Henwig-ar-C'houenon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D vi-koukoug war an anv latin
Spisadur war ar milinoù
Linenn 49: Linenn 49:
Ul [[laour-vaen]] [[greunvaen]], meneget ken abred ha 1020 ouzh dor an iliz, dezhi stumm un [[nev]].
Ul [[laour-vaen]] [[greunvaen]], meneget ken abred ha 1020 ouzh dor an iliz, dezhi stumm un [[nev]].


A-hed ar C'houenon hag a dreuz ar c'humun en em gave 8 milin, an holl anezho war-bouez unan gouestlet da fardañ paper. Eus an Norzh betek ar Su, e kaver tro-ha-tro
A-hed ar C'houenon hag e adster ar Mined en em gave 8 milin, an holl anezho war-bouez unan gouestlet da fardañ paper. En ur heuliañ ar C'houenon (eus ar Su betek an Norzh, well-wazh) e kaver tro-ha-tro
* Milin ar Menec'h (an hini nemetañ a vale greun, n'eus ket anezhañ ken)
* Milin ar Menec'h (an hini nemetañ a vale greun, n'eus ket anezhañ ken)
* Milin Orañj
* Milin Orañj
Linenn 57: Linenn 57:
* Milin Bre
* Milin Bre
* Milin Roudour Morin
* Milin Roudour Morin
Unan a zo savet war ar stêr Mined, nebeut a-raok d'ar gwazh-dour-mañ en em deurel er C'houenon, en argrec'h da Milin Bre
* Milin ar Mined
* Milin ar Mined


Kastel ar Milinig, bet savet er {{XIXvet_kantved}} kantved.
Kastel ar Milinig, bet savet er {{XIXvet_kantved}} kantved.


Mougev Bre dediet da ''Itron Varia Gwir-Sikour hag al Labour''
Mougev Bre dediet da ''Itron Varia Gwir-Sikour hag al Labour''


== Douaroniezh ==
== Douaroniezh ==

Stumm eus an 7 Ebr 2014 da 22:21

Henwig-ar-C'houenon
Henwig-ar-C'houenon
Bro istorel Bro Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen
Arondisamant Arondisamant Roazhon
Kanton Kanton Sant-Albin-Elvinieg
Kod kumun 35355
Kod post 35490
Maer
Amzer gefridi
Pascal Dewasmes
2014-2020
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Bro Elvinieg
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn web http://www.vieux-vy-sur-couesnon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 267 ann. (2020)[1]
Stankter 59 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
<span class="geo-dms" title="Kartennoù, luc'hskeudennoù dre nij, ha roadennoù all evit Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi" Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"">Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"
Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.° Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.′ Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.″ Kemennadenn faziek : ger dianav "fazi"
/ Fazi, Fazi
Uhelderioù kreiz-kêr : 65 m m
bihanañ 22 m m — brasañ 107 m m
Gorread 21,56 km²
<div style="position:absolute;top:Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.%;left:Kemennad faziek : oberier < dic'hortoz.%;width:0px;height:0px;margin:0;padding:0;line-height:0px;background-color:transparent;">
Lec'hiañ ar gêr
Henwig-ar-C'houenon


Henwig-ar-C'houenon (Vieux-Vy-sur-Couesnon e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Sant-Albin-Elvinieg, e departamant Il-ha-Gwilen.

Gerdarzh

Dont a ra an anv gallek eus al latin Vetus Vicus, bourc'h kozh. Dindan an anv-se e oa meneget e 1063.
En XXvet kantved eo bet krouet an anv Henwig-ar-C'houenon war ar memes patrom ha hini kumun Henvig e Bro-Leon.

Istor

Roudoù eus annezadurioù ken abred hag ar c'hentistor a c'hallfe bezañ displeget gant al lec'hiadur azas, o valirañ a-us d'ar C'houenon ha d'e roudouroù. Aspadennoù ur c'hamp advenet e kêriadenn Orañj a ziskouez un tiraozañ a-hed an amzer hag an ec'honder. Annezet e voe al lec'h adarre gant ar Romaned hag a savas ur c'hamp eno.

Er grennamzer e kresk ar vourc'h tro-dro d'an iliz, savet war ur bladenn a-us d'ar C'houenon. Met ne ya ar boblañs war baotaat ken nemet pa zeu un diwezh da skrapadegoù an Normaned er IXvet kantved ha Xvet kantved kantvet. Ret eo vo d'an annezidi en em gannañ evit difenn o gwirioù hag o idantelezh e-skoaz abati Gwaharzh ma 'z int dindan e veli, ha tapout a refont saviad "parrez keodedel", an hini kentañ e Breizh, da heul ur gevrat sinet e 1040.

