Carlota Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 5: Linenn 5:
Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e [[Palez Aranjuez]]. Merc'h e oa da [[Carlos IV]], [[roue Spagn]], ha d'e bried [[Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma]].
Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e [[Palez Aranjuez]]. Merc'h e oa da [[Carlos IV]], [[roue Spagn]], ha d'e bried [[Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma]].


Dek vloaz e oa e [[1785]], pa voe dimezet da [[João VI|João]] ([[1767]]-[[1826]]), eil mab [[Pedro III]], [[roue Portugal]], ha [[Maria Iañ]]. Ar mab henañ, [[José, Priñs Brazil|José]], an hini a oa da vout roue.<br />
Dek vloaz e oa e [[1785]], pa voe dimezet da [[João VI|João]] ([[1767]]-[[1826]]), eil mab [[Pedro III]], [[roue Portugal]], ha [[Maria Iañ]]. Ne voe sevenet eured João ha Carlota nemet d'an [[9 a viz Genver]] 1790, pa oa-hi 15 vloaz, e [[Lisboa]]. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout [[korrez]] avat.


==Rouanez==
Ne voe sevenet eured João ha Carlota nemet d'an [[9 a viz Genver]] 1790, pa oa-hi 15 vloaz, e [[Lisboa]]. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout [[korrez]] avat.
Ar mab henañ, [[José, Priñs Brazil|José]], an hini a oa da vout roue, met mervel a reas e 1788, ha setu João, pried Carlota, da bennhêr. Met entre 1788 ha 1816 e veze graet priñsez Brazil eus Carlota.

Iriennañ a reas da glask diskar ar roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal.


Iriennañ a reas da glask diskar he fried roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal.


==He buhez e Brazil==
==He buhez e Brazil==

Stumm eus an 5 Ebr 2014 da 03:10

Ar rouanez Carlota Joaquina Teresa de Borbón

Carlota Spagn, pe Carlota Joaquina de Borbón e spagnoleg, Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón hervez hec'h anv ofisiel (1775-1830), a oa un infantez spagnol, rouanez Portugal hag impalaerez Brazil.

He buhez

Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e Palez Aranjuez. Merc'h e oa da Carlos IV, roue Spagn, ha d'e bried Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma.

Dek vloaz e oa e 1785, pa voe dimezet da João (1767-1826), eil mab Pedro III, roue Portugal, ha Maria Iañ. Ne voe sevenet eured João ha Carlota nemet d'an 9 a viz Genver 1790, pa oa-hi 15 vloaz, e Lisboa. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout korrez avat.

Rouanez

Ar mab henañ, José, an hini a oa da vout roue, met mervel a reas e 1788, ha setu João, pried Carlota, da bennhêr. Met entre 1788 ha 1816 e veze graet priñsez Brazil eus Carlota.

Iriennañ a reas da glask diskar he fried roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal.

He buhez e Brazil

Ar rouanez Carlota gant he fried roue.

En 1788 e varvas José, mab henañ ar roue, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal. Neuze e voe anvet da briñs Brazil ha da 17vet dug Braganza.
Entre 1788 ha 1816, e veze graet priñsez Brazil eus Carlota. En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù Napoleone Buonaparte, hag ar rouaned Carlos IV, he zad, ha Fernando VII , he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall. E 1807 e voe aloubet Portugal gant ar soudarded c'hall. E-keit-se edo Carlota e Brazil o klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.

He mennad e oa kas un armead vrazilian da aloubiñ Buenos Aires ha hanternoz Arc'hantina. Siwazh dezhi ne deuas a-benn nemet da gemer lez hanternoz aber ar Rio de la Plata, a chomas en Impalaeriezh Brazil betek en 1822, hag anvet Cisplatina. Ar vro-se en em zistagas en 1828 da vezañ Republik Uruguay.

Fellout a reas dezhi lakaat he niz ha mab-kaer, Pierre-Charles de Bourbon, infant Spagn, da ren en Amerika spagnol, diac'hub diouzh ar vetropolenn, dalc'het gant Bro-C'hall. Evit se e klaskas skoazell an amiral Sidney Smith, komandant listri saoz kaeet e porzh Rio[1].

He bugale

Nav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).

  1. e 1793 Maria Teresa de Bragança.
  2. e 1795 Francisco António Pio.
  3. e 1797 Maria Isabel.
  4. e 1798 Pedro de Alcântara, a voe Pedro Iañ Brazil (ha Pedro IV Portugal)
  5. e 1800 Maria Francisca de Assis.
  6. e 1801 Isabel Maria.
  7. e 1802 Miguel, a voe Miguel Iañ Portugal.
  8. e 1805 Maria de Assunção.
  9. e 1806 Ana de Jesus Maria.

He marv

Mervel a reas e 1830 e palez Queluz, e Sintra, e Portugal.

Notennoù

  1. Jean-François Labourdette, Histoire du Portugal, éd. Fayard, p. 496.