Yann-Ber Tillenon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 10: Linenn 10:
Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Ker-Vreiz hag e [[Goursez Breizh]], er [[bloavezhioù 70]]. E [[1983]] e savas gantañ ar gevredigezh pagan ''[[Kelc'h Maksen Wledig]]'', a-gevret gant [[Bernez Jestin]] ha [[Tieri Gwigourel]].<ref>Gw. ''Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000'', Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51</ref> Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa ''Diaspad'' ha pennadoù a skrivas enni.<ref>Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.</ref>
Levezonet e voe gant [[Goulven Pennaod]] ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Ker-Vreiz hag e [[Goursez Breizh]], er [[bloavezhioù 70]]. E [[1983]] e savas gantañ ar gevredigezh pagan ''[[Kelc'h Maksen Wledig]]'', a-gevret gant [[Bernez Jestin]] ha [[Tieri Gwigourel]].<ref>Gw. ''Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000'', Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51</ref> Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa ''Diaspad'' ha pennadoù a skrivas enni.<ref>Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.</ref>


Sevel a reas ur strolladig europeour levezonet gant an tu-dehou pellañ e penn kentañ ar [[bloavezhioù 90]] gant Goulven Pennaod, [[Serge Ayoub]], [[Tristan Mordrelle]] (mab da [[Olier Mordrel]]) ha [[Guillaume Faye]], ''Europa Riezel'' an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.<ref>Gw. ''Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours'', Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394</ref> Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un [[Europa]] kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman ''Concordia oppositorum'' ("Emglev ar c'hontrolioù" e [[Latin]]). <ref>Gw. e bennad [http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh40 Candidature présidentielle fédéraliste] (e galleg)</ref>
Sevel a reas ur strolladig europeour levezonet gant an tu-dehou pellañ e penn kentañ ar [[bloavezhioù 90]] gant Goulven Pennaod, [[Serge Ayoub]], [[Tristan Mordrelle]] (mab da [[Olier Mordrel]]) ha [[Guillaume Faye]], ''Europa Riezel'' an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.<ref>Gw. ''Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours'', Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394</ref> Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un [[Europa]] kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman ''Concordia oppositorum'' ("Emglev ar c'hontrolioù" e [[Latin]]).<ref>Gw. e bennad [http://www.tillenon.com/index.php?id=yann-ber_tillenon_breizh40 Candidature présidentielle fédéraliste] (e galleg)</ref> Danvez kuzulier-departamant eo bet e [[2004]] evit kanton [[Lanniliz]], enebet ouzh [[Tepot Gwilhmod]].


Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe [[1987]], kemmet anv ar gevredigezh-se e ''Kêrvreizh'' gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù [[Aber (kelaouenn)|Aber]] pe [[Nidiad]].<ref>Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.</ref>
Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe [[1987]], kemmet anv ar gevredigezh-se e ''Kêrvreizh'' gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù [[Aber (kelaouenn)|Aber]] pe [[Nidiad]].<ref>Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.</ref>

Stumm eus an 3 C'hwe 2014 da 11:24

Yann-Ber Tillenon en Aber-Ac'h, e penn kentañ ar bloavezhioù 2000.

Yann-Ber Tillenon pe Yann-Ber Tihernon — Jean-Pierre Tillenon e anv kefridiel — zo un emsaver, ur mesen hag un arzour brezhon bet ganet e 1948 e Pariz.

Buhez hag obererezh

Desavet en ur familh a vourc'hizion vreizhat a orin eus Bro-Bagan o chom e Pariz e teskas brezhoneg pa oa krennard, e Ker-Vreiz. E dad-kozh a voe un drouiz eus an Emsav kentañ gant al lesanv Al Louzaouer. Yann-Ber Tillenon a reas anaoudegezh gant meur a emsaver evel Guy Étienne, Youenn Olier, Morvan Marchal pe Remont Jestin.

Goude bout bet legionour en arme Bro-C'hall, e Mururoa, e diwezh ar bloavezhioù 60 e teuas da vout un ezel eus ar Strollad sokialour, tost eus ar strollad spontelour eus an tu-kleiz pellañ Action Directe peogwir e oa kamalad kleiz Joëlle Aubron.

Levezonet e voe gant Goulven Pennaod ma reas anaoudegezh gantañ, koulz e Ker-Vreiz hag e Goursez Breizh, er bloavezhioù 70. E 1983 e savas gantañ ar gevredigezh pagan Kelc'h Maksen Wledig, a-gevret gant Bernez Jestin ha Tieri Gwigourel.[1] Kelaouenn divyezhek (brezhonek ha gallek) ar c'helc'h-se a oa Diaspad ha pennadoù a skrivas enni.[2]

Sevel a reas ur strolladig europeour levezonet gant an tu-dehou pellañ e penn kentañ ar bloavezhioù 90 gant Goulven Pennaod, Serge Ayoub, Tristan Mordrelle (mab da Olier Mordrel) ha Guillaume Faye, Europa Riezel an anv anezhañ. Berrbad e voe ha ne zreistvevas ket muioc'h eget ur bloavezh.[3] Abaoe kreiz ar bloavezhioù 90 ez embann pennadoù evit difenn keal un Europa kevredadel hervez pezh a ra "an tu-kreiz pellañ" anezhañ, dre ar mennozh pagan roman Concordia oppositorum ("Emglev ar c'hontrolioù" e Latin).[4] Danvez kuzulier-departamant eo bet e 2004 evit kanton Lanniliz, enebet ouzh Tepot Gwilhmod.

Emañ e penn ar gevredigezh Ker-Vreiz abaoe 1987, kemmet anv ar gevredigezh-se e Kêrvreizh gantañ. En anv Kêrvreizh en deus harpet meur a oberenn lennegel vrezhonek evel ar c'helaouennoù Aber pe Nidiad.[5]

Livañ ha kizellañ a ra taolennoù ha delwennoù hag a denn eus danvez Breizh hag eus an Emsav, evel poltredoù eus Paganiz, eus Guy Étienne pe Youenn Olier. E oberoù zo o tiskouez e karter Montparnasse e Pariz, e stal Kêrvreizh a zo sko ouzh bered ar c'harter-se.

Oberoù

Ereoù diavaez

Notennoù

<references>

  1. Gw. Petit dictionnaire des cultes politiques en France: 1960-2000, Cyril Le Tallec, L'Harmattan, 2010, p. 51
  2. Evel "La genèse de Kêr-Vreizh" e 1986.
  3. Gw. Dictionnaire de la mouvance droitiste et nationale, de 1945 à nos jours, Jacques Leclerc, L'Harmattan, 2008, p. 394
  4. Gw. e bennad Candidature présidentielle fédéraliste (e galleg)
  5. Meneget eo e trugarekadennoù Niverenn 02 Nidiad evel donezoner, pajenn 4.