Deheubarth : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Cheñch skeudenn
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17: Linenn 17:
|image_map_caption =
|image_map_caption =
|common_languages = [[Kembraeg]]
|common_languages = [[Kembraeg]]
|Kerbenn = [[Dinefwr]]
|Kêr-benn = [[Dinefwr]]
|Gouarnamant_type = Monarkiezh
|Gouarnamant_type = Monarkiezh
}}
}}

Stumm eus an 25 Gen 2014 da 16:49


Deheubarth
Deheubarth

904 – 1283
Location of Rouantelezh Deheubarth
Location of Rouantelezh Deheubarth
Kêr-benn Dinefwr
Yezh(où) Kembraeg
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Unvaniezh Dyfed ha Seisyllwg 904
 - Aloudabeg gant Bro-Saoz 1283


Deheubarth (Dehoubarzh e vije hervez doare ar brezhoneg a vremañ) a oa ur rouantelezh e mervent Kembre (deheu = "dehou" a dalv kement ha "kreisteiz").

Istor

Deheubarth kent an aloudabeg norman

Krouet e voe Deheubarth gant Hywel Dda war-dro 904 pa gemeras broioù Seisyllwg ha Dyfed. En amzer-se en em astenne war Dyfed, Ceredigion hag Ystrad Tywi. E gêr-benn e oa Dinefwr.

Evel ar rouantelezhioù kembreat arall e padas betek aloudabeg an Normaned, petra bennak ma ne oa ket dizalc'h a-hed ar wech.

Gant Llywelyn ap Seisyll eus Gwynedd e oa staget e 1018 ha gant Rhydderch ab Iestyn eus Morgannwg e 1023. Gruffydd ap Llywelyn a stagas ar vro adarre met goude e faezhidigezh hag e varv e Hereford ec'h adkavas remziad Dinefwr e c'halloud.

Banniel Deheubarth


Aloudabeg an Normaned ha diskar ar rouantelezh

Eus 1078 da 1093 e renas Rhys ap Tewdur. Dont a reas a-benn da ziarbenn meur a daol-arnod d'e zidronañ ha brasaat a reas galloud e rouantelezh. Gourdrouzet e oa gant an Normaned-saoz ha ganto e voe lazhet e 1093 en ur zifenn Brycheinog. Goude e varv e voe aloubet an darn vrasañ eus e rouantelezh gant an Normaned-saoz. E-pad un amzer e voe kaset e vab, Gruffydd ap Rhys, d'un tec'hour. Adkemer ul lodenn vihan eus e rouantelezh, war-dro Cantref Mawr, a deuas a-benn d'ober, met ar peurrest a oa bet kemeret gant aotrounez norman.

Un emsavadeg vras a oa a-enep an Normaned-saoz e 1136 ha kevreañ a reas Gruffydd ap Rhys gant Gwynedd. Asambles gant Owain Gwynedd ha Cadwaladr ap Gruffydd eus Gwynedd e trec'has an Normaned-saoz en Emgann Crug Mawr e-kichen Kardigan. Dieubiñ a rejont Ceredigion a oa un darn istorel eus Deheubarth. Staget e oa gant Gwynedd, avat, ha Gruffydd ap Rhys a varvas er bloaz war-lec'h e plegennoù dianav.

Goude e varv e tremenas ar rouantelez d'e vibien Anarawd, Cadell, Maredudd ha Rhys ap Gruffydd. Er c'hontrol diouzh ar pezh a c'hoarveze alies ne vrezeljont ket evit an tron met ren a rejont an eil war-lerc'h egile. An hini yaouankañ, Rhys ap Gruffydd, a renas eus 1155 da 1197 ha adaloubiñ a reas un darn vras eus rouantelezh e dad.

Goude e varv, avat, e oa rannet Deheubarth etre e vibien. Ar re-mañ a yeas da wizion Llelewyn Veur Gwynedd. Da get ez eas rouantelezh Deheubarth da vat e 1234, goude ma voe aotreet gourvibien d'ar roueed kozh da ren war Cantref Mawr hag Ystrad Towi betek 1283.

Tud brudet ganet e Deheubarth

Sulien eus Llanbadarn (g. 1030) a yeas da eskob e 1073. Skrivañ a reas kalz sagaioù. E servij an Iliz e heulias e vibien (ne oa ket difennet ouzh ar veleien dimeziñ c'hoazh). Rhygyfarch eus Llanbadarn a skrivas ur buhezskrid, "Buhez Sant-David".

Rouaned Deheubarth

Priñsed Deheubarth

E 1093 e krog aloubidigezh Deheubarth gant an Normaned-ha-Saozon.

Goude 1234 ne renas priñsed Deheubarth nemet war Cantref Mawr hag edo o galloud o vont war zisteraat.