Carlota Spagn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 14: Linenn 14:
==He buhez e Brazil==
==He buhez e Brazil==
[[File:DomJoao6 CarlotaJoaquina.jpg|thumb|left| Ar rouanez Carlota gant he fried roue.]]
[[File:DomJoao6 CarlotaJoaquina.jpg|thumb|left| Ar rouanez Carlota gant he fried roue.]]
En [[1788]] e varvas José, mab henañ ar roue, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal. neuze e voe anvet da ''briñs Brazil'' ha da {{17vet}} [[dug Braganza]]. Entre [[1788]] ha [[1816]], e veze graet ''priñsez Brazil'' eus Carlota.
En [[1788]] e varvas José, mab henañ ar roue, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal. neuze e voe anvet da ''briñs Brazil'' ha da 17vet [[dug Braganza]]. Entre [[1788]] ha [[1816]], e veze graet ''priñsez Brazil'' eus Carlota.


En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù [[Napoleone Buonaparte]], hag ar rouaned [[Carlos IV]], he zad, ha [[Fernando VII]] , he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall. E 1807 e voe aloubet portugal gant ar soudarded c'hall. E-keit-se edo Carlota e Brazil o klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.
En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù [[Napoleone Buonaparte]], hag ar rouaned [[Carlos IV]], he zad, ha [[Fernando VII]] , he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall. E 1807 e voe aloubet portugal gant ar soudarded c'hall. E-keit-se edo Carlota e Brazil o klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.

Stumm eus an 23 Meu 2014 da 18:42

Ar rouanez Carlota Joaquina Teresa de Borbón

Carlota Spagn, pe Carlota Joaquina de Borbón e spagnoleg, Carlota Joaquina Teresa Cayetana de Borbón y Borbón hervez hec'h anv ofisiel (1775-1830), a oa un infantez spagnol, rouanez Portugal hag impalaerez Brazil.

He buhez

Ganet e oa d'ar 25 a viz Ebrel 1775 e Palez Aranjuez. Merc'h e oa da Carlos IV, roue Spagn, ha d'e bried Maria Luisa Carlotta di Borbone-Parma.

Dek vloaz e oa e 1785, pa voe dimezet da João (1767-1826), eil mab Pedro III, roue Portugal, ha Maria Iañ. Ar mab henañ, José, an hini a oa da vout roue.

Ne voe sevenet eured João ha Carlota nemet d'an 9 a viz Genver 1790, pa oa-hi 15 vloaz, e Lisboa. Ur briñsez lorc'hus ha feuls e oa anezhi. Vil ha bihan e oa, hep bout korrez avat.

Iriennañ a reas da glask diskar ar roue evit bezañ lakaet da rouanez ur rouantelezh a vodje Brazil ha Portugal.


He buhez e Brazil

Ar rouanez Carlota gant he fried roue.

En 1788 e varvas José, mab henañ ar roue, ha setu João lakaet da bennhêr kurunenn Portugal. neuze e voe anvet da briñs Brazil ha da 17vet dug Braganza. Entre 1788 ha 1816, e veze graet priñsez Brazil eus Carlota.

En amzer-se e oa Spagn dindan dreid gant armeoù Napoleone Buonaparte, hag ar rouaned Carlos IV, he zad, ha Fernando VII , he breur, a oa prizoniet e Bro-C'hall. E 1807 e voe aloubet portugal gant ar soudarded c'hall. E-keit-se edo Carlota e Brazil o klask dastum en he dorn holl zouaroù Spagn en Amerika, dre ma kave dezhi e oa pennhêrez he zad prizoniad.

He mennad e oa kas un armead vrazilian da aloubiñ Buenos Aires ha hanternoz Arc'hantina. Siwazh dezhi ne deuas a-benn nemet da gemer lez hanternoz aber ar Rio de la Plata, a chomas en Impalaeriezh Brazil betek en 1822, hag anvet Cisplatina. Ar vro -se en em zistagas en 1828 da vezañ Republik Uruguay.

He bugale

Nav bugel he doe, c'hwec'h merc'h ha tri mab (daou a voe rouaned Portugal).

  1. e 1793 Maria Teresa de Bragança.
  2. e 1795 Francisco António Pio.
  3. e 1797 Maria Isabel.
  4. e 1798 Pedro de Alcântara, a voe Pedro Iañ Brazil (ha Pedro IV Portugal)
  5. e 1800 Maria Francisca de Assis.
  6. e 1801 Isabel Maria.
  7. e 1802 Miguel, a voe Miguel Iañ Portugal.
  8. e 1805 Maria de Assunção.
  9. e 1806 Ana de Jesus Maria.

He marv

Mervel a reas e 1830 e palez Queluz, e Sintra, e Portugal.