Yann-Ber Tillenon : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 8: | Linenn 8: | ||
Goude bout bet legionour en [[lu|arme]] [[Bro-C'hall]], e [[Mururoa]], e diwezh ar [[bloavezhioù 60]] e teuas da vout un ezel eus ar [[Parti Socialiste (Frañs)|Strollad sokialour]], tost eus ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ ''[[Action Directe]]'' peogwir e oa kamalad kleiz [[Joëlle Aubron]]. |

Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Ker-Vreiz hag e [[Goursez Breizh]], er [[bloavezhioù 70]]. E [[1983]] e savas gantañ ar gevredigezh pagan ''[[Kelc'h Maksen Wledig]]'', a-gevret gant [[Bernez Jestin]] ha [[Tieri Gwigourel]].<ref>Gw. ''Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000'', Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51</ref> Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa ''Diaspad'' ha pennadoù a skrivas enni.<ref>Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.</ref> Daou bennad a skrivas er gelaouenn [[Al Liamm]], ivez : ''Yann Kel''<ref>Niverenn 184 Al Liamm, [[1977]].</ref> |
Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Ker-Vreiz hag e [[Goursez Breizh]], er [[bloavezhioù 70]]. E [[1983]] e savas gantañ ar gevredigezh pagan ''[[Kelc'h Maksen Wledig]]'', a-gevret gant [[Bernez Jestin]] ha [[Tieri Gwigourel]].<ref>Gw. ''Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000'', Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51</ref> Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa ''Diaspad'' ha pennadoù a skrivas enni.<ref>Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.</ref> Daou bennad a skrivas er gelaouenn [[Al Liamm]], ivez : ''Yann Kel''<ref>Niverenn 184 Al Liamm, [[1977]].</ref> hag ''Evit ar re a zo en toull''.<ref>Niverenn 200 Al Liamm, 1980.</ref> |
||
Sevel a reas ur strolladig europeour levezonet gant an tu-dehou pellañ e penn kentañ ar [[bloavezhioù 90]] gant Goulven Pennaod, [[Serge Ayoub]], [[Tristan Mordrelle]] (mab da [[Olier Mordrel]]) ha [[Guillaume Faye]], ''Europa Riezel'' an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.<ref>Gw. ''Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours'', Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394</ref> Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un [[Europa]] kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman ''Concordia oppositorum'' ("Emglev ar c'hontrolioù" e [[Latin]]).<ref>Gw. e bennad [http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh40 Candidature présidentielle fédéraliste] (e galleg)</ref> Danvez kuzulier-departamant eo bet e [[2004]] evit kanton [[Lanniliz]], enebet ouzh [[Tepot Gwilhmod]]. |

Stumm eus an 13 C'hwe 2014 da 19:54
Yann-Ber Tillenon pe Yann-Ber Tihernon — Jean-Pierre Tillenon e anv kefridiel — zo un emsaver, ur mesen hag un arzour brezhon bet ganet e 1948 e Pariz.
Buhez hag obererezh
Desavet en ur familh a vourc'hizion vreizhat a orin eus Bro-Bagan o chom e Pariz e teskas brezhoneg pa oa krennard, e Ker-Vreiz. E dad-kozh a voe un drouiz eus an Emsav kentañ gant al lesanv Al Louzaouer. Yann-Ber Tillenon a reas anaoudegezh gant meur a emsaver evel Guy Étienne, Youenn Olier, Morvan Marchal pe Remont Jestin.
Goude bout bet legionour en arme Bro-C'hall, e Mururoa, e diwezh ar bloavezhioù 60 e teuas da vout un ezel eus ar Strollad sokialour, tost eus ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ Action Directe peogwir e oa kamalad kleiz Joëlle Aubron.
Levezonet e voe gant Goulven Pennaod ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Ker-Vreiz hag e Goursez Breizh, er bloavezhioù 70. E 1983 e savas gantañ ar gevredigezh pagan Kelc'h Maksen Wledig, a-gevret gant Bernez Jestin ha Tieri Gwigourel.[1] Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa Diaspad ha pennadoù a skrivas enni.[2] Daou bennad a skrivas er gelaouenn Al Liamm, ivez : Yann Kel[3] hag Evit ar re a zo en toull.[4]
Sevel a reas ur strolladig europeour levezonet gant an tu-dehou pellañ e penn kentañ ar bloavezhioù 90 gant Goulven Pennaod, Serge Ayoub, Tristan Mordrelle (mab da Olier Mordrel) ha Guillaume Faye, Europa Riezel an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.[5] Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un Europa kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman Concordia oppositorum ("Emglev ar c'hontrolioù" e Latin).[6] Danvez kuzulier-departamant eo bet e 2004 evit kanton Lanniliz, enebet ouzh Tepot Gwilhmod.
Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe 1987, kemmet anv ar gevredigezh-se e Kêrvreizh gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù Aber pe Nidiad.[7]
Livañ ha kizellañ a ra taolennoù ha delwennoù hag a denn eus danvez Breizh hag eus an Emsav, evel poltredoù eus Paganiz, eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo o tiskouez e karter Montparnasse e Pariz, e stal Kêrvreizh a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.
Oberoù
-
Pagan an Aber-Ac'h (Pri gwenn 40 x 55), 2002.
-
Pagan, 2007.
-
Poltred Youenn Olier, 2013.
-
AbThenenan, Pagan an Aber-Ac'h, 2013.
-
Poltred Gwion Etienne (livadur 50 x 61), 2013.
Ereoù diavaez
Notennoù
<references>
- ↑ Gw. Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000, Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51
- ↑ Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.
- ↑ Niverenn 184 Al Liamm, 1977.
- ↑ Niverenn 200 Al Liamm, 1980.
- ↑ Gw. Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours, Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394
- ↑ Gw. e bennad Candidature présidentielle fédéraliste (e galleg)
- ↑ Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.