Staget dindan beli milourel an Aotrounez a Orañj, anezho gwizien baroned Felger, emañ ar parrez e dalc'h relijiel eskopti Roazhon. Dindan levezon daou veurgêr en em gav enta Henwig-ar-C'houenon. Nebell eus marzhoù Breizh emañ Henwig, ha dre se e vo test eus emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Eus lec'hienn Orañj bet kreñvaet evit an degouezh e loc'ho an Dug Charlez a Orleañs hag e jeneraled a-gevret gant o 7 000 gwazh.

En XIXvet kantved kantved emañ an obererezh armerzhel o tapout lañs a-drugarez d'ar milinoù ha da oberierezh ar paper, war un dro gant mengleuz an Dosenn e Bre.

Repuidi republikan eus Brezel Spagn a vo degemeret adalek deroù ar bloavezh 1939 e savadurioù dilezet ar mengleuz ha re an danvez ospis (n'eo morse bet digoret). Lod anezho a chomo eno betek e-kreiz ar bloavezhioù 1950. Da c'houde e vo savet eno ur c'hamp yaouankizoù bodet ennañ bugale gourdrouzet.

Monumantoù ha traoù heverk

Moger kiklopek Orañj (oadvezh an houarn).

Iliz Sant Jermen, ar bras anezhi eus an XVIvet kantved kantved, met gant lodennoù eus an XIvet kantved. Savet eo bet an ograoù e 1883.

Ul laour-vaen greunvaen, meneget ken abred ha 1020 ouzh dor an iliz, dezhi stumm un nev.

A-hed ar C'houenon hag e adster ar Mined en em gave 8 milin, an holl anezho war-bouez unan gouestlet da fardañ paper. En ur heuliañ ar C'houenon (eus ar Su betek an Norzh, well-wazh) e kaver tro-ha-tro

  • Milin ar Menec'h (an hini nemetañ a vale greun, n'eus ket anezhañ ken)
  • Milin Orañj
  • Milin ar Pont
  • Ar Milinoù Meur
  • Milin Roudour Meven
  • Milin Bre
  • Milin Roudour Morin

Unan a zo savet war ar stêr Mined, nebeut a-raok d'ar gwazh-dour-mañ en em deurel er C'houenon, en argrec'h da Milin Bre

  • Milin ar Mined

Kastel ar Milinig, bet savet er XIXvet kantved kantved.

Mougev Bre dediet da Itron Varia Gwir-Sikour hag al Labour

Douaroniezh

Ur vourc'h eus biz Breizh eo, lec'hiet nebell eus marzhoù ar vro, war ar stêr Kouenon. Lec'hiet eo Henwig-ar-C'houenon war-hed 33 eus Roazhon, 23 eus Felger ha 35 eus Menez Mikael ar Mor

Ar c'humunioù amezek a zo (en ur dreiñ a-du gant nadozioù un eurier, adalek an Norzh) Rovazil, Kelvinieg, Sant-Kristol-Gwalen, Sant-Owen-an-Alloz, Magoerioù-ar-C'houenon, Gwaharzh, ha Sen.

A-fet douarouriezh en em gav ar c'humun en domani Nozh-Armorika (kelc'hiad kadomian) ha diwar al lec'hiadur ez eo anvet ar sinklinal lec'hel : Sinklinal Henwig-ar-C'houenon.

Armerzh

Labour-douar

Gant gounit boued-chatal ha desevel loened a ya ar bras eus gorread gounezadus ar c'humun. Pradeier ha koadeier a zo ivez.

Greanterezh

  • Mengleuz plom hag arc'hant Bre, a zo bet korvoet el lec'h An Dosenn e anv.

Digoret eo bet e 1879, ha korvoet eo bet da gentañ evit ur spledad plom. Etre 1880 ha 1894 e vo eztennet kailh diaoz (blend, galen ha pirit). E 1890 e vo krouet « Kevredad mengleuzioù arc'hantus an Dosenn » evit merañ ar goñsedadenn ; divodet e vo e 1894. Er bloavezhioù 1900 eur krog en-dro da gorvoiñ. An taol-mañ e vo enfredet betek 350 goprad gant ar Gevredad merour hag e savo ar c'henderc'had da 12 000 tonnenn plom arc'hantus dre bloavezh. E 1907 e paouez adarre an obererezh evit abegoù arc'hantel.

