Surf : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: Migrating 1 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q159992
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Rummad
Linenn 72: Linenn 72:
{{Commons|Category:Surfing}}
{{Commons|Category:Surfing}}


[[Rummad:Sport]]
[[Rummad:Sportoù]]

Stumm eus an 18 Gen 2014 da 12:23

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Ar surf (ger saoznek) a zo ur sport, Hawaiian a orin, hag e vez lakaet e-pleustr en dour. Risklet e vez, war-sav, war ur wagenn gant ur planken. Graet e vez surf war an aodoù, war wagennoù, bras a-walc'h evit dougen pouez ar surfer hag hini e blanken.

Istor

Dizoloet oa bet ar surf gant James Cook (1728-1779) e-kerzh e trede ergerzh. Erruet-eñ e Enezennoù Sandwich e Hawaii e verzhas e oa tud hag a gemere plijadur o neuial betek ar pezh' vez anvet line up (lec'h ma krog ar gwagennoù da derriñ war an aod) hag a zistroe war gein ar gwagenn, war-sav, gant plankennoù troc'het en ur c'hef.

He'e nalu e Hawaian, ar surf zo bet difennet gant ar beli amerikan dre ma veze graet noaz, ar pezh a feuke anezho.

Pa 'z eo bet dizoloet ar sport-se gant James Cook en deus merzhet e oa krogadoù etrezo. Gant al live az poa tapet e surf hag an disoc'hoù er c'hrogadoù e uhele live sokial an dud e keñver ar gevredigezh.

A drugarez da Zuke Kahanamoku e penn kentañ an XXvet kantved en em ledanas ar surf betek an inizi Hawaii hag er memes amzer er Stadoù Unanet hag e Aostralia. Krogiñ a raio evit gwir ar c'henwerzh tro-dro d'ar surf er bloavezhioù 1950, 1960 gant araokadennoù an teknikoù. Krogiñ a reont ar shaper (an hini a sav ur planken) da implij dañvezioù sintetek hag produioù evit kreñvaat ar plankenn hag aesoc'h da implij. Chom a ra an darn vrasañ eus ar plankennoù koad. En em ledanet eo dija war aodoù Kalifornia (S.U.A.) hag krogadoù ofisiel a zo lakaet e plas.

Gant ledanadur an oto ez aio kalz war-raok sevenadur "Surf". Beajiñ a reont. Ar surferien a grogo da veajiñ evit kaout AR spot. Implijet e veze ganto c'hoazh plankennoù hir-tre ( etre 2 ha 5 metrad), anvet longboard. Skuizh da zougen plankennoù hir ha pounner a glasko ar shaperien kavout dañvezioù skañvoc'h, plankennoù gant mentoù disheñvel ha gant angelloù evit stabilaat ar plankenn en dour. Araokadennoù an aeronotek a laka e soñj implij ar memes dañvezioù, da skwer, ar poliuretan e plas ar c'hoad hag implij ur rousin evit kreñvaat ar blankenn.

Erru a reas ar surf en Europa er bloavezhioù 1950. Da gentañ e Bro C'all, e kichen Biarritz, evit en em ledanañ da c'houde war aodoù meurvor Atlantel. Krouet e voe kampionadoù, hag Kampionad Frañs 1añ a c'hoarvezas e 1960. E 1964 oe krouet ar skol surf 1añ e Biarritz. Hiziv 37 500 lisañset zo kontet e Bro-C'hall (Breizh endalc'het. Breizh a zo e-touez al lec'hioù ma z'eus ar muiañ a surferien).

Spot

Ur spot a zo ul lec'h war an aod, lec'h ma'z eus gwagennoù. Ur spot a c'hell bezañ mil-brudet pe sekred tre. An aliesañ eo lec'hiet war un draezhenn met, a-wechoù, gwagennoù 'n em feurm tro dro d'ur porzh da skouer pe gant mein pelloc'h ouzh an aod. Cheñchet e vez spot hervez an amzer, an houlañchenn hag an avel. Pep surfer en deus e Homespot , al lec'h ma blij dezhañ ar muiañ risklañ. War-lerc'h hervezh ardremmez pemdeziek ar gwagennoù e c'hell mont d'ur spot all. Anvet eo ur spot ripleg ur spot hag a zo nebeutoc'h durc'haet war gostez an houlañchenn. Risklet e vez war ar spotoù ripleg pa'z eo re greñv an houlanchenn evit surfañ ar spotoù boaz.

