Paris (mab Priamos) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Barnadenn Paris: teir liamm reizhet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{pennad zo|Paris}}
[[Image:Paris crater Louvre K6.jpg|thumb|right|230px|Paris gant e goaf, gallout a reer anavezout anezhañ a-drugarez d'e [[Boned Frigian|voned frigian]] ha d'e heuzigoù, [[krater (lestr)|krater]] kloc'h gant liver Stockholm 1999 (?), war-dro [[-380|380]]-[[-370|370 kent J.-K.]], [[Mirdi al Louvre]]]]
[[Image:Paris crater Louvre K6.jpg|thumb|right|230px|Paris gant e c'hoaf. Gallout a reer e anavezout a-drugarez d'e [[Boned Frigian|voned frigian]] ha d'e heuzigoù, [[krater (lestr)|krater]] kloc'h gant liver Stockholm 1999 (?), war-dro [[-380|380]]-[[-370|370 kent J.-K.]], [[Mirdi al Louvre]]]]
[[Image:Judgement_Paris_Antioch_Louvre_Ma3443.jpg|thumb|left|250px|''Barnedigezh ar [[Menez Ida Troia |Menez Ida]]'' , [[marelladur]] savet war al leur, war-dro [[110]]-[[150]], villa an Atrium, [[Antiokeia]]]]
[[Image:Judgement_Paris_Antioch_Louvre_Ma3443.jpg|thumb|left|250px|''Barnedigezh ar [[Menez Ida Troia |Menez Ida]]'' , [[marelladur]] savet war al leur, war-dro [[110]]-[[150]], villa an Atrium, [[Antiokeia]]]]



Stumm eus an 24 Meu 2014 da 05:43

Ur pennad Paris zo ivez.
Paris gant e c'hoaf. Gallout a reer e anavezout a-drugarez d'e voned frigian ha d'e heuzigoù, krater kloc'h gant liver Stockholm 1999 (?), war-dro 380-370 kent J.-K., Mirdi al Louvre
Barnedigezh ar Menez Ida , marelladur savet war al leur, war-dro 110-150, villa an Atrium, Antiokeia

Paris ( Πάρις e gregach) a oa mab da Briam, roue Troia, ha da Hekuba, e mojennoù Hellaz kozh. Eñ an hini a voe pennkaoz d'ar brezel a voe graet da Droia.

Anvet eo ivez Aleksandros, diwar ar ger gregach Αλέξανδρος, Aléxandros, « gwarezour gwazed». Brudet eo abalamour ma'z eo gantañ e voe skrapet Elena, a voe pennkaoz da Vrezel Troia met perzh a gemer e meur a vojenn gozh all.

Ar vojenn

Yaouankiz

Pa oa dougerez Hekuba, e vamm, e hunvreas he doa ganet ur c’hef-tan a lakaas an tan e kêr. Un diouganer a lavaras e vije kiriek da zismantr Troia. Pa glevas kement-se e klaskas Priam lazhañ ar bugel. Lezet e voe gant ur mevel war ar menez Ida (Ida Troia) met un arzhez a deue d’e vagañ. Pa welas petra a c’hoarveze e teuas ar mevel da gemer ar bugel en-dro evit e vagañ er gêr e kuzh.

Hervez un doare all e voe kavet war ar menez Ida gant bugulion, hag anvet e voe Paris gante. Diwezhatoc'h an hini e vo lakaet Aleksandros dre ma oa ur mailh d'ober war-dro ar chatal.

Pa voe deuet bras e tibabas an nimfenn Œnone da bried. Honnezh a oa merc'h d'an doue-stêr Kebren, hag ur mab o doe, anvet Koritos. O dilezel a reas evit mont gant Elena.

Barnadenn Paris

Ur pennad Barnadenn Paris zo ivez.

Pa voe lidet eured Peleüs ha Thetis war ar menez Olimpos e oa pedet an holl zoueed evel-just. An holl? Nann 'vat, rakEris, doueez an dizemglev, ar c'hwezerez-tan anezhi, a oa bet lezet a-gostez.

Ha peogwir ne gave ket he c'hont he devoa graet he soñj kaout plijadur ivez diwar-goust ar re all. Neuze he doa kaset dezho un aval-aour a oa skrivet warnañ « d'an hini gaerañ» ( e gregach e oa Ἡ καλὴ λαϐέτω / hê kalê labetô ) : hennezh e oa « aval an dizemglev ».

Teir doueez a felle dezho kaout an aval: Atena, Hera hag Afrodite. Dre ma oa savet chao etre an teir, dre ma ne felle ket da Zeus dibab, e voe kaset Hermes da c'houlenn digant Paris tennañ tud an eured eus ar gwall blegenn ma oant bet lakaet gant an drougoberourez Eris. Rak war ar menez edo Paris o tiwall e zeñved.

Hag an teir da glask levezoniñ ar paotr yaouank gant o fromesaoù. Hera a bromete ur rouantelezh, Atena a oa prest da reiñ furnezh ha nerzh-kalon er brezel, hag Afrodite a ginnige karantez digant kaerañ plac'h Hellaz. Afrodite an hini a voe dibabet gant Paris, hag evel-se eo e voe kaset e diegezh hag e vro da get: da gentañ dre ma skrapas Elena Sparta, ar priz prometet dezhañ gant an doueez, ha goude dre ma sachas war e gein kasoni ruz an div zoueez all a reas o seizh gwellañ evit enebiñ ouzh Troia. Meneg a se a ra ar barzh Homeros en Ilias (Kan XXIV):


An distro da Droia

Ha Pâris distreiñ da Droia da-geñver ur genstrivadeg aozet gant Priam entre priñsed kêr. Ar priz? Un ejen eus Menez Ida. Met da Baris e oa al loen, lamet eo bet digantañ, ha fellout a ra dezhañ kemer perzh er genstrivadeg evit adkemer anezhañ . Trec'h eo Paris e pep kenstrivadeg. En hini diwezhañ e rank c'hoari ouzh e vreur Hektor. Da gentañ e seblant bezañ an hini kreñvañ. Met fuloriñ a ra Hektor o welout un estren, a gav dezhañ, o terc'hel penn outañ, ha setu darbet dezhañ lazhañ Paris. evit saveteiñ e vuhez e rank Paris pignat war aoter Zeus. Neuze, Kassandra, a gave un tamm tres heñvel dezhañ, da c'houlennata ar gwaz yaouank, ma kompren e oa eñ an hini e oa ar bugel dilezet. Hag ar roue Priam, bouzar ouzh rakkemennoù an tonkadur, da zegemer ar priñs en e diegezh.

Brezel Troia

E-pad seziz Troia e voe gloazet-fall gant ur saezh tennet gant Philoctète. Kaset e voe war ar menez Ida en-dro, ha goulenn a reas digant Œnone, e wreg kentañ, ober war e dro. Nac'h a reas ar wreg ha mervel a reas ar gwaz.

Peurvuiañ e vez diskouezet Paris evel ur c'haer a baotr, boned Frigia war e benn, rak brud en deus da vout Frigiad.

Barnadenn Paris gant Rubens

Liammoù diavaez