Bro-Raez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Addbot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 4 interwiki links, now provided by Wikidata on d:q1232688 (translate me)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:
<references/>
<references/>


[[Rummad:Broioù Breizh]]
[[Rummad:Broioù hengounel Breizh|Raez]]

Stumm eus an 10 C'hwe 2014 da 15:27

Pelec'h emañ Bro-Raez e Breizh

Bro-Raez a zo ur vroig istorel e gevred Breizh, er c'hreisteiz d'al Liger.

Emañ Bro-Raez etre aber al Liger ha Geunioù Breizh, etre Bae Bourc'hnevez hag al Lenn Veur. Enni emañ kêrioù Pornizh, Pembo ha Machikoul (kêr-benn gozh ar c'horn-bro).

Istor

Banneil Bro-Raez

En IXvet kantved e voe aloubet ar c'horn-bro gant armeoù ar Vretoned, renet gant Nevenoe hag e vab Erispoe, a voe trec'h war ar Franked etre 843 ha 851. Da-heul Feur-emglev Angers (851), skoulmet etre Karl Voal hag Erispoe e voe roet bro Raez, pe "Ratense", d'ar Vretoned.[1]

Ar baron Jili Raez, a damaller dezhañ bezañ muntret ha gwallet e-leizh a vugale vihan, a oa un denjentil eus Bro-Raez.

E-pad Brezel Vande, da vare an Dispac'h Gall, e oa ar c'horn-bro unan eus lec'hioù kreñv ar roueelourien.[2]

Notennoù

  1. René Cintre, Les Marches de Bretagne au Moyen Âge, ti-embann Jean Marie Pierre 1992
  2. Alain Gérard, Les Vendéens des origines à nos jours, Centre vendéen des recherches historiques, La Roche-sur-Yon 2001