Trede pennad greantel evit al lec'hienn e 1927, ur gevredad a grog da gorvoiñ ar spledad, hag a sav ar geoded micherour a weler c'hoazh hiziv an deiz. E 1929 ez eo divontet ar greizenn dredan dre aezhenn paour a oa bet savet e 1903 evit liammañ al lec'hienn ouzh ar rouedad tredan hollek. Er bloavezh-se e ra freuz-stal ar gevredad hag e chom a-sav ar c'horvoiñ.

Erfin, etre 1941 ha 1951, e voe korvoet ar mengleuz evit ar pevare gwech, dindan ren an ac'huber alaman, ha da c'houde gant « Kompagnunez an Dyr ». E 1956 ez eo bet serret da vat, ha ret e vo gortoz betek 2009 evit ma vo darempredet adarre al lec'hienn, met evit an douristed, ar wech-mañ.

E-doug ar brezel, e talvez ar mengleuz evit degemer da gentañ repuidi spagnolat, da c'houde ur « c'hamp yaouankizoù ». Pa 'z eo lakaet en-dro evit bastañ da ezhommoù an Alamaned, a gorvo an piriteg, e vo korvoet gant « Kompagnunez Mengleuzioù Breizh », ha talvezout a raio da heberc'hiañ ur strollad rezistanted, enframmet en « FTPF », ma vo ezel anezhañ Yvonnick Laurent, a-raok dezhañ bezañ fuzuilhet en atant « Roc'h-ar-Mouilc'hi » d'an 8 a viz Gouere 1944.

Dezougen

Emdroadur ar boblañs 1962-2006

Niver a annezidi

Melestradurezh

Roll ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
4 Ebrel 2014 → bremañ Pascal DEWASMES - Klañvdiour
22 Meurzh 2008 4 Ebrel 2014 Joël HARDY - Soudard war e leve
1982 22 Meurzh 2008 Yves MAILLARD - Kiger war e leve
1965 1982 Armand CARNET - -
1944 1965 Pierre BAUDOIN - -
1933 1944 Théophile HARLAIS - -
1932 1932 Pierre BAUDOIN - -
1919 1931 François DAMY - -
1915 1919 M. CLAIRAY - -
1891 1915 Louis JOLIVET - Greantour
1879 1891 Joseph GAUTON - -
1876 1879 Pierre ROUSSIN - Miliner paper
1874 1876 Magloire DORANGE - Perc'henn font
1863 1874 Pierre ROUSSIN - Miliner paper
20 Eost 1848 1863 Pierre LECUYER - -
16 Ebrel 1841 20 Eost 1848 Pierre BONDIGUEL - -
26 Kerzu 1831 16 Ebrel 1841 Joseph COUDRAY - -
27 Gwengolo 1830 26 Kerzu 1831 Jacques LOUIS - -
15 Genver 1822 27 Gwengolo 1830 Christophe MORIN - -
3 Gwengolo 1815 15 Genver 1822 Pierre COUDRAY - -
7 C'hwevrer 1808 3 Gwengolo 1815 Jacques LOUIS - -
6 Genver 1793 7 C'hwevrer 1808 Pierre HUBERT - Surjian
17 Du 1791 6 Genver 1793 Charles PAHIER - -
21 Du 1790 17 Du 1791 Michel LEVANNIER - -
9 Meurzh 1790 21 Du 1790 Pierre HUBERT - Surjian

Tud

  • Jean Lizé, paperaer ar XVvet kantved kantved
  • Pierre Hubert, surjian, maer kentañ ar c'humun (bet dilennet d'ar 9 a viz Mae 1790)
  • Zacharie Roussin (1827-1894), kimiour brudet war dachenn al livuzennoù
  • Maen savet e koun Yvonnick Laurent
    Yvonnick Laurent (1923-1944), rezistant merzher, fuzuilhet d'an 8 a viz Gouere 1944 d'an oad a 21 bloaz.
  • Jeneral Pierre Vallerie (1903-1988), Kontroller meur an Armeoù, eilmaer Sant-Maloù (1967-1977)

Liammoù diavaez

Dave ha notennoù

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA