Gwaharzh, ha Sen.

A-fet douarouriezh en em gav ar gumun en domani Nozh-Armorika (kelc'hiad kadomian) ha diwar al lec'hiadur ez eo anvet ar sinklinal lec'hel : Sinklinal Henwig-ar-C'houenon.

Sevel a ra lec'h uhelañ ar gumun da 107 m (el Lannn Pavezet), hag an hini izelañ da 22m (e pennkêr La Mondrais). Liesdoare eo an torosennadur, etre an uhelgompezennoù er c'hornôg, er reter hag er c'hreisteiz, ha traoñienn ar C'houenon he diribinoù serzh. Rak-se eo deuet Henwig da vezañ ul lec'h brudet evit redadegoù marc'h-houarn, gant e gravoù sonn etre ar vourc'h eus un tu, ha Bre (war hent Kelvinieg) pe al Lann Pavezet (war hent Felger) eus un tu all.

Armerzh

Labour-douar

Gant gounit boued-chatal ha desevel loened a ya ar bras eus gorread gounezadus ar gumun (1.377 ha, war 37 atant). Pradeier ha koadeier a zo ivez.

Greanterezh

  • Mengleuz plom arc'hantus Bre, a zo bet korvoet el lec'h An Dosenn e anv.

Digoret eo bet e 1879, ha korvoet eo bet da gentañ evit ur spledad plom. Etre 1880 ha 1894 e vo eztennet kailh diaoz (blend pe maen-zink, galen ha pirit). E 1890 e vo krouet « Kevredad mengleuzioù arc'hantus an Dosenn » evit merañ ar goñsedadenn ; divodet e vo e 1894. Er bloavezhioù 1900 eur krog en-dro da gorvoiñ. An taol-mañ e vo enfredet betek 350 goprad gant ar Gevredad merour hag e savo ar c'henderc'had da 12 000 tonnenn plom arc'hantus dre bloavezh. E 1907 e paouez adarre an obererezh evit abegoù arc'hantel.

Trede pennad greantel evit al lec'hienn e 1927, ur gevredad a grog da gorvoiñ ar spledad, hag a sav ar geoded micherour a weler c'hoazh hiziv an deiz. E 1929 ez eo divontet ar greizenn dredan dre aezhenn paour a oa bet savet e 1903 evit liammañ al lec'hienn ouzh ar rouedad tredan hollek. Er bloavezh-se e ra freuz-stal ar gevredad hag e chom a-sav ar c'horvoiñ.

Erfin, etre 1941 ha 1951, e voe korvoet ar vengleuz evit ar pevare gwech, dindan ren an ac'huber alaman, ha da c'houde gant « Kompagnunez an Dyr ». E 1956 ez eo bet serret da vat, ha ret e vo gortoz betek 2009 evit ma vo darempredet adarre al lec'hienn, met evit an douristed, ar wech-mañ.

E-doug ar brezel, e talvez ar mengleuz evit degemer da gentañ repuidi spagnolat, da c'houde ur « c'hamp yaouankizoù ». Pa 'z eo lakaet en-dro evit bastañ da ezhommoù an Alamaned, a gorvo an piriteg, e vo korvoet gant « Kompagnunez Mengleuzioù Breizh », ha talvezout a raio da heberc'hiañ ur strollad rezistanted, enframmet en « FTPF », ma vo ezel anezhañ Yvonnick Laurent, a-raok dezhañ bezañ fuzuilhet en atant « Roc'h-ar-Mouilc'hi » d'an 8 a viz Gouere 1944.

  • Mengleuz al Lann Pavezet n'eo ket korvoet ken
  • Ur vengleuz greuvaen (Henry Frères hec'h anv) a zo korvoet bepred er biz, nepell eus ar vengleuz plom arc'hantus kozh, war hent Roudour Morin.
  • Ur vengleuz grouan (Orbello Granulats Ouest hec'h anv) a zo korvoet e pennkêr Sautoger er mervent, sko ouzh harzoù kumunioù Gwaharzh ha Sen

Dezougen

Emdroadur ar boblañs 1962-2006

Niver a annezidi

Melestradurezh

Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
4 Ebrel 2014 → bremañ Pascal DEWASMES - Klañvdiour
22 Meurzh 2008 4 Ebrel 2014 Joël HARDY - Soudard war e leve
1982 22 Meurzh 2008 Yves MAILLARD - Kiger
1965 1982 Armand CARNET - -
1944 1965 Pierre BAUDOIN - -
1933 1944 Théophile HARLAIS - -
1932 1932 Pierre BAUDOIN - -
1919 1931 François DAMY - -
1915 1919 M. CLAIRAY - -
1891 1915 Louis JOLIVET - Greantour
1879 1891 Joseph GAUTON - -
1876 1879 Pierre ROUSSIN - Oberier paper
1874 1876 Magloire DORANGE - Perc'henn font
1863 1874 Pierre ROUSSIN - Oberier paper
20 Eost 1848 1863 Pierre LECUYER - -
16 Ebrel 1841 20 Eost 1848 Pierre BONDIGUEL - -
26 Kerzu 1831 16 Ebrel 1841 Joseph COUDRAY - -
27 Gwengolo 1830 26 Kerzu 1831 Jacques LOUIS - -
15 Genver 1822 27 Gwengolo 1830 Christophe MORIN - -
3 Gwengolo 1815 15 Genver 1822 Pierre COUDRAY - -
7 C'hwevrer 1808 3 Gwengolo 1815 Jacques LOUIS - -
6 Genver 1793 7 C'hwevrer 1808 Pierre HUBERT - Surjian
17 Du 1791 6 Genver 1793 Charles PAHIER - -
21 Du 1790 17 Du 1791 Michel LEVANNIER - Oberier paper
9 Meurzh 1790 21 Du 1790 Pierre HUBERT - Surjian

Tud brudet

  • Jean Lizé, paperaer ar XVvet kantved kantved
  • Pierre Hubert, surjian, maer kentañ ar gumun (bet dilennet d'ar 9 a viz Mae 1790)
  • Zacharie Roussin (1827-1894), kimiour brudet war dachenn al livuzennoù
  • Maen savet e koun Yvonnick Laurent
    Yvonnick Laurent (1923-1944), rezistant merzher, fuzuilhet d'an 8 a viz Gouere 1944 d'an oad a 21 bloaz.
  • Jeneral Pierre Vallerie (1903-1988), Kontroller meur an Armeoù, eilmaer Sant-Maloù (1967-1977)

Liammoù diavaez

Dave ha notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Raymond San Geroteo, Les Oliviers de l'exil, Cairn 2012, ISBN 9782350682747