A drugarez da ardremmez aodoù Breizh eo disheñvel tre ar spotoù. Spotoù mil anavezet'zo e Breizh, da skouer, an Dorchenn e bro vigoudenn. Krouet eo bet skol surf gentañ e Breizh en Dorchenn. Lec'hiet eo e traoñ bae Gwaien, ar pezh a lak ar spot-se da vezañ implijabl tost atav. Ar Palu e Kraoñ a zo anavezet mat, hag Aod Gouez Kiberen ivez. Ar gudenn 'zo gant ar spotoù-se eo int dreist implijet. D'an hañv e c'heller gwelout tri c'hant surfer en dour en Dorchenn.

Spotoù'zo, a zo evel al lec'hioù pesketa a chom sekred. Ur bern a zo e Breizh met an aliesañ e chomont etre surferien ar vro.

Plankennoù disheñvel

E penn kentañ ar surf e veze implijet nemet plankennoù hir-tre (longboard). Met pa'z eo brasaet an niver a surferien eo bet ijinet plankennoù-all. Kroget o deus da veraat mentoù ar surf. Bremañ leun a blankennoù disheñvel a zo. Amañ ez eus ar re voutinañ. Al Longboard a zo ur plankenn hir-tre, d'eus 2.75 metrad da 5/6 metrad. Pounner-tre eo ar plankenn-se ha tev a-walc'h ivez.

Ar Shortboard a zo ur plankenn berr. Mont a ra e mentoù eus 1.50 da 2.10 metrad.

Ar Gun a zo ur plankenn etre. Mont a ra e mentoù etre 2.10 ha 3 metrad. Implijet e vez ar surf-mañ evit risklañ gwagennoù bras. Fin tre eo ar Gun, dre-se eo aesoc'h evit treiñ met diasoc'h evit roeñvañ.

Ar Fish a zo ur plankenn berr a-walc'h. E ventoù a zo tamm pe damm mentoù ar Shortboard met kalz ledanoc'h eo. Gant un tail (penn a-dreñv ar blankenn) "troc'het" aesoc'h evit ar flodadur.

Teknik

Evit chom a-sav war ar plankenn eo ret kaout un teknik ispisial ha dreist-holl ar c'hempouez. Anvet eo an take off ar prantad berr etre fin ar roeñvañ evit kemer ar gwagenn ha stabiladur an den war ar plankenn.

Anvet eo regular an den a lak en a-raok e c'har gleiz , hag goofy an hini a lak en a-raok e c'har dehou.

Deveradoù ar Surf

Gant diorroadur ar sevenadur surfel eo bet ijinet sportoù all, tennet diwar ar surf, gant ar memes santadoù, hag ar blijadur da risklañ war ar gwagennoù ha da gaout plijadur en ur vezañ a-gevred gant an dour, an natur hag ar gwagennoù...

Bodyboard

Ar bodyboard a zo ur sport hag a vez graet er gwagennoù ivez. Ret eo roeñvañ buan a-walc'h evit kemer ar gwagenn hag risklañ war e gein(ar gwagenn) .

Stand Up Paddle

Implijet e vez evit ar sport-se ur plankenn hir, tevoc'h eget ul longboard. Kemeret'vez ar gwagennoù war-sav gant sikour ur roeñv. Roeñvet 'vez betek bezañ kemeret gant ar gwagenn ha bleiñet vez ar plankenn gant ar surfer hag a zo lec'hiet a-dreñv ar planken.

Bodysurf

Ar bodysurf a zo ar surf hep plankenn. Risklet 'vez er gwagenn zivlankenn. Roeñvet e vez gant an divrec'h.

Skimboard

Evit ar sport-se e vez implijet ur plankenn treut-tre, an aliesañ e koad. Kemeret e vez ar wiskennad hag a chom e ribl an dour goude erru ur gwagenn, pe mod all e vez kemeret ur wagenn e beachbreak (ur wagenn hag a strak war an draezhenn).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.